Deiz Meurzh

Ar Meurzh eo an deiz etre ar Lun hag ar Merc'her.

Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant al Lun, ha homañ eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601, ez eo eta an eil devezh eus ar sizhun. Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregiñ gant ar Sul, hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen, pe er broioù arabek, ez eo an trede devezh.

Roet eo bet an anv diwar hini Meurzh, doue ar brezel gant ar Romaned. Anv ar blanedenn Meurzh eo ivez.

Roet en eus ivez e brezhoneg an adverb-amzer dimeurzh.

An anv-se a zo tennet diwar hini ar blanedenn,nemetken, ha neket diwar hini an doue.


Ar Meurzh er relijionoù hag ar c'hredennoù

Sin fall e oa gwechall, pa groge miz Meurzh d'ur Meurzh, pa zegouezhe ar c'hentañ a viz Meurzh d'ur Meurzh. Hervez ar c'hrennlavar:

  • Meurzh da Veurzh, chas klañv ha naered drouk. Meurzh da Veurzh a zo da gompren: pa zegouezh miz Meurzh d'ur Meurzh...

Meurlarjez, Meurzh al larjez

Meurlarjez, ur gouel graet d'ur Meurzh, daou-ugent devezh a-raok Pask, er broioù katolik.

Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul
Sellit ouzh ar ger Meurzh er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

ISO 8601Lun (deiz)Merc'her (deiz)SizhunSul

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

WikipediaBengaluruKrkJorj Iañ Breizh-VeurBreizh2024Pin-upJamaikaOntarioOstaleriJorjiaMain PageDouaroniezhIranAerluFamilia Valera MirandaChatGPTBizHoratio NelsonOfiserien-Veur Dugelezh BreizhGoogleLagadSerbiaPasty13 a viz EbrelKeltiaAerborzhKafeBrezel israelat-arabSaladenn Caesar19 GenverKarr-sammBahreinPod-mezennArme Dieubidigezh Pobl SinaRusiaGouelezennEgiptPalauRepublik KreizafrikanKaketou Filipinez1969Lec'hiennLenn TchadShelby ChesnesŪSgùrr na Cìche (Gleann Comhann)BlogAaron PhypersKintinErotegezhMinellañ ar c'hourzhEnez TritonMichoacán de OcampoStrossburiMorfaArpitanegHlodwigTchekiaBrehant-MonkontourTimbroù Kengevredad Norzh AlamagnDelta (stêr)🡆 More