Burundi

Burundi zo ur vro vihan e-kreiz Afrika, e rannvro al Lennoù Bras.

Emañ etre Rwanda en norzh, Tanzania er reter hag er gevred, al Lenn Tanganyika er gevred, ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg. Bujumbura eo ar gêr-benn. Kar eo anv ar vro da hini ar yezh pennañ a gomzer enni, ar yezh kirundi.

Republika y'u Burundi
République du Burundi

Republik Burundi
Banniel Burundi Skoed-ardamez Burundi
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : Unité, Travail, Progès  (Kirundi)
"Unité, Travail, Progrès"  (Galleg)
Kan broadel: Burundi bwacu
Lec'hiadur Burundi
Lec'hiadur Burundi
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Bujumbura


3°30′S 30°00′R

Yezh(où) ofisiel Kirundi, galleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Évariste Ndayishimiye
Gorread
 - Hollad 27 830 km² (145vet)
 - Dour (%) 7,8%
Poblañs
 - istimadur 2005 7 548 000 ()
 - niveradeg 2008 8 053 574
 - Stankter 289/km² (43vet)
Moneiz Lur Burundi (BIF)
Gwerzhid-eur (UTC+ 2)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 2)
Kod kenrouedad .bi
Kod pellgomz +257

Ur rouantelezh dizalc’h a oa bet e Burundi adalek ar XVIvet kantved. E 1903 e teuas da vezañ un drevadenn alaman, ha fiziet e voe e Belgia goude ar Brezel-bed kentañ, a-gevret gant Rwanda. Ruanda-Urundi a chomas dindan melestradurezh Belgia, en anv Kevre ar Broadoù da gentañ, hag en anv Aozadur ar Broadoù Unanet, goude an Eil Brezel-bed. E 1962 e teuas Burundi da vezañ dizalc’h, e stumm ur rouantelezh adarre. E 1966 e voe embannet ar republik. Er bloavezhioù 1970, 1980 ha 1990 adarre, e oa bet lazhadegoù Tutsied ha marvet e oa miliadoù a dud.

Poblañs

E miz Eost 2008 e voe aozet un niveradeg eus poblañs Burundi, ar pezh na oa ket bet graet abaoe 1990. E-korf 28 vloaz e oa kresket kalz ar boblañs ha tremenet eus 5 292 793 a dud e 1990 da 8 053 574 a dud e 2008.

Rannoù melestradurel

Rannet eo Burundi e 17 proviñs, a-anv gant o fennlec'h :

Burundi 
Proviñsoù Burundi

Politikerezh

Dilennet eo Pierre Nkurunziza da brezidant e 2005, hag addilennet e 2010. E 2020 e varv e embreg e garg, d'an oad a 55 bloaz. Pascal Nyabenda, kador ar Vovadenn Vroadel, a gemer e lerc'h. Dilennet eo Évariste Ndayishimiye da brezidant ar Republik en dro gentañ gant 68,72 % eus ar mouezhioù.


Burundi 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AfrikaBujumburaLenn TanganyikaLennoù Bras AfrikaRepublik Demokratel KongoRwandaTanzania

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MandrilGwallzarvoud eus gwazhied an empennVladimir PoutinLe Peuple BretonAlfonso IV d'EsteFacebookBretoned800Amber HeardPistolenn-vindrailherTaiwanFamilia Valera MirandaEtienne (eskob Treger)Kan broadel19422017Ar mor el lennegezh vrezhonekFilipinezBananezÉmile LoubetEnez ar YarTêtes à claquesStadoù-Unanet AmerikaFellasionMezopotamiaPoellgor Olimpek EtrebroadelLivadurioù da AfroditeFizik teorikelTalvoudennPinyinAlexander StubbEmsavblishmentJustin (istorour)Paul AvrilMeurig ap DyfnwalGambiaLinadJavascriptC'hoari ar misionerTeknologiezhAgostino CarracciAndré OllivroKirgizegMediaWikiThe Times of IndiaMarc'hISBNIvidig1829DenEur hañvAlvokadŪA capite ad calcemJezuz Nazaret660The Pirate BayUTCRuzenn dent divouezhNorvegiaIsabel Sofía PicónNorzhamerikaBombayIranLizherenneg fonetek etrebroadel🡆 More