Tanzania zo ur vro e reter Afrika, war ribl Meurvor Indez, er su d’ar c’heheder.
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Jamhuri ya Muungano wa Tanzania Republik Unanet Tanzania | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel | Mungu ibariki Afrika "Doue ra vennigo Afrika" | ||||
Ger-stur | Uhuru na Umoja "Frankiz hag Unvaniezh" | ||||
Yezh ofisiel | Swahili (de facto) | ||||
Kêr-benn | Dodoma (Dar es Salaam) | ||||
Gorread • En holl • % dour | 945 087 km² 6,2 | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter | 38 329 000 (2005) 41/km² | ||||
Prezidant | Samia Suluhu | ||||
Ministr Kentañ | Kassim Majaliwa | ||||
Gouel broadel | 26 a viz Ebrel | ||||
Moneiz | Shilling Tanzania | ||||
Kod pellgomz | 255 | ||||
Kenrouedad | .tz |
Harzoù he deus gant Kenya hag Ouganda en norzh, gant Rwanda, Burundi ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg, ha gant Malawi, Mozambik ha Zambia er su.
Div lodenn a ya d’ober Tanzania : an douar-bras, a veze graet "Tanganyika" anezhañ gwechall, hag enezeg Zanzibar e Meurvor Indez. Betek 1961 e oa trevadennoù saoz eus an div lodenn-se (anvet broioù-gwarezet). E 1961 e teuas Tanganyika da vezañ dizalc’h, ha kemend-all a c’hoarvezas gant Zanzibar e 1963. Unanet e voent en ur Stad hepken e 1964.
Savet eo an anv Tanzania diwar silabennoù kentañ pep lodenn eus ar c’hevread : Tanganyika ha Zanzibar. E-pad meur a vloaz e oa bet ar gêr-benn e Dar es Salaam, ur gêr vras war an aod, met e 1996 e voe divizet lakaat Dodoma, ur gêr e diabarzh ar vro, da vezañ kêr-benn. Un darn vras eus melestradurioù ar gouarnamant a yeas di, met lod zo chomet e Dar es Salaam.
Plaen a-walc'h eo torosennadur Tanzania, evel war vord ar mor, padal ez eus un uhelgompezenn da 1 200 m e kreiz ar vro.
Treuzet eo eus an Norzh betek ar Su gant ur frailh hag a zo ur skourr eus Traoñienn ar Rift Meur. Ar failh-se, bras-kenañ, en deus savet ar menez-tan Kilimandjaro hag a zo menez uhelañ Afrika ; da 5 895 metrad e sav e Tanzania, war harzoù Kenya.
Gant ar frailh ivez e voe toullet traoñienn Olduvai. Un eilvet skourr a red a-hed harz ar c'hornôg, m'emañ an teir lenn vras afrikan : lenn Tanganyika, lenn Victoria ha lenn Malawi.
Zanzibar zo war-dro 30 km a-vaez d'an douar-bras, e Meurvor Indez. Gorread Zanzibar eo 1660 km² ; 90 km eo e hirder. An enezenn gouralian vrasañ eo.
Enez Pamba zo div wech bihanoc'h eget Zanzibar, gant 68 km a hirder. An div enezenn-se o deus un torosennadur plat pe blatoc'h.
Renet eo bet Tanzania betek 1992 gant ur strollad dibar anvet Chama Cha Mapinduzi (CCM), "Strollad disparc'her".
Ar prezidant a vez dibabet evit 5 bloaz gant ar gwir da vezañ dibabet diw wech nemetken.
Dibab a ra daou vesprezidant, ur pennmaodier hag ur gouarnamant.
Dizalc'h eo Tanzania en un doare ofisiel abaoe an 9 a viz Kerzu 1961.
Bloaz war-lerc'h e voe dibabet Julis Kambarage Nyere, penn ar strollad sokialour Union nationale africaine du Tanganyika, da brezidant nevez Tanzania.
Ur vodadeg vroadel a vez aozet gant 239 ezel hag en o zouez 111 dilennad a zo bet choazet evit un amzeriad pempbloaziek.
Ar CCM a voe krouet e 1977 diwar kendeuzadur TANU (Tanganyika African Natinonal Union) krouet gant Julius Nyere e 1954 hag ar strollad Afro Shirazi party (ASP) eus Zanzibar ; tost-tre an eil d'egile eo TANU hag ASP, setu abeg ar c'hendeuzadur-se.
Kresket eo pinvidigezh diabarzh ar vro (Kenderc'h Diabarzh Kriz, KDK) da 6,9 milmilion a zollaroù e 1997, war-dro 220 dollar dre annezad neuze, ar pezh e laka Tanzania e-touez broioù paourañ ar bed.
Kouerien eo 80% eus ar boblañs, gounit al labour douar a gont evit 60% eus KDK ar vro.
An enezennoù Zanzibar ha Pemba a brodu ar muiañ a dachoù-jenofl er bed.
Ar bouedoù pennañ a vez gounezet e Tanzania eo ar maniok, ar maiz, ar stlañvesk (Plantago lanceolata), ar riz, ar sorgo, ar patatez dous (Ipomoea batatas) hag ar mell.
Kafe, kotoñs, diamantoù, te ha tachoù-jenofl a vez ezporzhiet da Alamagn, Breizh-Veur ha Japan.
An touristerezh a laka Tanzania da c'hounit arc'hant : e fin ar bloavezhioù 1980 e veze tremen 100 000 tourist o tont pep bloaz. Dont a raent evit ar parkoù naturel pe evit al lec'hioù istorel.
Bez' ez eus er vro 2 600 km a hentoù-houarn, gant al linenn pennañ etre Dar es-Salaam ha lenn Tanganyika o kas dre Arusha ha Mwanzahag.
War-dro 88 200 km a hentoù evit ar c'hirri zo, met 10% anezho hepken zo terduet.
Ar porzhioù-mor brasañ eo Dar es-Salaam ha Mtwara.
Aerborzh Dar es-Salamm ha Zanzibar a ra war-dro an nijadennoù etrebroadel ha broadel.
Ar shilling eo ar moneiz skoet gant Bank of Tanzania (krouet e 1966).
Teir yezh zo e Tanzania :
Gant an dud pinvidik e veze komzet kiswahili, neuze a re baour a grogas da gomz swahili evit en em ziforc'hiñ diouto. Bremañ n'eus ket kement-se a dud pinvidik er vro, setu perak e vez komzet kalz a swahili e Tanzania. Daoust da gement-se, kilswahili eo ar yezh a zo bet lakaet da ofisiel gant gouarnamant Tanzania.
Lavaret e vez ez eo e Zanzibar e vez komzet ar bravañ swahili.
Div gredenn vras a vez azeulet e Tanzania :
Ar vuzulmaned a vev kentoc'h en enezennoù pe e-kichen tevennoù ; ar gristenien a vev kentoc'h e kreiz Tanzania. War ar maezioù e vev ar re n'o d'eus ket ar memes kredenn.
E Tanzania ne vez ket selaouet kement-se a sonerezh er vuhez pemdeziek, met kentoc'h e vez sonet e-pad ar gouelioù.
Kalz binvioù dre gerdin zo. Tu zo da glevet taboulinoù ivez, ha binvioù dre c'hwezh ; meur a zoare fleütoù zo : e Lamu e klever ar siwa, ur fleüt hengounel graet diwar stilhon un olifant. Ar ganerez Siti binti Saad (Zanzibar, 1880-1950) e voe an Danzanianez kentañ oc'h embann ur bladenn, e 1928. Ganti e voe kanet taarab Zanzibar e swahili, pa veze graet betek-henn en arabeg ha gant paotred hepken.
Padal,an Afrikaned a blij dezho an dañs dreist-holl.
E Tanzania ez eus un dañs anavezet-tre hag a zo anvet karen blixen, hep mar diwar anv ar skrivagnerez danat Karen Blixen, a vevas e Kenya.
Graet vez gant an dañserien ur c'helc'h pe kelc'hioù bihan, ha ret eo dezho lammat uhel ha diouzh al lusk. Kavet e vez muioc'h a baotred o tañsal eget a verc'hed e reter Tanzania ; er c'hornôg avat e tañs ar baotred hag ar merc'hed a holl asambles.
Tanzania n'eo ket ur vro pinvidik-tre. Bez' ez eus memestra meuzioù mat-tre evel kikuyu', ur meuz hep kig fardet gant legumaj hag ed hepken. Debret e vez gant ar re baour e kreiz an devezhioù gouel.
Ur meuz all eo posho, graet diwar blini gant pizh bihan du ha ruz. Kalz a fav glas , a-orin eus Tanzania, a vez debret er vro ; ar fav-se zo deuet da vezañ brudet pa oant bet lakaet e kenwerzh Europa.
E Maniony, pa vez ur gouel, e vez atav fardet ur meuz anvet ebinyebuce : kig sec'h lakaet barzh an tan gant legumaj, ed, hili riz ha kalz a blantoù bihan evit ar c'hwezh.
Met memestra ez eo ret lavarout ez eus muioc'h eget 5 000 bugel o verrvel bep bloaz gant an diouer a voued.
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Tanzania, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.