São Tomé Ha Príncipe

São Tomé ha Príncipe (São Tomé e Príncipe e portugaleg), ent-ofisiel Republik Demokratel São Tomé ha Príncipe, zo un enezeg hag ur Stad e Pleg-mor Ginea, a-vaez da aodoù Afrika.

Dre ma’z eo un enezeg n’he deus harzoù douarel gant bro all ebet ; Gabon, Ginea ar C'heheder, Kameroun ha Nigeria eo ar Stadoù tostañ, war douar-bras Afrika.

São Tomé ha Príncipe
São Tomé Ha Príncipe

São Tomé Ha Príncipe
Banniel Skoed-ardamez

Ger-stur Unidade, Disciplina, Trabalho
Kan broadel Independência total

São Tomé Ha Príncipe
Kêr São Tomé e 2010
LocationSaoTomeAndPrincipe.png|230px]]
0° 20' N - 6° 44' R
Meslestradurezh
Dizalc'hiezh
• diouzh Portugal

12 a viz Gouere 1975
Kêr-benn São Tomé
Kêr dudetañ Água Grande

Yezhoù Portugaleg (ofisiel)
Kreoleg forro
Kreoleg angolar
Kreoleg principense

Gouarnamant Republik unvan
hanterbrezidantel
• Prezidant
• Pennmaodiern
Carlos Vila Nova (2021)
Patrice Trovoada (2022)
Moneiz Dobra (STD)
Douaroniezh
Gorread 964 km²
Poblañs 197 541 (2016)
Stankted 143

Internet Touristelezh

Stummet eo bet an enezeg gant un aradennad menezioù-tan kozh. São Tomé, an enez vrasañ, zo tre en hanternoz d’ar c’heheder. Anvet e voe evel-se en enor da sant Tomaz, gant ergerzherien deuet eus Portugal hag a erruas dirazi da zevezh gouel ar sant.

São Tomé ha Príncipe eo ar Stad vihanañ (e-keñver poblañs) a zo en Afrika. Bez' ez eo ivez ar vro bortugalek vihanañ a zo er bed.

An inizi

São Tomé Ha Príncipe 
Div enezenn vrasañ
São Tomé ha Príncipe

An inizi bihan :

  • Cabras
  • Sete Pedras
  • Santana
  • Quixibá
  • Rolas
  • Gabado
  • Coco

Istor

Dizoloet e voe an enezeg gant moraerien bortugalar, João de Santarém ha Pedro Escobar, etre 1469 ha 1472.
Trevadennet e voe São Tomé adalek 1493 gant Alvaro Caminha, en doa resevet an douar-se digant roue Portugal. Príncipe a voe aloubet un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, e 1500. E-kreiz ar XVIvet kantved e oa deuet an enezeg, diwar-bouez labour ar sklaved, da vezañ ar vro ma veze gounezet ar muiañ a sukr en Afrika.

E 1876 e voe lakaet fin d’ar sklaverezh, met heñvel a-walc’h e chomas al labour evit an dud zu. En XXvet kantved e c’hoarvezas ganto meur a emsavadeg a voe mouget dre nerzh bep taol.

Goude Dispac’h ar Jenoflez e Portugal e teuas São Tomé ha Príncipe da vezañ ur stad dizalc’h d’an 12 a viz Gouere 1975.

Yezhoù




São Tomé Ha Príncipe 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AfrikaDouar-brasEnez PríncipeEnez São ToméEnezegGabonGinea ar C'hehederKamerounNigeriaPleg-mor GineaPortugalegStad

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Stadoù-Unanet AmerikaRevrfouzherezhOablBettie PageKelc'h An Dael8 KerzuVikram SamvatHerrinKronosPas-de-CalaisVortigernGeorgiaEmgann BadonSoiano del LagoLenn GardaTaiwanKesoueKroatiaImpalaeriezh santel roman germanGourskrid1813GeunAescwine EssexArthur of the Britons1940Geneviève PrigentColoradoIsaac NewtonKubaLetrinBengaluruGenetikKan broadelVladimir PoutinNepalYar (evn)IranÉmile SouvestreJavier MileiDouar (planedenn)Guidobaldo II Della RovereSaezh2022Romántica MilongueraHouarnStankell vordredan ar RenkGregor MendelThe Times of IndiaFinlandMoukMickey MouseCassiopeia (steredeg)BelarusegFetichegezh ar brennidBella HadidMarc'hEskob9 MeurzhBasketballMontroulezBangladeshKazetennerezhMickey Mouse Clubhouse🡆 More