Evn Yar

Yar zo un anv roet d'an evn a zo parez ar c'hilhog, pe ar c'hog, hag a vez savet evit he c'hig hag he vioù.

  • Er pennad Yar e vo kaoz eus sterioù all ar ger.
Yar
Evn Yar
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Galliformes
Kerentiad : Phasianidae
Genad : Gallus
Anv skiantel
Gallus gallus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
Evn YarEvn YarEvn Yar
e tenn ar pennad-mañ.

Ur poñsin a vez lâret eus an hini bihan. Ur bolez (pe evnez, pe enez) a vez graet eus ar yar yaouank, ha kabon eus ur par spazhet savet a-ratozh evit e gig.

Renket int holl er spesad Gallus gallus.

Klochal, pe sklokal a ra ar yar.

Vioù

Dozviñ he vioù a ra ar yar, ha goude o goriñ: ur yar-c'hor a vez graet anezhi neuze.

Here

Ober a ra hec'h here pa goll he fluñv.

Arouez

Ul loen aonik eo ar yar, hag implijet e vez ar ger evel kunujenn, e troioù-lavar evel Yar beliet, Yar dilostet, Kozh yar!

Yer

Meur a seurt yer zo: en un tu an evned-porzh, a zo meur a ouenn anezho, hag en tu all an evned gouez.

Evn Yar 
Yar "cou nu", noazh he gouzoug

Evned all

  • mab ar yar, a vez laret, dre fent, eus ar c'hog,
  • ur yarad a vez laret eus un nodad poñsined, pe houidi bihan kenkoulz all
  • ar yar-zour, ur yar-ouez a vev war ar stêrioù, douryar a vez graet anezhi ivez
  • ar yar-ouez
  • ar yar-Indez, un evn degaset eus an Indez, Amerika Kritol Goulm, a vez graet yar-Spagn anezhi ivez.
  • ar yar-here a veze graet eus ar yar debret en ur friko pa veze echu an here, hag eus anv ar friko en-eeun.

Loened all ha traoù all

Evit al loened all hag an traoù all anvet yar, gwelout ar pennad yar.

Troioù-lavar

  • Abaf, aonik, evel ur yar dibluet
  • Debret evel treid ar yer
  • Lostek evel ul louarn tapet gant ur yar
  • Mezhek evel ur yar dilostet
  • Poent d'ar yer mont d'o c'hlud! A vez lavaret pa vez deuet ar poent da vont da gousket.
  • Distreiñ war an tu ma skrab ar yar: kilañ
  • Hennezh a zo e spered e-lec'h m'emañ he vi gant ar yar: n'eo ket gwall fin.
  • Ober skrabadennoù yar: skrivañ fall.

Verb deveret

  • Yarañ pe yariñ, a zo kluchañ evel ur yar, met chom da yariñ a zo chom da straniñ pe da vuzhugenniñ.

Gwelet ivez

Sellit ouzh ar ger yar er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

Evn Yar VioùEvn Yar HereEvn Yar ArouezEvn Yar Troioù-lavarEvn Yar Verb deveretEvn Yar Gwelet ivezEvn YarEvnEvnezKilhogKogPoñsin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Creative CommonsMari, mamm JezuzBrezel Viêt NamGwenedBro-C'hallEmflourañTredanCentral Intelligence AgencyMatematik19571942The Painter and the ThiefArkitektouriezh c'hotekYezhoù sinaekNerzhioù armet ar Stadoù-UnanetBrezel-bed kentañPrezidant RusiaKanariezDavid CameronPlouzaneJordaniaUrzhiataerezhParizTirlu gallRouantelezh-Unanet316OsakaAtomYezhoù ouralek???GlenmorKamala HarrisFerdinand Marcos1983The PoguesChristina AguileraTír na nÓg (kelaouenn)Newark (New Jersey)FilipinezThe SilmarillionRoperzh AodigAlamagnArdamezouriezhAngkor WatAragornSant-Samzun (Roc'han)British ArmyYann-Baol IIGernika-LumoFelix González-TorresBengaluruPallennAudrey DiwanLec'hiennHugo Tirard2007PellgomzIridiom630Kren-douarA CapelaAzerbaidjanNew YorkGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001LannilizKenedCardi BEngisBukkakeCharlez an HerBrougham (Cumbria)MunisionBrezel Korea🡆 More