Eswatini, anvet ivez Umbuso weSwatini e swatieg ha Kingdom of Eswatini e saozneg, anvet Swaziland betek miz Ebrel 2018, zo ur rouantelezh hag ur Stad dizalc'h en Afrika, etre Suafrika en norzh, kornôg ha su dezhi, ha Mozambik er biz.
Unan eus bihanañ broioù Afrika eo, ha 200 km zo eus ar poent norshañ d'ar suañ, ha 130 km eus ar reterañ d'ar c'hornokañ.
Dont a ra an anv eus hini ar roue Mswati II, a rene en XIXvet kantved.
Umbuso weSwatini Kingdom of Eswatini Rouantelezh Eswatini | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn vroadel : Siyinqaba ("Ur c'hreñvlec'h omp-ni") Kan broadel : Nkulunkulu Mnikati wetibusiso temaSwati "A Zoue, pourvezer bennozhioù ar Swatied" | |||||
Melestradur | |||||
Kêr-benn | Mbabane (melestradurel) Lobamba (lezennel ha roueel) | ||||
Kêr vrasañ | Mbabane | ||||
Yezhoù ofisiel | Swatieg Saozneg | ||||
Gouarnamant | Unpenniezh hollveliek parlamantel (2 gambr) | ||||
• Roue | Mswati III (25 Ebrel 1986 → bremañ) | ||||
• Pennmaodiern | Russell Dlamini (3 du 2023 → bremañ) | ||||
Distrigoù | Hhohho Manzini Shiselweni Lubombo | ||||
Dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet | |||||
• Deroet | 6 Gwengolo 1968 | ||||
• Bonreizh | 2005 | ||||
Douaroniezh | |||||
Lechiadur | 26°30'00" S – 30°00'00" R | ||||
Gorread | 17 364 km² | ||||
Poblañs | 1 136 281 (2018) | ||||
Stankter | 65,4 annezad/km² | ||||
Moneiz | Lilangeni (SZL) Rand suafrikat (ZAR) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC+2 | ||||
Internet | .sz | ||||
Pellgomz | +268 | ||||
Lechienn Internet www.gov.sz |
En XIXvet kantved ec'h erruas annezidi Eswatini en takad-mañ eus Afrika, da heul divroadeg ar Bantoued. D'ar memes koulz ec'h erruas an drevadennerien wenn kentañ.
Goude Brezel ar Boers e teuas da vezañ un drevadenn vreizhveuriat hag ur Stad dizalc'h d'ar 6 a viz Gwengolo 1968.
Ar strolladoù politikel zo berzet gant ar Vonreizh.
Un unpenniezh hollveliek eo ar vro, daoust d'ar vonreizh nevez lakaet e pleustr e 2005.
Pevar distrig zo en Eswatini : Hhohho, Lubombo, Manzini ha Shiselweni.
Liesseurt eo ar maezioù : menezioù a-hed an harz gant Mozambik, savanennoù er reter, koadeier gleb er gwalarn. Treuzet eo ar vro gant meur a stêr. Kêr vrasañ ar vro eo ar gêr-benn Mbabane (94 874 annezad e 2010).
Tiriadoù dalc'het
Ceuta • Inizi Kanariez • Madeira • Melilla • Mayotte • Reünion • Saint Helena • Inizi Tchagos
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoùThis article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Eswatini, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.