Penn-Ar-Bed: Departamant gall e Breizh

Penn-ar-Bed (distaget: ), Finistère e galleg hag ent-ofisiel (distaget: ), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall.

Penn-ar-Bed
Penn-ar-Bed
Anv gallek (ofisiel) Finistère
Bro Breizh Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Kemper
Isprefetioù Brest
Kastellin
Montroulez
Prezidant ar c'huzul-departamant Nathalie Sarrabezolles (PS)
Prefed Pascal Lelarge
Kod EBSSA 29
Kod ISO 3166-2 FR-29
Kod Eurostat NUTS-3 FR522
Poblañsouriezh
Poblañs 917 179 ann. (2020)
Stankter 136 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 15′ Norzh
4° 00′ Kornôg
/ 48.25, -4
Gorread 6 733 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 4
Pastelloù-bro 8
Kantonioù 27
Etrekumuniezhioù 21
Kumunioù 279

E kornaoueg ar vro emañ, Kemper eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 29 an niverenn roet dezhañ.

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.

Bremañ

  • 51 gumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. Ofis Publik ar Brezhoneg
  • Ar skritelladur a zo ul lodenn diouti e brezhoneg e Penn-ar-Bed, dreist-holl skritelloù ar c'humunioù.
  • E 1999 e oa bet graet un enklask gant an INSEE hag e oa bet kavet e oa tro 132 000 brezhoneger e departamant Penn-ar-Bed. Er bloavezh 2005 e oa 4 333 skoliad en hentennoù Diwan ha divyezhek.

Istor

Krouet eo bet e 1790 diwar rannadenn proviñs Breizh etre pemp departamant. Ar prefeti a zo bet staliet e Kemper, hag ar prefeti mor e Brest. Anvet eo bet diwar un anv kozh roet er Grennamzer da Veg Lokmazhe (e kumun Plougonvelen) bet kredet bezañ ar c'hornôkañ lec'h e kevandir Eurazia, houmañ lakaet da lodenn bennañ ar bed. Hiziv an deiz emañ perzh eus Rannvro Breizh.

Evit sevel departamant Penn-ar-Bed ez eus bet kemeret ul lodenn vras eus Kerne, er su, kontelezh hag eskopti kozh Bro-Leon penn-da-benn, er biz ul lodenn eus Bro-Dreger, hag ul lodennig eus Bro-Wened er gevred, e-tro an Arzhanaou.

Istor melestradurel

  • 27 a viz Genver 1790 - Diviz kannaded Breizh war harzoù departamant Penn-ar-Bed (rannadur Bro-Dreger koulz hag hini senesaliezh Karaez ha kanton an Arzhanaou distaget diouzh Bro-Wened);
  • 20 a viz Eost 1790 - Kemper lakaet da bennlec'h Penn-ar-Bed gant ar Vodadeg Vroadel Bonreizhañ a-enep tuidi Landerne;
  • 17 a viz Gouere 1793 - Goude m'eo bet kaset d'al lezvarn melestrerien Penn-ar-Bed emañ staliet ar C'hengor melestradurel e Landerne, met chom a ra an darn vuiañ eus ar paperennoù e Kemper adanvet "Montagne-sur-Odet";
  • 22 Mae|22 a viz Mae 1794 - 26 melestrer Penn-ar-Bed dibennet e Brest evit bezañ bet kevrededourien;
  • 5 a viz Du 1794 - Kemper adlakaet da bennlec'h gant ar Goñvañsion Vroadel;
  • 17 a viz C'hwevrer 1800 (28 Pluviôse, An VIII) - Lezenn war ar rannadur melestradurel e Bro-Chall : ur prefed lakaet e penn melestradurioù an departamantoù ha krouidigezh an arondisamantoù gant un isprefed war ar bazenn uhelañ - Roll an arondisamantoù : Kemper, Brest, Kastellin, Montroulez, Kemperle.
  • 1857 - Staget eo Lokunole ouzh Penn-ar-Bed;
  • 1926 - Lamet eo Kemperle diouzh roll an arondisamantoù;
  • 1973 - Brest hag ar c'humunioù war he zro bodet er Kumuniezh kêrioù Brest;
  • 6 a viz C'hwevrer 1999 - Kentañ lezenn war bodañ ar c'humunioù e kumuniezhioù kumunioù - War ar prantad 2000-2003 e padas an divizoù a-raok ma vo goloet an departamant a-bezh. N'eus nemet teir c'humun chomet er-maez eus ur gumuniezh neuze:Enez-Sun, Lokorn hag Enez-Eusa.
Penn-Ar-Bed: Brezhoneg, Istor, Istor melestradurel 
Ar prefeti e Kemper


Ragistor

E Ploeneg eo bet kavet roudoù koshañ un tan oaled e Europa (deiziataet 400 000 bloaz).

Istor

Skoed

E ardamezioù a zispak ul leon (ardamez Bro-Leon) tal-ouzh-tal gant ur maout (ardamez Kernev) gant pemp erminig a-us (evit 5 departamant Breizh).

Douaroniezh

  • Kêrioù pennañ (en tu-hont da 10 000 annezad enno)
Kêrioù pennañ an departamant
Kumun Poblañs (2020

)

Arondisamant
Brest 139 456 Arondisamant Brest
Kemper 63 473 Arondisamant Kemper
Konk-Kerne 20 209 Arondisamant Kemper
Montroulez 14 709 Arondisamant Montroulez
Landerne 16 025 Arondisamant Brest
Douarnenez 13 956 Arondisamant Kemper
Gwipavaz 15 196 Arondisamant Brest
Plougastell-Daoulaz 13 277 Arondisamant Brest
Kemperle 12 077 Arondisamant Kemper
Plouzane 13 558 Arondisamant Brest
Ar Releg-Kerhuon 11 710 Arondisamant Brest

Gwelet ivez

Liammoù diavaez


Penn-Ar-Bed: Brezhoneg, Istor, Istor melestradurel 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Dave ha notennoù

Tags:

Penn-Ar-Bed BrezhonegPenn-Ar-Bed IstorPenn-Ar-Bed Istor melestradurelPenn-Ar-Bed RagistorPenn-Ar-Bed IstorPenn-Ar-Bed SkoedPenn-Ar-Bed DouaroniezhPenn-Ar-Bed Gwelet ivezPenn-Ar-Bed Liammoù diavaezPenn-Ar-Bed Dave ha notennoùPenn-Ar-BedBreizhDepartamant gallDispac'h gallKemperLizherenneg fonetik etrebroadel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1676GlasMarc'hISO 8601Kergrist-MoeloùFrañsez JaffrennouKerbêrKerveskontYezekael, roue DomnoneaOblast TyoumenRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù2020Carl Friedrich GaussRannvro BreizhTwitterSkol-veur AberystwythEostBengaluruApex LegendsKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020Reter SussexPerroz-GiregProviñs PordenoneHong KongBangladeshKempervenArabia SaoudatKarr-tan1833Paul AvrilIsraelKerneFrazenn gevrennek liesrannVincent van GoghJapanPantaleoneDaouzek labour AsteriksGwengoloMac'hagnerezh reizhel benelKelornGoogle ChromeGenadSledda EssexWorld Wide WebNovritschJohannes VermeerC'hoari ar misionerWikipediaWikeriadurMetig Jakez-VargasNikki FritzDivaskell BreizhDouar ha FrankizMediaWikiBill ClintonKongoBloavezhioù 2020Hans BaurFelix BaumgartnerAdolf HitlerWapitiSkejBrennidennUnaniezh Europa🡆 More