Amprevan

An amprevaned zo loened divellkeinek eus skourrad an Artropoded, azonet gant ur c'horf rannet e tri fezh : ur penn div dastornell outañ, ur brusk c'hwec'h pav outañ, hag ur c'hof — ar c'hevnid n'int ket amprevaned eta.

  • Evit ar ger kunujenniñ sellout ouzh kunujenn.
Amprevaned
Amprevan
Eristalinus taeniops
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
D'ar vevoniezh
AmprevanAmprevanAmprevan
e tenn ar pennad-mañ.

En Devonian, war-dro 410 milion a vloavezhioù zo, e voe al loened c'hwec'hpavek kentañ ; er Glaouvezh (–360 m. a v.) e voe an amprevaned gwirion kentañ, en urzhadoù Hemiptera, Odonata, Orthoptera.

War-dro 5,5 milion a spesadoù amprevaned zo, da lavaret eo 70% eus ar spesadoù loened a zo war an Douar.
Ur milion hepken eus ar spesadoù amprevaned zo bet deskrivet gant ar skiantourien, pa 'z eus bet deskrivet 19 000 spesad pesked, 9 000 evn, 6 000 stlejvil, 4 500 bronneg ha 2 800 divelfenneg.

Korfadurezh

Rannet eo korf an amprevaned e teir lodenn goloet gant kitin : ar penn, ar brusk (pe toraks) hag ar c'hof (pe abdomen).

  • Takad ar skiantoù eo ar penn gant al lagadoù, an tastornelloù...
  • Takad an dilec'hiañ eo ar brusk gant ar pavioù hag an eskell.
  • Takad ar gouennañ eo ar c'hof.

Tri re bavioù zo gant an amprevaned. En doare-se ez eus tu da verzout n'eo ket ar c'hevnid amprevaned met araknided.

Amprevan 
Brastres ur c'holeopter
A : penn - B : brusk - C : kof

1 : tastornell - 2 : pezhioù ar genoù - 3 : muzell grec'h - 4 : pafalenn - 5 : clypeus - 6 : frons - 7 : vertex - 8 : scutum - 9 : scutellum - 10 : adeskell - 11 : terjit - 12 : toull-analat - 13,14,15 : pavioù

Reoliadur emvagañ

Liesseurt eo reoliadur-emvagañ an amprevaned :

  • Geotdebrerien : etre 40% ha 50% eus an amprevaned. En em vagañ a reont, diouzh ar spesadoù anezho, diwar lodennoù disheñvel ar plant (delioù, koad, greun, frouezh, pollen...).
  • Kigdebrerien : preizhataerien (amprevaned all, koftroadeged...) pe arvevaded (war amprevaned all pe dre sunañ gwad mellkeineged).
  • Hollzebrerien
  • Saprofajed

...

Istor an amprevaned

An amprevaned karrekaet koshañ adkavet a vefe eus marevezh an Devonian, da lâret eo war-dro 350 milion a vloavezhioù zo. Diaskell e oant.

Evit pezh a sell eus an amprevaned askellek koshañ adkavet e vefent bet karrekaet etre -325 ha -300 milion a vloavezhioù zo. Tennañ a raent d'an nadozioù-aer a-vremañ, gant un hed-eskell etre 40 ha 60 cm.

Amprevanoniezh

Studiet e vez an amprevaned gant an amprevanoniourien, hag an amprevanoniezh eo anv o skiant.

Debrerien-amprevaned

Debret e vez an amprevaned gant meur a loen, en o zouez un urzhad bronneged a vez graet an amprevanetaerien anezho, evel

Estreget bronneged a zebr amprevaned avat: bez ez eus ivez

Rummatadur

Apterygota

  • Monura, aet da get

Monocondylia

  • Archaeognatha (=Microcoryphia)

Dicondylia

    Pterygota
      Paleoptera
      • Ephemeroptera
      • Palaeodictyoptera, aet da get
      • Megasecoptera, aet da get
      • Archodonata, aet da get
      • Diaphanopterodea , aet da get
      • Protodonata (=Meganisoptera ), aet da get
      • Protanisoptera , aet da get
      • Triadophlebioptera , aet da get
      • Protozygoptera (=Archizygoptera ), aet da get
      • Odonata (nadoz-aer)
      Neoptera
        Polyneoptera
        • Caloneurodea , aet da get
        • Titanoptera , aet da get
        • Protorthoptera , aet da get
        • Plecoptera
        • Embiidina (=Embioptera)
        • Zoraptera
        • Dermaptera
        • Orthoptera
        • Phasmatodea
        • Notoptera
        • Blattaria
          • Isoptera
        • Mantodea
        Paraneoptera
        • Psocoptera
          • Mallophaga
          • Anoplura
        • Thysanoptera
        • Hemiptera
        Endopterygota (= Holometabola)
        • Glosselytrodea , aet da get
        • Miomoptera , aet da get
        • Hymenoptera
        • Coleoptera
        • Strepsiptera
        Neuropterida
        • Raphidioptera
        • Megaloptera
        • Neuroptera
        Antliophora/Mecopteroidea
        • Mecoptera
        • Diptera
        • Protodiptera , aet da get
        Amphiesmenoptera

Skinwel

  • Insektors, Fantôme, 1994

Levrlennadur

  • (br) G. B. Kerverziou : Levr an amprevaned, skeudennoù gant Yann Berthou, Skridoù Breizh, Brest.
  • (en) Nigel E. Stork : How Many Species of Insect and Other Arthropods Are There on Earth?Annual Review of Entomology
  • (en) Bernhard Misof et al. : Phylogenomics resolves the timing and pattern of insect evolutionScience

Limmoù diavaez


Amprevan 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Sellit ouzh ar ger amprevan er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

Amprevan KorfadurezhAmprevan Reoliadur emvagañAmprevan Istor an amprevanedAmprevan oniezhAmprevan Debrerien-amprevanedAmprevan RummatadurAmprevan SkinwelAmprevan LevrlennadurAmprevan Limmoù diavaezAmprevanArthropodaDivellkeinegKevnidLoened

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

M109 howitzerRusiaAnne Breizh-VeurNJohannes Vermeer16 a viz KerzuHohenzollern (1901-1914)Johann Nepomuk GeigerJorjiaIstorLec'hiennOrator Sant C'hiregSaratovDagestanAndhun SussexUsenetMeurzh (deiz)Paul Avril800TaoiseachPin-upGoogle ChromeThe Jungle Book (film, 1967)GoogleAvankKib vell-droad ar bed 2006Rouantelezh Bro-SaozEmsavPantaleonePedro SánchezMelStad emveliekA PortuguesaOfiserien-Veur Dugelezh BreizhMediaWiki846Ouzbekistan1989WikiAmber HeardAtarrabiaApex LegendsPlaza de soberanía1635Mor BreizhSaskatchewanAnime1977JapanRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùEuropa (kevandir)Felix Baumgartner1944Dour-beuzTeknologiezhBruderezhHolloueziadurFrazenn gevrennek liesrannBrezhonegCascading Style SheetsDeiziadur gregorianHenri MatisseGwrezverkBill Clinton1897Napoleon IañSiriegTiTom🡆 More