My Hero Academia (僕のヒーローアカデミア, Boku no Hīrō Academia) a zo ur manga shōnen hag un dresadenn-vev japanat skrivet ha treset gant Kōhei Horikoshi.
Adembannet ha rak embannet eo abaoe 7 a viz Gouere 2014 gant ar gazetenn Weekly Shōnen Jump embannet gant Shūeisha. 16 levrenn a zo deuet e-maez e miz Du 2017. E galleg eo bet embannet gant Ki-oon abaoe miz Ebrel 2016 troet gant David Le Quéré. Tresadennoù-bev a zo bet graet gant ar studio Bones ha skignet eo bet etre miz Ebrel ha miz Even 2016 war MBS en bro-Japan. Un eil koulzad a zo bet skignet etre miz Ebrel ha miz Gwengolo 2017. An trede hini a zo skignet abaoe Ebrel 2018, hag ur film a zo raksoñjet evit miz Eost 2018.Treset ha skrivet eo ar manga My Hero Academia gant Kōhei Horikoshi. An istor-se a zo bet awennet gant un istor berr skrivet seizh bloaz a-gent gant ar memes skrivagner. An hini kentañ a zo embannet abaoe ar 4 a viz Du 2014. An heuliad a zo bet anvet en 8vet priz Manga Taishō en 2015. Gounit a ra ar Sugoi Japan Awards 2017 e-barzh ar rummad manga. Ar 7vet manga gwerzhet ar muiañ en bro Japan en 2016 gant 5 114 916 a levrenn gwerzhet.
My Hero Academia | |
---|---|
僕のヒーローアカデミア Boku no Hīrō Academia | |
Rummad | Shonen manga |
Doare | Oberiant Moliac'h Skiant-faltazi |
Manga My Hero Academia | |
Senario | Kōhei Horikoshi |
Treser | Kōhei Horikoshi |
Embanner | Shūeisha Ki-oon |
Rakembann | Weekly Shōnen Jump |
Embann | 7 a viz Gouhere 2014 - Bremañ |
Levrennoù | 16 |
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn I | |
Filmaozer | Kenji Nagasaki |
Produerien | Bones |
Senario | Yōsuke Kuroda |
Skinwel | Mainichi Broadcasting System |
Skignañ | 3 a viz Ebrel 2016 - 26 a viz Even 2016 |
Lodennoù | 13 |
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn II | |
Filmaozer | Kenji Nagasaki |
Produerien | Bones |
Senario | Yōsuke Kuroda |
Skinwel | Mainichi Broadcasting System |
Skignañ | 25 a viz Meurzh 2017 - 30 a viz Gwengolo 2017 |
Lodennoù | 25 |
Tresadenn-bev My Hero Academia Lodenn III | |
Filmaozer | Kenji Nagasaki |
Produerien | Bones |
Senario | Yōsuke Kuroda |
Skinwel | Mainichi Broadcasting System |
Skignañ | 7 a viz Ebrel 2018 - Bremañ |
Lodennoù | 25 |
En ur bed e lec'h ma zo 80 % eus ar boblañs bedel gant dreistgalloudoù, anvet "Alters" (個性, Kosei). Gant un dreistgalloud evel-se, forzh peseurt den a c'hell dont da vezañ un haroz pe, ma kav gwelloc'h, un torfedour. Heuliañ a ra ar manga avanturioù Izuku Midoriya, unan eus an dud ral hep dreistgalloud (alterioù), huñvreañ a ra koulskoude bezañ gant harozioù Lise-bras Yuei (雄英高校, Yūei Kōkō}/) hag dont da vezañ ur wech unan eus an harozioù brasañ eus e goulz, evel e haroz, All Might !
Ur film a zo bet kemennet e miz Kerzu 2017. Dont a raio e-maez an 3 a viz Eost 2018. Anvet eo My Hero Academia: The Movie - The Two Heroes.
Ur c'hoari video anvet My Hero Academia: Battle for All a zo bet krouet gant Bandai Namco Studios hag embannet gant Bandai Namco Entertainment. Deuet eo e-maez war an Nintendo 3DS d'an 19 a viz Mae 2016 e bro Japan.
Abaoe an 18 a viz Ebrel 2017 en Japan, ez eo bet krouet ur c'hoari video war ar pellgomzer-hezoug anvet My Hero Academia: Smash Tap.
Dont a raio e-maez, en 2018, unan all anvet My Hero Academia: One's Justice war PlayStation 4, Nintendo Switch, Xbox One ha Steam, war urzhiataer.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article My Hero Academia, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.