Kleñved ar c'hurunviruz 2019, berraet e COVID-19 (COronaVIrus Disease 2019 e saozneg), a zo ur c'hleñved poreüs c'hoarvezet gant ur viruz anvet SARS-CoV-2.
Kiriek eo da kleñved-red Wuhan e Sina ha da bedreuziad kurunviruz 2019-2020 war e lerc'h.
Anv ofisiel | coronavirus disease |
---|---|
Den heverk | Zhang Jixian, Zhong Nanshan |
Darvoud-alc'hwez | Kleñved-red Wuhan |
Abeg pennañ | SARS-CoV-2 |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | Kerzu 2019 |
Location of discovery | Wuhan |
Dibarder mezegel | infectious diseases, pulmonology, virology, epidemiology, emergency medicine |
Medical examination | reverse transcription polymerase chain reaction, ELISEA, tomografiez jedet, polymerase chain reaction, COVID-19 rapid antigen test |
Hashtag | COVID19 |
Has natural reservoir | mink |
Dezverket dre | contagiousness, COVID-19 mortality |
Istor | timeline of the COVID-19 pandemic |
Subject has role | acute respiratory distress syndrome |
Manifestation of | disease X |
Handled, mitigated, or managed by | treatment of COVID-19 |
ID en Thesaurus NCI | C171133 |
Wiki ne ro ket alioù mezegel pe yec'hedel | |
Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran evit a sell bedreuziad COVID-19 e 2019-2020. | |
Diwar-benn ur c'hleñved eo ar pennad-mañ. Gwelit Bedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19, SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz. |
Gounervezh COVID-19 a vije war-dro 5 deiz, etre 3 ha 7 deiz peurliesañ. Da ouzhpenn 1% eus an dud e ya hiroc'h eget 14 deiz, hag e padfe betek 24 deiz ezreol. An ABY a ouie dija a-raok ar bedreuziad e 2020 e oad tredizhus a-raok vije an anzonoù gweladus, evel ar grip, bet studiet kurunviruzoù all gantañ.
E kreiz miz Kerzu 2019 eo deuet an treuzkas etredenel hervez The New England Journal of Medicine.
Ur metrad zo a-walc'h, evit-doare, d'en em wareziñ ouzh ar viruz, ha daou vetrad zo suroc'h. Ar maskloù gwareziñ a zo efedus pa lakaer an diarbennoù yec’hedoniel all da bleustriñ ivez (gwalc’hiñ an daouarn, h.a.).
Azonoù kuñv pe azon ebet a vez gant ar vugale gontammet peurliesañ, tredizhus int avat. Dindan 0,5% emañ riskl marv an dud dindan 50 vloaz, 8% eo d'ar re a-us 70 bloaz. Ur riskl dibarek poread grevus zo gant ar merc'hed dougerez.
Meur a vaksin efedus zo a-enep ar C’hovid-19. Lod anezho a ra gant trenkenn ribonukleek kannad, lod all gant virused diaktivet, pe c’hoazh proteinoù adkevredek.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article COVID-19, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.