Seizh marzh ar bed e oa ar monumantoù heverkañ a veze gwelet en Henamzer.
Abred-kenañ e oa savet rolloù eus ar marzhoù a veze implijet gant ar veajerien. Lakaet int bet war gont Herodotos, Diodoros Sikilia, Antipater Sidon, Strabon ha Filon Bizantion.
An istorour Herodotos (484 kent J.-K., 425), al lenneg Kallimakos Kirene (305 kent J.-K., 240) e mirdi Aleksandria, o dije savet rolloù eus ar "Seizh Marzh" abred-kenañ met kollet eo o skridoù ha ne chom ken menegoù anezhe.
Al levrig anvet War sujed Seizh Marzh ar Bed (Περὶ τῶν Ἑπτὰ Θεαμάτων) lakaet war gont Filon Bizantion, a veve e diwezh an IIIde kantved kent J.-K, a oa skrivet er Vvet pe er VIvet goude J.-K. kantved moarvat, daoust ma skriv an aozer evel ma vije Keurzelwenn Rodos en he sav c'hoazh. Adembannet eo bet en embannadur Aelian gant R. Hercher (Teubner, 1858).
Stumm koshañ ar roll zo en hon c'herz a oa kendastumet gant Antipater Sidon, a zeskrivas anezhe en ur varzhoneg war-dro 140 kent J.-K. :
Savadur | deiziad | Lec'h | Saver | Deiziad distruj | Abeg | Pal ar savadur |
---|---|---|---|---|---|---|
Piramidenn C'houfou | -2550 | Gizah | Egiptiz | Ar marzh nemetañ zo chomet en e sav hiziv | Savet e oa evit beziañ ar faraon C'houfou | |
Liorzhoù a-istribilh Babilon | -600 | Babilon | Babiloniz | Goude ar Iañ kantved kent J.-K. | Diasur | Savet e oant evit mouez Nabukodonosor |
Delwenn aour-hag-olifant Zeus olimpat | -435 | Olimpia | Gresianed | VIvet kantved | Tangwall | Savet e oa en enor da Zeus evel ar c'hoarioù olimpek |
Templ Artemis | -550 | Efezos | Lidiz, Gresianed, Persed | -370 | Tangwall | Savet en enor d'an doueez Artemis |
Mozoleon Halikarnassos | -351 | Halikarnassos | Kariaiz, Persed, Gresianed | 1494 | Kren-douar | Savet e oa da veziañ Satrap Caria, Mausolus |
Keurzelwenn Rodos | etre -292 ha -280 | Rodos | Gres hellenadek | -224 | Kren-douar | Savet e oa e koun trec'h Rodosiz war Demetrios Iañ Poliorketes (-304). |
Tour-tan Aleksandria | IIIde kantved kent J.-K. | Aleksandria | Egipt hellenadek | 1303-1480 | Kren-douar | Diskouez a rae hent porzh Aleksandria a-raok e zistruj en XIIvet kantved |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Seizh Marzh an Henved, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.