Ñ

Ul lizherenn latin ispisial eo Ñ, ñ, deuet diwar al lizherenn n.

Ñ
An douchenn Ñ en un douchennaoueg spagnol.

E spagnoleg

Brudet eo an ñ (la eñe) spagnolek dreist-holl abalamour ma vez implijet da skrivañ ar son (LFE) [ɲ], da lâret eo ar son skrivet gn hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar daou n, unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin latin seurt gerioù e spagnoleg, da skouer annum > año.

Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket, e 1991, mirout a enporzhiañ urzhiataerezioù e Spagn keit ha ma ne vije ket lakaet al lizherenn-se war o zouchennaouegoù.

Pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt da zifenn an ñ (la eñe), evel ar skrivagnerien María Elena Walsh/ ha Gabriel García Márquez (Priz Nobel al Lennegezh).

Yezhoù all

Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a yezh komzet e Spagn, pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet gant Spagn, da skouer :

E yezhoù all c'hoazh e vez kavet :

E yezhoù romanek all e vez implijet lizherennoù all evit ober diouzh ar son-se, da skouer

E brezhoneg

Implijet e vez al lizherenn-mañ e brezhoneg ivez evit merkañ friadur ar vogalenn a-raok, hep na zeufe kensonenn n ebet war he lerc'h, da skouer: -mañ (LFE: [mã]). Kavet e vez war-lerc'h a, e, i, o, u, eu, da skouer er gerioù klañv, kreñv, fiñv, moñs, kuñv, steuñv.

Istor

Lavaret e vez a-wechoù e vez kavet e Geriadur ar Gonideg, embannet e 1821. Gwir eo, met

  • ne servije nemet da skrivañ an n glebiet, evel e spagnoleg, e gerioù skrivet "kriñ" ("krign" hiriv) :.
  • ne servije ket da skrivañ "amañ", rak ur varrennig ne oa ken a-us d'an n: Gonideg a skrive aman̄ (gant un "n̄", pe "n makronet" mar karer);
  • ne servije ket evit dibenn an anv-verb, evel bremañ, dre ma oa diazezet skritur ar Gonideg war yezh Leon, hag a zistag "a" evit "añ" er ger "kanañ".

Fañch an Uhel avat, a skrive "cana" pe "canan" (pa veze "kana" gant ar Gonideg).

KLT

E KLT, adal 1908, e servijo da skrivañ :

Ne oa ket gwall implijet a-hend-all.

E-barzh embannadur La langue bretonne en 40 leçons e lenner:

  • Le signe , après une voyelle, surtout à la fin des mots, indique que cette voyelle est nasale.Ex. : aman̄ ici... (p. 2)
  • krén̄v, din̄s, bleun̄v, plun̄v (p. 3).

Er bajenn 86 e skriver an anvioù-verb beza, beva, kreski, debri .... Ne gaver ket meneg eus ar ger tilde, hag ar makron eo a zo implijet, marteze peogwir e vanke an dildenn er stal.

Abaoe 1944

E KLTG, goude 1941 eta, ne voe ket implijet stank da gentañ.

E 1944, er C'hoariva brezhonek, eo an n makronet ("n̄") a gaver (p. 131: sentin̄, klan̄v), pe "n" hepken (Fransez, p. 131). E 1947 e voe implijet a-hed 500 pajennad Yezhadur Bras ar Brezhoneg gant Frañsez Kervella. Koulskoude, el lizherennoù bras, n'eo ket Ñ a gaver, met N, dre abegoù teknikel moarvat.

E falhuneg ne vez ket implijet e dibenn an anv-verb (eva, kana), met evel e KLT en adverboù amañ ha bremañ', e dañsal, eñ, neñv, klañv, evel e-barzh Komzom, lennom ha skrivomp brezoneg. Koulskoude, dre ma n'eo ket ofisiel ar brezhoneg, e chome dister an implij anezhañ en anvioù-lec'hioù betek ar panelloù-lec'h kentañ er bloavezhioù 1980. E 2017 e savas reuz Afer Fañch Bernard.

Tud

  • Dre m'eo gallek marilh ar boblañs ha ma'z eo berzet an arouezioù na gaver ket e galleg (lezenn ar bloaz II, kelc'hlizher Taubira), ne vez ket skrivet ñ en anvioù-tiegezh brezhonek, nemet en embann brezhonek: an Henañ, ar Skañv.
  • Ral eo an anvioù-badez : Alfoñs, Armañs, Frañsez, Frañseza (hag an adstumm Fañch, gwelout ar pennad Fañch Tildenn), Gwioñvarc'h, Klemañs, Laorañs.

Lec'hanvioù

Kavet e vez ñ en un nebeud anvioù kumunioù:

E galleg

Ñ 
Logo gallek da ziskouez e reer gant an doare-skrvivañ nevez (hini 1990), hep ñ eta.

E galleg a hiriv, n'eus ñ ebet en un doare ofisiel. Er fedoù eo un tammig disheñvel.

  • E galleg kozh e servije an dildenn da verraat al lizherennoù m pe n

Implijet eo bet an arouez e galleg.

  • Hiriv en kaver e gerioù zo, amprestet digant ar spagnoleg, evel cañon, señor, doña, piraña. E danevell-skrid 1990 diwar-benn ar reizhadennoù e doare-skrivañ ar galleg ez erbeder da chom hep ober gant an ñ.

Brezel ouzh an "ñ"

Savet eo ar stad c'hall a-enep d'an arouezioù ha ne gaver ket e galleg, ha difennet ober, abalamour da se, gant an anv Fañch war marilh an ti-kêr.

Notennoù

Pennadoù kar


Ñ  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Tags:

Ñ E spagnolegÑ Yezhoù allÑ E gallegÑ NotennoùÑ Pennadoù karÑLizherenneg latinN

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bro-SkosArkeologiezhCoop Himmelb(l)auMoskovSaoznegIranEostMoukBloque Nacionalista GalegoBloazKronikennoù Plac'h nevez BreizhPornografiezhMell-droadBukkakeSistrDegemerTCP/IPCascading Style SheetsSinemaKroatiaJakez II (Bro-Saoz)Novorossiya (kevredad)KanuhelLea MartiniMaria-Amélia de BragançaGroeAaron PhypersPloubêrImpalaeriezh roman ar ReterAostraliaBengaluruBluesNikki FritzBruchedEmgann1924Me zo ganet e-kreiz ar morKarl CarstensGewehr 98Hamilton (Bermuda)Breizh-VeurCharles DickensNaturBotez-koadPiemonteGabon3 MezhevenKleopatraMarie-Antoinette Aostria1831UslimestraAlamagn29 Gouere1995BrazilItriomEl NiñoKensonenn kevig dre stlakatZeusBrevAmerindianedKrubuilh dispakDispac'h ar JenoflEil brezel ar Voeren2019HungariaBarrennig-stagañ🡆 More