Ur vro e Suamerika eo Paraguay, hag etre Arc'hantina, Brazil ha Bolivia emañ.
República del Paraguay, distaget (LFE) [reˈpuβlika ðel paɾaˈɣwai] eo an anv spagnolek ofisiel ; Tetã Paraguái eo e gwaranieg.
'''República del Paraguay Tetã Paraguái''' | |||||
| |||||
Ger-stur : Paz y justicia | |||||
Kan broadel: Paraguayos, República o muerte | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) | Asunción | ||||
Yezh(où) ofisiel | Spagnoleg, Gwaranieg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik | ||||
- Prezidant | Horacio Cartés | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 406 750 km² (59) | ||||
- Dour (%) | 2.3 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2006 | 3,323,906 () | ||||
- niveradeg 2005 | 6 347 884 | ||||
- Stankter | 14/km² | ||||
Moneiz | guarani (PYG ) | ||||
Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
Kod kenrouedad | .py | ||||
Kod pellgomz | +595 |
406 750 km² eo ar gorread anezhi. 6 347 884 annezad e oa e 2005. Asunción eo ar gêr-benn.
Dilennet eo bet Fernando Lugo da brezidant ar republik e 2008, gant 41% eus ar mouezhioù. Ar partido colorado (tu-dehoù) en doa bet ar galloud e-pad 61 bloaz. E 2013 eo bet dilennet Horacio Cartés eus ar partido colorado.
Rannet eo Paraguay e 17 departamant, gant ur statud dibar d'ar gêr-benn.
Ar Cerro San Rafael eo beg uhelañ ar vro, gant 850 metr uhelder.
An hin a ya eus istrovanel da gerreizh.
Daou yezh ofisiel zo hervez ar vonreizh: ar gwaranieg hag ar c'hastilhaneg. Paraguay zo unan eus ar broioù ral ma vez anavezet ur yezh indian abaoe pell.
94 % eus ar boblañs a gomz guarani. 39,2% zo unyezhek guarani, 48,9% zo divyezhek guarani-kastilhaneg ha 2,7% a gomz ur yezh indian all gant ar guarani evel eil yezh a-wechoù.
Bez' zo 21 yezh vev en holl : an aché, an alamaneg standard (tud enbroet), an ayoreo, boliveg ar reter, ar chamacoco, ar chiripá, ar chorote iyo'wujwa, ar c'hastilhaneg, ar guana, ar guaraní, ar guaraní mbyá, guaraní Paraguay, al lengua, ar maca, ar maskoy pidgin, ar nivaclé, ar pai tavytera, ar plautdietsch (alamaneg ar vennonited), ar portugaleg, ar sanapaná, an tapieté, an toba hag an toba-maskoy. Hag ur yezh varv, an emok.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Paraguay, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.