Sinoù Diakritek

Sin diakritek

Sinoù diakritek

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Ur sin diakritek (diwar ar gresianeg: διακριτικός “diforc'hañ”) a zo anezhañ n'eus forzh peseurt merk implijet dre skrid evit diforc'h ur ger diouzh unan all heñvel outañ pe c'hoazh evit kemmañ an doare da zistagañ ul lizherenn resis.

Implijoù

Implijet e vez sinoù diakritek e meur a lizherenneg, en o zouez an hini latin pe an hini girillek hag ivez gant doareoù-skrivañ nann-lizherenneg (gwelet pelloc'h) evit diforc'hañ sonioù dre implijout an hevelep lizherenn diazez, pe gensonenn pe vogalenn e vefe, pe evit diforc'hañ gerioù peuzheñvel dre skrifd pe c'hoazh evit merkañ lec'h an taol-mouezh dreist-holl.

Diforc'hañ gerioù:

    pór (“lakaat”) kv. por (“evit”
    (“reiñ a ra; ro”) kv. da (“eus ar”; de + a)
    ça (“an dra-se”) kv. çà (“amañ”)
    a (“he/en deus”) kv. à (“da”)
    ή (“pe”) kv. η (“ger mell strizh, benel unander nominativel”)

Diforc'hañ sonioù

    a ([a]) > ä ([ε])
    u ([u]) > ü ([y])
    s ([s]) > ŝ ([ʃ])
    e ([ə]) > é ([e])
    e ([ə]) > è ([ε])
    n ([n]) > ñ ([ɲ])
    s ([s]) > ş ([ʃ])

Taol-mouezh

Talvezout a ra ivez ar sinoù diakritek, peurlisañ an tired lemm pa/hag an tired boud, da bverkañ lec'h an taol-mouezh, da skouer:

    català (“katalaneg”)
    independència (“dishualded”)
    αγαπώ (“karout”)
    κάνω (“ober”)
    câmbio (“kemm”)
    história (“istor”)

Implijoù all

Peurliesañ e talvez ar sinoù diakritek evit kemmañ son boutin ul lizherenn resis, evit diforc'hañ gerioù heñvel an eil ouzh egile pe c'hoazh evit merkañ lec'h an taol-mouezh. Implijoù all ez eus ivez, avat, raloc'h evit ar re se, evel, da skouer, evit merkañ diverradurioù evel an titlo pe c'hoazh evit merkañ niveroù evel er skritur etiopek pe el lizherenneg c'hresianek.

Lec'h ar sinoù diakritek

Kemmañ kalz a c'hell lec'h ur sin diakritek, pe a-us pe a-is d'ul lizherenn, pe vogalenn pe kensonenn, pe diouzh un tu dezhi pe c'hoazh a-dreuz dezhi. Meur a sin diakritek a c'hell kaout ul lizherenn ivez, da skouer:

  • A-us
    ä
    č
  • A-is
    ķ
    ę
  • A-dehoù
    ơ
    ľ
  • A-gleiz
    Ώ (gresianeg pennlizherennoù pe evit merkañ niveroù)
  • A-dreuz
  • Ouzhpenn ur sin diakritek:

Yezhoù skouer

  • Galleg: tired lemm (accent aigu'), tired boud (accent grave), lostig (cédille), daouboent (tréma).
  • Hawaieg: makron (kahakō) evit vogalenoù hir hag ar skrap (okina: ʻ)
  • Iwerzhoneg: tired lemm (síneadh fada) evit merkañ vogalennoù hir.
  • Vietnameg: tired kognek (dấu sắc), tired boud (dấu huyền), tildenn (dấu ngã), pik dindan (dấu nặng) ha krogig (dấu hỏi) skrivet gant ar vogalennoù ken evit kemmañ o son hag evit merkañ an tonennoù.

Sinoù diakritek ar brezhoneg

E peurunvan e vez implijet an tired boud war an , dresit-holl evit al lostger a verk al liester reizh -où, evit merkañ an diverradur, da skouer

    genoù.

Un implij heñvel a gaver ivez gant an tired kognek, da skouer

    kornaoueg > kornôg
    lavaret > lâret

Implijet e vez ivez an dildenn war an n > ñ evit merkañ pa vez distaget ur vogalenn dre ar fri hep ma teufe kensonenn dre fri ebet war he lerc'h, da skouer:

Hervez reolennoù reizhskrivadur ar skolveurieg e vez implijet ivez an tired lemm hag an tired boud evit ober an diforc'h dre skrid etre [e] hag [ε], da skouer:

    hadéréz (benel hader) kv. hadèrèz (peurunvan: "haderezh")

Implijoù nann-diakritek

Ul lizherenn ganti ur sin diakritek a c'hell bezañ renket pe evel al lizherenn diazez gant ur sin ouzhpenn pe c'hoazh evel ul lizherenn nevez eviti hec'h unan disheñvel diouzh al lizherenn diazez. Un implij nann-diakritek a vez graet eus al lizherennoù gant sinou diakritek deuet da vezañ lizherennoù evite o-unan. E galleg, da skouer, e vez renket en ur geriadur ar gerioù o kregiñ gant é asambles gant ar re a grog gant e hep tired, rak e galleg ec'h eo é hag e an hevelep lizherenn, unan merket gant ur sin diakritek ouzhpenn. Un implij diakritek eo hennezh. E spagnoleg, avat, ne vez ket renket ar gerioù o kregiñ gant n gant ar re o kregiñ gant ñ rak e spagnoleg int div lizherenn disheñvel an eil diouzh eben. Un implij nann-diakritek eo hennezh. Setu un nebeud skouerioù eus implijoù nann—diakritek, en ur c'hoût e c'hell an hevelep lizherenn bezañ diakritek en ur yezh ha nann-diakritek en ur yezh all:

    H ([h] kv. Ĥ ([χ])
    O ([o]) kv. Ö ([ø]) hag Ő ([ø:])
    G ([g]) kv. Ġ ([dʒ])
    Z ([ts]) kv. Ż ([z])
    O ([u]) kv. Ø ([ø])
    A ([a]) kv. Å ([ɔ])

D ([z, y] kv. Đ ([d])

Doareoù skrivañ nann-lizherennek

Implijout a c'hell ivez doareoù skrivañ nann-lizherennek, da skouer abjadoù pe silabennegoù, sinoù diakritek:

  • Implijet e vez seurt sinoù en un doare sistematel gant an abugidaoù evit merkañ ar vogalennoù , da skouer an doare-skrivañ devanagari
  • Implijet e vez sinoù diakritek anvet dakuten (゛) ha handakuten (゜) gant ar silabennegoù japaneg hiragana ha katakana evit merkañ kensonennoù mouezhiet.
Sinoù Diakritek  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Tags:

Sinoù Diakritek ImplijoùSinoù Diakritek Lech ar sinoù diakritekSinoù Diakritek Yezhoù skouerSinoù Diakritek Sinoù diakritek ar brezhonegSinoù Diakritek Implijoù nann-diakritekSinoù Diakritek Doareoù skrivañ nann-lizherennekSinoù Diakritek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SlovakiaPiemontegSevenadurJorj Iañ Breizh-VeurRusiaHenamzerDidonGres (bro)Colt M1911Filippo de' MediciOuzbekistanHans BaurDek Gourc'hemennNapoleon IañBrazilBeretta M1951Meurzh (deiz)Frañsez Iañ (Bro-C'hall)Kravatenn noterToullañ beg ar vronnKerveskontGwern-valouin1952i2ta82006SiriegDevnonMoukLFE1676ShōnenYezh1944Catherine LatourWorld Wide WebSimon HarrisZeca AfonsoKervoroc'hXVIIvet kantvedSaint-Martin (Antilhez)Gwareg (arm)Konk-LeonKelorn1añ MezhevenVincent van GoghPantaleoneMediaWikiPieter de HoochRouantelezhioù ar FrankedKroateg1794M109 howitzerBrezel diabarzh SinaDour-beuzRacing Club Asociación CivilHoratio Nelson16 a viz KerzuZombie StrippersKesoueSpongeBob SquarePantsTimbroù AdenChatalGopr hollvedelJapanFriedrich EngelsArvorig🡆 More