Lizherenneg

Ul lizherenneg a zo anezhi un doare-skrivañ diazezet war un niver bihan pe vihanoc'h a arouezioù a reer lizherennoù eus anezhe hag a dalvez pep hini anezhe d'ober dave d'ur fonem (pe soniad) en ur yezh bennaket, da lâret eo kement hag ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.

Lizherenneg
Un destenn skrivet en ouzbekeg (yezh turkek), hag a ra gant al lizherenneg girillek, bet krouet evit skrivañ ar ruseg (yezh slavek)

Cheñch a ra ar yezhoù a-hed an amzer avat, buanoc'h peurliesañ evit ma vez cheñchet an doare d'o skrivañ ha neuze meur a wech e vez kavet lizherennoù gante reolennoù skrivañ luziet a-walc'h evel hini ar saozneg pe hini ar galleg e-lec'h ma ne glot ket al lizherennoù gant bep a fonem.

Evit digresk pe nullañ an diforc'hoù etre ar fonemoù hag ar sistem aroueziañ gant al lizherennoù e c'hoarvez ma tud e karg a ginnig ma vo kemmet darn an lizherenneg, da lavaret eo adkempenn an doare-skrivañ. Divizet e vez etre arbennigourien ar yezh pa 'z eus ur riez evit lakaat an divizoù da vezañ ul lezenn ret evit an deskadurezh hag ar gwask. Evit ur yezh distad evel ar brezhoneg adkempennoù an doare-skrivañ (hag al lizherenneg asamblez) a zo bet kinniget ha degemeret gant ar skrivagnerien vrezhonek. Ar c'hemm brasañ a zo bet hini al lizherenneg kinniget gant Yann-Frañsez ar Gonideg p'en deus dilezet al lizherenneg gallek a oa hini an Tad Juluan Maner. Dilezet eo bet gantañ al lizherennoù c ha qu evit ober gant k en o flas, da skouer.

Lizherenneg ar voullerezh

Dre astenn e vez graet al lizherenneg eus ar voest vras ha plad enni meur a gombodig e vez implijet gant ar voullerien pa vez prientet ar moulladur, lizherenn dre lizherenn : rouez-tre eo hiziv. Sellet ouzh ar voullerezh plom.

Gwelet ivez:

Liammoù diavaez:


Lizherenneg 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Lizherenneg  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Tags:

Doare-skrivañFonemKensonennLizherennVogalennYezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Died alkoolekMarie CurieAktourKastiz ar marvFunkThe New York TimesVLC media playerNikolas Verron1990NWikipedia2004Lizherenneg fonetik etrebroadelSölƶa-ĠalaSefaradedGouarnamantRusiaLevraouegAerouantBeretta M1915JudoCollinsRepublik Kongo22 DuMoudennKmeregBeate SturmPianoPlantKanton GraubündenWales InteractiveAzeriKorleEl NiñoEnez SesambreGwengampStadegouriezhKelc'h An DaelVietnamegRichard NixonRick RiordanMuzelloù brasNineteen Eighty-FourEurofighter TyphoonBinioùKatelin AragonGrupo RevelaçãoGravitadur1998KhersonReizhiad korvoiñToullgorferezhRepublik Soviedel HungariaZapotekeg ZanizaNanjingEnergiezh nevezadusGeriadur Hemon-HuonAn Oriant1878Komenad kehentiñHolloueziadurSorser22 EbrelKlez BrandarLesley-Ann BrandtBaldoen II JeruzalemTunizia1929KevandirDinosaor🡆 More