Ar gwilioud eo ar mare ma vez ur vaouez o c'henel ur bugel.
Komzet e vez ivez eus ganedigezh. C'hoarvezout a ra e dibenn an 9 miz ma toug ar vamm he bugel en he c'hof, pa deu ar bugel er-maez eus ar mammog. Kontet e vez oad un den adalek ar mare-se en darn vrasañ eus ar sevenadurioù.
Ur gwiliouder a vez graet eus ar medisin, pe ar surjian, a ra war-dro ar merc'hed o wilioudiñ, dreist-holl pa sav un diaezamant bennak.
An amiegez eo ar vaouez a ra war-dro ar gwilioud pa ne c'hortozer diaezamant ebet, nemet prest e vez da c'hervel an arbennigour betegouzout.
Eveshaat ouzh ar gwilioudiñ a ra gwiliouder pe amiegez, ha n'eo ket pareañ, rak bout dougerez n'eo ket bout klañv.
Poanius eo ar gwilioud. Eus ar boan-se e vez graet ar gwentloù. Hiriv ez eus doareoù da virout ouzh ar boan ha ne oa ket anezho gwechall.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gwilioud, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.