Kampala eo kêr-benn Ouganda.
Kêr vrasañ ar vro eo ivez, annezet gant 1.208.544 a dud e 2002. Emañ nepell diouzh al Lenn Victoria, e 1.190 m uhelder a-us live ar mor.
E-kichen Kampala emañ aerborzh etrebroadel Entebbe ha porzh Port Bell, war ribl al Lenn Victoria. Drezo e vez ezporzhiet kafe, kotoñs, te, sukr, arrebeuri...
Kampala zo kresket en-dro d'ur c'hreñvlec'h savet gant Frederick Lugard e 1890 evit ar British East Africa Company. E 1962 e teuas Kampala da vezañ kêr-benn ar vro e-lec'h Entebbe, pa zeuas Ouganda da vezañ dizalc'h. Ul lodenn vat eus kêr a voe distrujet da vare ar brezel diabarzh a voe e 1978-1979, a-enep an diktatour Idi Amin Dada. Adsavet eo bet abaoe ha kalz savadurioù nevez zo.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kampala, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.