Kopenhagen

København (, e daneg) pe Kopenhagen (hervez an alamaneg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Danmark.

Dont a ra anv danek ar gêr eus distummadur ur stumm koshoc’h Købmandshavn a dalveze "porzh ar varc’hadourien", dre ma oa ur porzh-mor lec’hiet brav e digor ar Mor Baltel, war aod reter enez Sjælland. Dont a ra an anv brezhonek eus ar stumm alamanek Kopenhagen, zo tremenet e meur a yezh eus kornôg Europa. E Kopenhagen emañ sez parlamant Danmark ha palez ar roueed. War-dro 1,8 milion a dud zo o chom e kêr ha tro-dro.

Kopenhagen
København
Kopenhagen
An ti-kêr
Kopenhagen
Lec'hiadur Kopenhagen e Danmark
55° 43' N - 12° 34' R

Riez Banniel Danmark Danmark
Rannvro Hovedstaden
Kod pellgomz
Maer
Overborgmester
Frank Jensen (sokialour)
2009-
Gorread
• Takad kêrel a-bezh
88 km²
455.61 km²
Uhelder 1 m
Poblañs hep kontoù doubl
• Takad kêrel a-bezh
528 208 (2010)
1 181 239
Stankter 6 002/km²

Istor

Savet e voe Kopenhagen war-dro ar bloavezh 1000, gant Sweyn I hag e vab Knut ar Bras. Ur gêriadenn vras a besketaerien e voe betek kreiz an XIIvet kantved, pa zeuas da vezañ perc’hennet gant an eskob Absalon ha pa voe kreñvaet gantañ e 1167. Dre ma oa mat ar porzh e kreskas Kopenhagen evit dont da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez. Taget e voe meur a wech gant Kevre an Hansa, dre ma oa c’hoantaet pinvidigezh ar porzh bras gant tud hanternoz Alamagn. E 1658-1659 e voe lakaet seziz war kêr gant Svediz Karl X. E 1801 e voe un emgann er porzh etre morlu Breizh-Veur, renet gant an Amiral Parker, ha morlu Danmark. E 1807 adarre e voe listri Breizh-Veur eno, o vombardañ Kopenhagen evit ma ne gouezhfe ket morlu Danmark etre daouarn Napoleon I. Neuze e voe distrujet ul lodenn vat eus kêr ha kantadoù a dud a voe lazhet. E-pad an Eil brezel bed e voe aloubet Kopenhagen hag ar peurrest eus Danmark gant soudarded alaman, etre miz Ebrel 1940 ha miz Mae 1945.

Abaoe ar bloavezh 2000 eo liammet kêrioù Kopenhagen ha Malmö, e Sveden, gant ur pont-riboul (Pont Øresund), ma c’hell tremen trenioù ha kirri.

Endro

E miz Kerzu 2009 e vo aozet un emvod etrevroadel war tommadur an hin gant Aozadur ar Broadoù Unanet.

Un nebeud tud vrudet genidik eus Kopenhagen

Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez

Tags:

Kopenhagen IstorKopenhagen EndroKopenhagen Un nebeud tud vrudet genidik eus Kopenhagen Kêrioù gevelletKopenhagen Liammoù diavaezKopenhagenDanegDanmarkEuropaMor BaltelSjælland

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SaoznegIndiaVladimir PoutinGwerledanDouar (planedenn)Kingston (Jamaika)Timbroù Entr'aide françaiseJorjiaGavial IndezPiña de CamposSant-RivouedTsahalHerve Seubil gKernaudourGoulven PennaodDresdenAndy WarholArdamezeg familhoù BreizhHawaiiRusiaNew York (Stad)A Portuguesa1859Toullañ beg ar vronn13 a viz EbrelAugusta von Sachsen-EisenachRepublik SinaKib vell-droad ar bedBikini (dilhad)LiesadurISO 8601PosterezhGallirallus philippensis andrewsiAR-15TorfedKazhHTMLNaonedLouis L'HévéderKalifornia-IzelKemmadur (yezhoniezh)Yann Moñforzh (1294-1345)Timbroù Fernando PooEmflourañTommadur ar blanedennSpongeBob SquarePantsTimbroù dre rummadEgiptWikipediaKurdegLatinRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùGopr hollvedelSivetYudhiṣṭhiraNotre-Dame de Paris (Victor Hugo)1989Kilhog JavaKafeEmglevioù EvianFraezhTeknologiezhBulgaregHaremL'Entraide française (1945)JapanegArabedMoskov4 Mezheven🡆 More