Praha (tchekeg : Praha) eo kêr-benn ha kêr vrasañ ar Republik Tchek (tchekeg : Česká republika).
Unan eus ar pevarzek rannvro a ya d'ober Tchekia eo, kêr-benn rannvro velestradurel Kreiz Bohemia hag ivez kêr-benn rannvro istorel Bohemia. Enni e tremen ar stêr Vltava (Moldau en alamaneg). Bet eo bet kêr-benn Rouantelezh Bohemia, hini an Impalaeriezh santel roman german ha hini Tchekoslovakia (ČSR, ČSSR ha ČSFR).
Deiziad krouiñ | 8. century |
---|---|
Anv ofisiel | Praha, hlavní město Praha |
Anv er yezh a orin | Praha |
Moranv | Mater urbium, Stověžatá Praha, Praga Caput Regni, Praga Caput Rei publicae |
Diellaouet gant | Prague City Archives |
Office held by head of the organization | Mayor of Prague |
Kevandir | Europa |
Stad | Republik Tchek |
Kêr-benn eus | Republik Tchek |
E tiriad | Republik Tchek |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
Historical region | Bohemia |
Enclave within | Rannvro Kreiz Bohemia |
Daveennoù douaroniel | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | |
Poent uhelañ | Teleček |
Lowest point | Vltava |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Mayor of Prague |
Penn an aotrouniezh | Bohuslav Svoboda |
Korf lezenniñ | Prague City Assembly |
Ezel eus | Creative Cities Network, World Tourism Cities Federation |
Gevellet gant | Taipei |
Perc'henn war | Villa Müller, Pražská vodohospodářská společnost |
Sez sokial | Praha |
Visitor center | Q12046910 |
Yezh implijet | tchekeg |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Prague, Siege of Prague |
Prizioù resevet | European City of the Trees, Rescuer City |
Present in work | Civilization V |
Kod-post | 100 00–199 00, 252 26, 252 28 |
Niverenn bellgomz | +420 800 100 000 |
Fax number | +420 236 007 102 |
Postel | mailto:[email protected] |
Lec'hienn ofisiel | https://www.praha.eu |
Banniel (deskrivadur) | flag of Prague |
Ardamezioù | coat of arms of Prague |
Istor | history of Prague |
Roll monumantoù | Q12052213 |
A implij | house number |
Rummad tost | Category:Prague-related lists |
Open data portal | opendata.praha.eu |
Ekonomiezh an danvez | economy of Prague |
Time of earliest written record | 965 |
Kod pellgomz an takad | 2 |
Kod plakenn varilh | A |
Category for honorary citizens of entity | Category:Honorary citizens of Prague, Q64364725 |
Category for the view of the item | Category:Views of Prague |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Prague |
E-touez al lec’hioù dibar a sach evezh an douristed emañ pont Charlez, a liamm ar Gêr Gozh ouzh Malá Strana. Eno e c’haller gwelout kastell, iliz-veur Sant Gi hag ar Straed Aour (anv diaezezet war labour an alkimiezhourien), moger John Lennon e-tal kannati Bro-C’hall, bered Vyšehrad, Plasenn Venceslas ha kenkiz Müller. Distruj a zo bet er c’harter goude dour-beuz 2002.
Kêr Gozh Praha (Staré Město, pe Staré Město pražské) a zo lodenn goshañ kreiz-kêr Praha. Diouzh tu dehou ar stêr Vltava emañ, hag he gorread a zo 129 hektar.
Betek 1784 e voe Kêr Gozh Praha renet gant un ti-kêr dizalc’h, evel er c’harterioù all (Malá Strana, Hradčany hag ar Gêr Nevez). Er bloavezh-se e voe kenteuzet an holl gumunioù-se a-benn sevel ur gêr nemetken, hag e teujont da vezañ pastelloù-bro. Anvet eo ar c’harter-se ar Gêr Gozh a-benn e ziforc’hiñ diouzh ar Gêr Nevez (Nové Město), bet aozet gant an impalaer Charlez IV er XIVvet kantved. Dispartiet eo an div gêr gant ar straedoù da heul : Národní (broadel), Na Příkopě (War ar Foz) ha Revoluční (straed an dispac’h). Etre ar Gêr Gozh ha Malá Strana e red ar stêr Vltava. Er Gêr Gozh emañ ivez Josefov, bet ur ghetto, hag a voe meret e-pad pell gant ar yuzevien o-unan.
Pinvidik-tre eo ar c’harter a-fet savouriezh, hag er memes straed e c’haller gwelout savadurioù gwall zisheñvel an eil diouzh egile : iliz roman, tour gotek, ti doare Azginivelezh, palez barok pe c’hoazh tiez-bank Arz Nevez.
Da skouer:
Josefov, ar ghetto kozh a lak da gaout soñj eus ar gêr yuzev bet emren e-pad pell, hag e barr he brud er XVIIvet kantved. D’ar mare-se e oa war-dro 15 000 annezad ennañ, da lavaret eo 30 % eus poblañs kêrioù Praha ( Staré Město, Nové Město, Malá Strana ha Hradčany a voe kenteuzet e 1784). Etre 1597 ha 1609 e voe lakaet Maharal Praha, Juda Loew ben Bezalel e anv, da rabbin ar gumuniezh. Hiziv an deiz eo gwelet c’hoazh evel unan eus doktorien wellañ lezenn Moiz. Douaret eo bet e bered yuzev, ha kalz tud a zeu da birc’hirinañ eno. War zigarez “kenlabourat” gant armeoù Friedrich II Prusia e voe skarzhet ar Yuzevien eus Praha e 1745. Aotreet e voent da zistreiñ e 1748, pa voe echu Brezel Hêrezh Aostria. Dorioù ar ghetto a voe distrujet e 1848. Enframmañ ar Yuzevien ar oa ar pal, met o gwirioù a-fet emrenerezh a golljont war un dro. War-bouez un nebeud savadurioù eo bet distrujet ar ghetto penn-da-benn e XIXvet kantved. D’ar mare-se e voe divizet gant an ti-kêr yac’husaat karter Josefov : ledanaat ar straedoù, degas gaz, staliañ kanoù-skarzh.
Praha en deus kevelerezhioù ofisiel kenkoulz hag anofisiel gant kêrioù bras all. Kêr Braha he deus ivez he dileurierezh hec'h-unan ouzh Unvaniezh Europa e Brusel. Graet eo vez Prague House anezhi.
Kevelerezhioù:
ofisiel:
| anofisiel:
|
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Praha, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.