Ar patatez, pe avaloù-douar, a zo torzhelloù mat da zebriñ ar blantenn eus ar spesad Solanum tuberosum, eus kerentiad ar Solanaceae.
| |||||
---|---|---|---|---|---|
A bep seurt gouennoù patatez | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Urzhad : | Solanales | ||||
Kerentiad : | Solanaceae | ||||
Genad : | Solanum | ||||
Anv skiantel | |||||
Solanum tuberosum L., 1753 | |||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Graet e vez gant an anv-se koulz evit ar blantenn ("plant patatez") hag evit he zorzhelloù a vez debret evel legumaj.
Bro orin ar patatez eo Amerika ar Su (aridennad an Andoù).
E brezhoneg e vez lavaret koulz patatez hag avaloù-douar. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez. Ar stumm pato (/pa'toˑ/) a vez klevet e Kernev-Uhel, ha betek e Plougonven, e Treger.
An daou seurt kentañ, abred ha damabred, a vez tennet pa grog ar c'horz anezho da grazañ, e-tro 110 devezh .
Ar patatez prim a vez tennet a-raok dezho mont en o azv, pa gomañs o c'horz dont melen. Tud zo a gav mat ar frouezh pe al legumaj pa ne vezont ket en o ment pe en o blaz c'hoazh. Gwelloc'h e vijent. Seul vihanoc'h, seul welloc'h, emezo.
Adalek 120 devezh bet en douar e vez graet avaloù nevez eus ar re gentañ a vez tennet. Troc'hañ a ra an nen ar c'horz warne an aliesañ evit ma chomint un tamm c'hoazh. Goude-se e vez graet avaloù douar diwezhat eus a re a vo miret un nebeud mizvezhioù e freskijenn ar c'hav teñval, dre ma vint debret, nepell diouzh ar boutailhadoù gwin ruz (dre ma vint divontet d'o zro).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Patatez, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.