Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Miz Meurzh eo trede miz ar bloaz hervez an deiziadur gregorian.An eil eus ar seizh miz a zo 31 deiz enne eo. Er bloavezhioù bizeost e krog Meurzh er memes deiz ha miz Du, hag er bloavezhioù ordinal er memes deiz ha C'hwevrer.
War-dro an 20 e vez ar gedez, a zo deiz kentañ an nevezamzer ofisiel en hantervoul norzh.
Dont a ra eus anv ar miz latin Martius, savet diwar anv Mars, anv an doue Meurzh e relijion Henroma.
Miz Meurzh e oa anv ar miz kentañ en Henroma, miz an nevezamzer ha hini ar brezelioù : echu ar goañv, dousoc'h an amzer, izeloc'h an dour er stêrioù, gallout a rae an armeoù mont dre ar maezioù adarre.
Genver a zeuas da vout kentañ miz ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius (war-dro 713 kent JK), pe dindan an Decemvires war-dro 450 kent JK : disheñvelder zo e testenioù ar skrivagnerien roman.
Meur a sevenadur ha relijion a laka ar bloaz da gregiñ e miz Meurzh.Kregiñ a rae ar bloaz d'ar 1añ a viz Meurzh e Rusia betek dibenn ar XVvet kantved. Betek 1752 e kroge d'ar 25 a viz Meurzh e Breizh-Veur hag he zrevadennoù; gant an deiziadur gregorian e voe graet goude.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Meurzh (miz), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.