Du: 11vet miz ar bloaz

Unnekvet miz ar bloaz eo miz Du hervez an Deiziadur gregorian.

Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Du
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30          

Ar mizioù du a vez graet eus miz Du ha miz Kerzu e brezhoneg.

Du: Yezhoù all, Deizioù, Krennlavaroù
Du e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486
Du: Yezhoù all, Deizioù, Krennlavaroù
Miz Du — Simon Bening, c. 1525

Yezhoù all

An navet miz e oa en deiziadur roman kozh, deiziadur Romulus, se zo kaoz e vez graet November anezhañ e saozneg, noviembre e spagnoleg ha novembre e galleg.
E finneg e reer marraskuu eus miz Du, da lavaret eo "miz ar re varv".
E poloneg ha tchekeg e vez graet Listopad eus ar miz-se, da lavarout eo "miz an delioù o kouezhañ".

Deizioù

    Kentañ a viz Du

D'ar c'hentañ a viz Du e vez lidet gouel an Hollsent gant an Iliz katolik roman.
Da vare ar Gelted kozh e oa ul lid all en Iwerzhon : gouel Samhain (Lá Samhna en iwerzhoneg) a oa deiz kentañ ar goañv.

    Deizioù all
  • D'an 2 e vez lidet deiz ar re varv er bed katolik.
  • D'an 3 e vez lidet an disrann etre Panamá ha Kolombia.
  • D'ar 4 emañ deiz ar banniel e Panamá.
  • D'ar 5 e vez lidet dizalc'hted Honduras diouzh ar Federación Centroamericana.
  • D'ar 6 a viz Du 1866 e voe embannet an dekred impalaerel nº 3275 a roe frankiz d'ar sklaved a oa prest da zifenn Brazil er brezel ouzh Paraguay.
  • D'an 8 emañ Deiz ar C'hêraozerezh abaoe 1949.
  • D'an 10 emañ Deiz an Hengoun (Día de la Tradición) en Arc'hantina, e koun José Hernández, krouer Martín Fierro.
  • D'an 11 e vez lidet Sant Martinus Teurgn, sant paeron Bro-C'hall ha hini kêr Buenos Aires.
  • D'ar 15 e voe embannet ar Republik Brazil e 1889.
  • D'ar 25 e vez lidet an Devezh Etrebroadel a-enep an Droug graet d'ar Maouezed, abaoe 1999.
  • D'ar 27 a viz e vez lidet Medalenn Vurzhudus ar Werc'hez gant ar gatoliked c'hall.
  • D'an 28 e vez lidet Dizalc'hted Panamá diouzh Spagn.

Krennlavaroù

  • « Aet miz Here en e hent / Da hanternoz gouel an Hollsent »
  • « An driwec'h hag an naontek a viz Du / E vez foar Vaodez war ar ru. » ; d'an 18 a viz Du e vez lidet Maodez.
  • « Da santez Katell / Ez a ar mestr da vevel. » (Kement a labour a vez mar rank ar mestr labourat ivez.) ; d'ar 25 a viz Du e vez lidet Katell Aleksandria.
  • « Pa gler an dour da ouel Marzhin / Ez a ar goañv war benn e c'hlin. » ; d'ar 26 a viz Du e vez lidet Martin Arades.
  • « Mat eo hadañ an douar / War an diskar eus al loar, / Hogen segalig sant Andrev / Deuet Nedeleg pa deu er-maez. » ; d'an 30 a viz Du e vez lidet an abostol Andrev.
  • « Pa ra kurun e miz Du / E koll ar goañv e vertu. »
  • « Da c'houel sant Andrev, gwalc'h da roched, ma vo sec'h da Nedeleg »
  • « Da gala-goañv ed hadit / Hag ivez frouezh dastumit »
  • « Hag o nezañ emaoc'h c'hoazh ! / Gouel sant Andrev a vo warc'hoazh » (Arabat eo nozvezhiañ betek re.)
  • « Kala-goañv, kala miz / Nedeleg a-benn daou viz »
  • « Pa gler an dour da c'houel Marzhin / E ya ar goañv war benn e c'hlin » (Kriz e vo ar goañv, skornet e vo ar vro ha kouezhadennoù a vo.)
  • « Sant Andrev gamm na vankas ket / Teir sizhun tri deiz kent Nedeleg »

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Du Yezhoù allDu DeizioùDu KrennlavaroùDu Notennoù ha daveennoùDuBloazDeiziadur gregorianKerzu

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Timbroù Saint Kitts ha Nevis17 MezhevenGrammy AwardsFréthunBengaluruBoskazoùJaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-SabahGreanterezhHTMLArcadiusFalzStrossburiXXIvet kantvedSvedenIrvinNeville ChamberlainKarv sambarSkejDigital Millennium Copyright ActRacineYstrad MeurigAlberto DavidISBNMonokiniJapanDiego Velázquez de CuéllarYezhoù na-deneHuérmeces del CerroZiritzaListennad anvioù-badez brezhonekLimaGoogleRosko5 C'hwevrer13 DuKrubuilh dispakSaracenaBronnSkinsCresposDonamariaEilean ArainnEil Brezel-bedAlmohajaDionysosSan JoaquínSivetBrestNil gwennKoweit (kêr)Ry CooderWikimammennGraculaAngkor WatBro-SaozBikini (dilhad)Sofia KovalevskaiaUTCTelougouegTesiaSpagnJoanna HiffernanAchille DevériaVernate (Italia)Istor an timbroùMoustoer-Logunec'hLiesterBurbureItaliaGlenmor🡆 More