Nigeria

En Afrika ar C'hornôg emañ Republik kevreadel Nigeria, enni 36 stad kevredet hag an tiriad kevreadel tro-dro da Abuja, ar gêr-benn.

Nigeria
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Eus pleg-mor Ginea betek Lenn Tchad en em led an tiriad, 923 773 km² ennañ. Er c'hornôg dezhi e kaver Republik Benin, en norzh, Republik Niger ha Republik Tchad hag er reter, Republik Kameroun. Bro bobletañ Afrika eo hag ar seizhvet hini eus ar bed gant 158 423 000 a dud e 2010, ar pezh a ra 2.28% eus poblañs ar bed. Lagos eo ar brasañ kêr.

Republik Kevreadel Nigeria
Federal Republic of Nigeria
Jamhuriyar Taraiyar Nijeriya
Ȯha nke Ohaneze Naíjíríà
Àpapọ̀ Olómìnira ilẹ̀ Nàìjíríà

Banniel Nigeria
Nigeria
Banniel Ardamezioù
Nigeria
  • ██ Lec'hiadur Nigeria en Afrika

  • Kan broadel Arise Oh Compatriots, Nigeria's Call Obey
    Yezh ofisiel Saozneg
    Yezhoù broadel Haousaeg Igboeg Yoruba
    Kêr-benn Abuja
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    923 769 km²
    1.4
    Poblañs
    • Hollad (2010)
    • Hollad (braskontet e 2020)
    • Stankter

    158 423 000
    204,630,269
    218/km²
    Prezidant Muhammadu Buhari
    Bezprezidant Yemi Osinbajo
    Gouel broadel 1 a viz Here
    Moneiz Naira (₦)
    Kod pellgomz 234
    Kenrouedad .ng

    Istor

    Un drevadenn vreizhveuriat e voe etre 1800 ha 1960. Etre 1960 ha 1966 e oa Republik kentañ ar vro, ha goude e oa ar juntenn vilourel e penn ar vro hag ar brezel diabarzh betel 1979. Brezel ar Biafra a voe etre 1967 ha 1970. Skoazellet e voe digevredouriezh ar Biafra gant ar jeneral Salazar eus Portugal, ar jeneral Franco eus Spagn ha dreist-holl ar jeneral De Gaulle eus Bro-C'hall, evit abegoù a denn d'an tireoul (ar gall Elf a-enep ar saoz Shell) ha geopolitikel. Goude ar eil Republik etre 1979 ha 1983 e oa adarre ar juntenn vilourel betel 1999.

    Politikerezh

    Ur republik kevreadel eo Nigeria. Daoust d'ar goubrenerezh, da ijinerezh an tireoul ha d'an islamouriezh e norzh ar vro, ez eus un hengoun demokratel, hêrezh d'ar sevenadur angl-ha-saoz. Strolladoù politikel a-leizh a zo, mediaioù dieub hag ur justis dieub awalac'h.

    Disklêriet eo bet ar Pevarvet Republik e 1999. Dilennet eo bet Muhammadu Buhari da brezidant ar vro e 2015, a-enep ar prezidant kimiader Goodluck Jonathan. Addilennet eo bet e miz C'hewrer 2019.

    Stadoù Nigeria

    Nigeria 
    Rannet eo Nigeria e 36 stad mui tiriad kevreadel ar gêr-benn, Abuja.
    • Stad Abia
    • Stad Adamawa
    • Stad Akwa Ibom
    • Stad Anambra
    • Stad Bauchi
    • Stad Bayelsa
    • Stad Benue
    • Stad Borno
    • Stad Cross River
    • Stad Delta
    • Stad Ebonyi
    • Stad Edo
    • Stad Ekiti
    • Stad Enugu
    • Stad Gombe
    • Stad Imo
    • Stad Jigawa
    • Stad Kaduna
    • Stad Kano
    • Stad Katsina
    • Stad Kebbi
    • Stad Kogi
    • Stad Kwara
    • Stad Lagos
    • Stad Nassarawa
    • Stad Niger
    • Stad Ogun
    • Stad Ondo
    • Stad Osun
    • Stad Oyo
    • Stad Plateau
    • Stad Rivers
    • Stad Sokoto
    • Stad Taraba
    • Stad Yobe
    • Stad Zamfara

    Liammoù diavaez




    Tags:

    Nigeria IstorNigeria PolitikerezhNigeria Stadoù Nigeria Liammoù diavaezNigeriaAbujaAfrika ar C'hornôgBeninKamerounKêr-bennLagosLenn TchadNigerPleg-mor GineaTchad

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    Tan-gwallPaul AvrilEmilio PradosRoskoEil Brezel-bedTaliesinOmanAozadur ar Broadoù UnanetRevrfouzherezhIndonezegKanton Dunkerque-2Unaniezh EuropaElon MuskOksigenIsabel Sofía PicónMícheál Ó CoileáinWattQFinland8681451JorjiaDirKonk-KerneCotentinKoedlogon21 GwengoloEskobMaville.comKanariezSant-VranTagadenn Crocus City HallCaradoc FreichfrasBlogFoz MarianaMilanoKanton DinanKali YugaYar (evn)Jakez KarterFetichegezh ar brennidTiraspolMahābhārataGoulColt M1911Karl V an Impalaeriezh SantelHerrinEukariotTangaISBNGreanterezhKroatiaWikiKubaMongolia1940Peter FendiSaezhBarrennig-stagañGouereSS British Free Corps🡆 More