Lagos eo kêr vrasañ Nigeria hag unan eus kêrioù brasañ Afrika, annezet m’eo gant 7 937 932 a dud (e 2006, e kêr hepken) (an eil kêr vrasañ war-lerc’h Kaero, en Ejipt).
Kêr-benn Nigeria e oa betek 1991, pa oa bet lakaet Abuja da gêr-benn. Bez’ eo c’hoazh kêr-benn armerzhel ar vro avat.
War bord ar mor emañ hag en em astenn a ra war meur a enezenn. Ur gêriadenn vihan e oa da gentañ, anvet Eko, met kreskiñ a reas buan dre ma oa unan eus ar porzhioù mat war aod pleg-mor Ginea. Adalek ar XVvet kantved e voe darempredet gant martoloded eus Europa, Portugaliz da gentañ penn. Int eo a roas an anv Lagos d’ar gêr en enor d’ur gêr eus kreisteiz Portugal. Kenwerzh ar sklaved hag an ivor a veze graet ganto dreist-holl. Ar Saozon a gemeras kêr e 1807 ha ganto e voe lakaet fin da genwerzh ar sklaved e 1861. Pa voe savet trevadenn Nigeria e 1914, e teuas Lagos da vezañ he c’hêr-benn. Derc'hel a reas da vezañ kêr-benn ar vro pa zeuas Nigeria da vezañ ur stad dizalc’h e 1960.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lagos, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.