Newcastle Upon Tyne

Un distrig deuet da vezañ er pleustr un Amaezerezh unvan abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Tyne ha Wear e 1986, eo Newcastle upon Tyne.

Newcastle Upon Tyne
Newcastle upon Tyne e Tyne ha Wear hag e Bro-Saoz

Istor

Newcastle Upon Tyne 

Anv kentañ Newcastle-upon-Tyne a oa Pons Aelii, Pons Aelius, da lavarout eo "Pont Ael", ur c'hreñvlec'h roman meur eus Moger Hadrian, war ar stêr Tinea. Dont a ra eus hini an impalaer en devoa lakaet sevel ar voger, Publius Aelius Hadrianus, anavezet evel Hadrian, bet impalaer adalek an 11 a viz Eost 117 betek an 10 a viz Gouere 138.

Hervez an Notitia Dignitatum, XL34, e oa staliet eno Tribunus cohortis primae Cornoviorum ("tribun kentañ strollad Kornovied")

Abalamour ma oa en ur c'hroashent e voe savet ur c'hastell koad eno gant Roperzh, mab Gwilherm an Alouber, e 1080. Diwar neuze e voe anavezet al lec'h evel Novum Castellum e latin, pe New Castle e saozneg, resisaet gant anv ar stêr a dremen eno, an Tyne. Ur c'hastell mein a voe savet e-lec'h an hini koad e 1087. Meur a wech e voe tapet ha kollet ar c'hastell gant alouberien eus Bro-Skos.

Ardamezouriezh

" e gul, e dri kastell gant tri tour en arc'hant"

Levrlennadur

  • Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. 1936 - 1980
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
  • A.LF Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994
  • Patrick Galliou : Le Mur d'Hadrien. Ultime frontière de l'Empire romain. Embannadurioù Armeline. 2001

Dave ha notennoù

Tags:

Newcastle Upon Tyne IstorNewcastle Upon Tyne ArdamezouriezhNewcastle Upon Tyne LevrlennadurNewcastle Upon Tyne Dave ha notennoùNewcastle Upon TyneDistrigoù Breizh-VeurKontelezhioù Bro-SaozTyne ha Wear

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kensonenn teod-gweuzBank-bedUrzhiataerYann LachuerIranISO 86011974Ꙗ (lizherenn)RusiaChKlorListenn kumunioù Brazil renket hervez urzh al lizherennegAntropologiezhKevnidLevr DanielPlastik1900Arsailhadeg Cartagena (1697)AljerKensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhietVigellYaou (deiz)Carles PuigdemontMartinho da VilaRichard SimmonsAljeriaDeiziadur juluanCaer LerionAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022Lizherenneg fonetik etrebroadelOrgedKalvinouriezhOhioFootball Club des Girondins de BordeauxAmzerDe Bello Gallico1906garan kilpenn gwenn172Europa6 KerzuDeilPennwalHans Iañ (Danmark)Parti Socialiste (Frañs)Egipt2009Mickaël BuzaréThe Times of IndiaKastell ar Roc'h-UguGer kevrennek2004SyracusiaLuteriegezhSadorn (deiz)ElishaIrakLan InizanLVogalennYezhoù skandinavekPauley PerretteSusanne AlbrechtMichelle Nic PháidínJulius CaesarRenkadur hervez ar vorfologiezhHarozҾ (lizherenn)Geoffrey Oryema1730Produadur diabarzh krizSurinam🡆 More