Antropologiezh

An antropologiezh, pe c'hoazh an denoniezh, eo ar skiant a studi an Den e pep keñver : emdroadur, korfadurezh, bevoniezh, kleñvedoù, kevredigezh, sevenadur hag all.

War un dachenn strisoc'h ez eo he fal studiañ ar c'hevredigezhoù nann-kornôgat, pe c'hoazh ar bihanniveroù kenelel kornogat.

antropologiezh
Antropologiezh
diskiblezh akademek, penndanvez studi
Iskevrennad eusskiantoù sokial Kemmañ
Rann eusskiantoù sokial Kemmañ
Anv er yezh a orinἄνθρωπος Kemmañ
Is the study ofdenelezh Kemmañ
Istorhistory of anthropology Kemmañ
Pleustret gantantropologour Kemmañ
Antropologiezh
Studi holladelour mab-den
eo danvez an denoniezh

Meur a skol zo en denoniezh :

  • ar skol gevredadourel gall, enni Émile Durkheim, Marcel Mauss, Claude Lévi-Strauss
  • ar skol gevredadourel breizhveurat, enni J.G. Frazer, Bronislaw Malinowski, A.R. Radcliffe-Brown, E.E. Evans-Pritchard
  • ar skol sevenadurel stadunanat, enni L.H. Morgan, Franz Boas, Marvin Harris, Clifford Geertz)

Troet gant tu arouezel ha tu kevredadourel an denoniezh eo ar C'hallaoued, ur skourr eus argevredadouriezh eo an denoniezh hervezo ; lod denoniourion e kav dezho ned a ket ar C'hallaoued don a-walc'h e studi danvezel ha fizikel ar c'hevredigezhioù.
Liesdiskiblezheloc'h eo an doare angl-ha-sakson, pa rann an denoniezh e pevar skourr :

  • an denvevoniezh, pe denoniezh fizikel, a studi emdroadur perzhioù fizikel an den, hiloniezh ar pobladoù ha diazezoù bevoniel emzalc'h an dud, pe hini o c'herent ar primated
  • an denoniezh kevredadourel, a studi frammoù ar gevredigezhioù, ar politikerezh, ar gerentiezh a-douez tachennoù all ; un adskourr eo an denoniezh sevenadurel, a studi an doareoù-bevañ, ar relijionoù, ha kement tu arouezel ar c'hevredigezhoù denel — an dudoniezh eo an iskourr-mañ e gwirionez
  • an denoniezh ragistorel, a studi ar c'hevredigezhoù denel a-wezhall, dre ar c'halvezadoù a zo chomet war o lerc'h
  • ar genelyezhoniezh, a studi penaos e kemm ar yezhoù dre ar c'hevredigezhoù denel.

Un nebeud dodennoù studiet gant an denoniourion

An Den hag an Natur

Denoniezh kevredadourel

Ar patromoù hag an dezvegoù kevredadel

  • Ar sevenadur
  • Ar genel
  • Ar berzhourelezh keneliek
  • An eskemmoù sevenadurel
  • Ar rouedadoù kevredadel
  • An urzhazh
  • An darempredoù etre maouezed ha gwazed
  • An doareoù-bevañ
  • Ar gwir
  • Ar c'hevredikaat hag an deskadurezh

Ar gerentiezh hag an nesañded

  • Ar gerentiezh
  • An nesañded : an dimeziñ
  • An etreweredoù e diabarzh ar gerentiezh
  • Al lignezoù

Ar frammoù politikel

An tuioù arouezel

  • An denoniezh vredel
  • An denoniezh relijiel
  • Denoniezh an arzoù
  • Ar c'hoarioù
  • Ar gomz hag al lavar
  • Ar lidoù
  • Arouezioù ar jestroù
  • Teknikoù ar c'horf

Antropologiezh an armezh

  • Armerzh ar c'hevredigezhioù hengounel
  • Denoniezh an embregerezhioù

Istor an denoniezh kevredadourel

Notennoù

Liammoù diavaez

Tags:

Antropologiezh Un nebeud dodennoù studiet gant an denoniourionAntropologiezh Istor an denoniezh kevredadourelAntropologiezh NotennoùAntropologiezh Liammoù diavaezAntropologiezhBevoniezhDenDenoniezhKevredigezhKleñvedKorfadurezh denelSevenadurSkiant

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GhanaLibanEmirelezhioù Arab UnanetTad BernezSri Lanka10 a viz MeurzhJuan Antonio VillacañasAaron PhypersAnders Behring BreivikSlovakiaLiesyezhegezhMobyTikka T1xLaura AntonelliFerrari 488DallasArm kimiekBruderezhWorld Wide Web ConsortiumKraozonSuisGregor MendelPhaethontidaeJekoA PortuguesaNigeriaSlebetsHigh Heel Homicide584AlaskaMichelle ObamaKoloregEvel-se e komze ZarathoustraIrish Republican ArmyLatinMediaWikiPlufurJorjiaPikardegOuistitiLevr skeudennetMusashi MiyamotoMergus squamatusRoumania26 EbrelLatviaEmlakadur revelDidonKenyaMouk1981BeunoSañskritegRepublik Demokratel ha Poblel YemenYehoshouaSteamProviñs Antarktika ChileSant SebastianMaionezKarozhBulgariaBahreinWiki FoundationFats DominoBelarusegEil Brezel BedKaoru YachigusaScarborough FairLândiaPornografiezh🡆 More