Ar skinwel a zo un teknik dezhañ e bal treuzkas, dre orjal pe dre wagennoù skindredanel, skeudennoù fiñv pe arvestoù bev, a-gevret gant ur son peurvuiañ, da vezañ gwelet war ar prim war ur skramm, keñver un ardivink resever a reer skinweler anezhañ.
skin + gwel evit treuzskrivañ ar galleg radio(télé)vision. Kavet e vez ivez an televizion hag ar bellwelerez. Gerioù nes : skignerezh, skingaser, skingasadenn, skingomz, skinpeul.
Ret e voe kavout un tu da dreuskas, dre ur red-tredan pe dre ur skin, elfennoù ur skeudenn lerc'h ouzh lerc'h goude bezañ o dezrannet poent ha poent, linenn ha linenn.
En deroù e voe embreget ur wikefre a-benn ergerzhet un teskad marellek a gelloù fototredanek, met kavet e voe un doare efedusoc'h en ur skannañ anezho gant ur feskennig elektronioù.
Ar marelladur a zo bet deskrivet gant George R. Carey (Amerikan) e 1877.
Ar skannañ a zo bet deskrivet gant Constantin Senlecq (Gall) e 1879 en ur "télectroscope" gant ur holldreser (pantograf) a-dreñv d' ur skramm treuzwelus. .
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Skinwel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.