Ar skingomz, anvet da gentañ ar pellskriverezh hep fun, a zo bet ijinet e penn-kentañ an XXvet kantved.
Iskevrennad eus | Pellgehenterezhioù |
---|---|
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1894 |
Istor | history of radio, timeline of radio |
International Standard Industrial Classification code Rev.4 | 6010 |
Er Stadoù-Unanet eo bet barnet ma oa Nikola Tesla ar c'havadenner kentañ. Hervez lod e oa ar media kentañ a oa gouest da dizhout an dud a-vilionoù.
Kavadenn ar radio zo un oberenn stroll, he doa kroget gant dizoloadenn ar gwagennoù tredanwarellek, gant kavadenn ar pellskriver, hag a zegouezhas da grouiñ an ardivinkoù kentañ evit kehentiñ hep fun :
Prouet eo bet gant Tesla ez eo ar sinal radio ur frekañs, he deus ezhomm ur c'haser hag ur paker. Tesla en doa disklêriet daou vreved e 1897, a oa bet nullet e 1904 en erbed da vMarconi.
E miz Here Eugène Ducretet a ra ar liammañ pellskriver hertzian kentañ etre an tour Eiffel hag ar Pantheon e Pariz, pevar c'hilometr pell an eil diouzh egile. D'an 8 a viz Du, e Madison Square Garden, Tesla a ginnig patrom ar vag pellurzhiet.
An arload heverk kentañ gant ar pellskriverezh hep fun eo ar diogel meurvor. E penn-kentañ an XXvet kantved, ar mordreizherioù a vez aveet gant teknik ar skinbellskriverezh.
Al liamm kenwerzhel treuzatlantel kentañ a ya endro e 1907 etre Iwerzhon hag an Douar-Nevez.
Daou beñse brudet o deus diskouezet efedusted ar skingomz :
An Titanic a implij evit ar wezh kentañ ar c'hod SOS e 1912, 700 treizhad a zo saveteet gant ar vag Carpathia.
Goude ar brezel bed kentañ, e 1918, an embregerezh Telefunken he deus krouet eur skourr anvet Transradio, a verko an istor dre ziorren an treuzkas daoudu, e 1919. Savet he deus ur savlec'h bras e Batavia, a ya en dro gant ur galloudegezh bihan.
« An Ajañs kazetennenoù Treuzmeurvor » ha « Europa Radio » an Alamaned a implij ar memes teknologiezh. Er Stadoù-Unanet, e vo roet lañs d'an « Transradio Press Service » gant Herbert Moore, staliet e New York. E Bro-C'hall, « kompagnunezh hollek an THF » a gemer perzh e-barzh « Transradio Arc'hantina », a gorvo ar c'hehentiñ dre skingomz etrebroadel.
E miz Kerzu 1921 skingomz an Tour Eiffel a skign ar sonadeg kentañ gant ur skigner 900 W a hirder gwagennoù 2650m. Roet eo lañs d'ar BBC e 1922.
E miz here 1922 embregerezh gall ar skingomz tredan a zo roet an aotre dezhi da gas da benn, d'ul live arnodek, skignañ abadennoù skingomz pemdeziek.
Adalek ar 6 a viz Du 1922 e vez aozet sonadegoù Radiola a zo o vont da lakaat ur publik ledan da zizoleiñ ar skingas. Ar skingasadennoù Radiola a zo sevenet a-drugarez d'ur post skingomz-tredan gant al labouradeg S.F.R (Kevredigezh Gall ar Skinbellgomz) e Levallois gant ur galloudegezh skingasadenn 2 gilowatt.
E pad an eil brezel bed, labourvaoù ar vellerien a barfet un implij nevez : Ar radar diorret gant an Alamaned, ar Saozon hag an Amerikaned, n'en deus ket bet amzer da gemenn un argad nij e koulz : hini Pearl Harbor.
Ar skin-merdeiñ, gant ar goniometr emgefreek e stern kroaziet, al LORAN, ar C'HONSOL, hag an DECCA. Ar skin-brellañ, lakaet e pleustr en eur mod sistematek war Skingomz Londrez Ar c'hodiñ gant ar c'hoder brudet Enigma lestr-splujerien alamanek. An talkie-walkie a servij d'ober liammoù skingomz a-bell en ur vont war droad.
Miliadoù a skingaser-skinbaker hezoug a ave ar gweturioù, kirri-nij ha batimantoù gourc'hemenn. Ar gudenn boueta e 12V ha 24V a zo diskoulmet dre an amdroer-dro "dynamotor" pe gant amdroerien daskrenañ ha treuzfurmerioù.
Ar skingomz a servij d'ober propaganda, evel skingomz ar Reich, GroBdeutscher Rundfunk, padal e vez selaouet ar BBC e-pad ar c'heulfe, hag a dreuzkas war ar skingomz Londrez keleier kodet davet ar Resistañs. Daou lugan a zo skignet dre ar BBC : « Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz a lavar gaou, Radio Pariz zo Alaman. » gant Pierre Dac. « Amañ Londrez, ar C'hallaoued a gomz d'ar C'hallaoued... » ha « galv an 18 a viz Mezheven 1940 » gwall vrudet,gant ar Jeneral De Gaulle a lako ar skingomz da vont tre en Istor.
P'emañ gouest ar garourien skingomz da vezañ aveet gant miliadoù a gaserien hag a bakerien diglaset gant al lu, e-barzh an « dreistadoù », er « fug » en Alamagn hag e « command set » Amerika, diorren ar skingomz evit ur publik ledan a ya war-raok hag ar paker evit an holl a vez skoueriekaet.
Ur paker « pep gwagenn » o c'holeiñ GB (Gwagennoù Bras), Gb (Gwagennoù bihan), Gbe (Gwagennoù berr) a vez e-barzh an holl diegezhioù. Ur gourheterodin eo, gant 5 pe 6 korzenn a stern reterabl diabarzh, un drobarzhell moned « pick-up » evit selaou an ervennigoù kentañ, ul lagad hud evit reizhañ fin ar frekañsoù, un dremm gant spilhenn ha sifelenn o ren ur fetisaer argemmenn klokaat, un talbenn gwiad ha koad gwerniset.
An dremm a verk anv ar chadennoù evel Radio Pariz, Pariz Inter, BBC, Radio-Luxembourg, pa vez diskouez ar chadenn rakdibabet gant ar spilhenn.
Ar pakerioù « pep red » hep treuzfurmer, zo skañvoc'h hag, a-drugarez d'ur re gorzennoù arbennik gant neudennoù a-steud dreist-holl, zo gouest da vezañ bouetaet gant ur red 110 V untu. Karterioù zo e Pariz o deus c'hoazh tredan gant ur red untu e 1950.
An tuellennoù munut a erlec'h an tuellennoù oktal, ar skingomzoù-karr zo krouet, gant un eñvoriñ ardivinkel eus ar chadennoù.
Ar skingomzer kentañ gant transistor er bloavezhioù 1960, a vo anvet « transistor » gant an dud buan-tre, a ro tu da selaou ar skingomz e pep lec'h, war al lec'h vakañsiñ, er straed, war an aod, er "surboum", n'eo ket mui ar skingomz un ardivink evit an tiegezh met unan hiniennel.
Er bed micherel, an transistor a erlec'h an tuellennoù tamm-ha-tamm, ha da c'houde e vo posupl ober gant an amred enframmet, fiñvus. Istor ar skingomz a zeu da vezañ hini skingomz arnevez.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Skingomz, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.