An hertz (arouez : Hz) eo an unanenn deveret eus ar Reizhiad unanennoù etrebroadel (SI) evit muzuliañ an talmoù, da lavarout eo an niver a luskelladoù dre eilenn.
Gant ar ger Hertz e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Hertz (disheñvelout).
Kevatal eo an hertz gant 1 talm dre eilenn (s−1, 1/s).
Diwar anv ar fizikouralaman Heinrich Rudolf Hertz (1857–1894) en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an elektromagnetegezh ez eo bet anvet an unanenn.
Skouerioù
50 Hz eo talm red pebeilat rouedad an tredan 230V en Afrika, en Azia hag en Europa, da lavarout eo e vez tuginet bleinegezh (+ pe -) ar bonnoù 50 gwezh bep eilenn. Un talm a 50 Hz a dalv ez eus 100 kemm dre eilenn, pep bonn a vez muiel (+) 50 gwezh ha leiel (-) 50 gwezh bep eilenn.
Muzuliet e vez uhelder ar sonioù gant an niver a zaskrenoù dre eilenn (e-touez traoù all). An notenn sonerezh La4 dave a dalm da 440 Hz ; ar frekañs-se eo a vez roet gant ar bondon, ar c'hentonerioù elektronek ha gant ton ur pellgomzer.
Gouest eo divskouarn un den yac'h da glevout sonioù en ur skalfad ker boud ha 20 Hz ha ker skiltr ha 20 kHz (20 000 Hz).
Skignet e vez ar gwagennoù skingomz dre e gouluz talm war ur vandenn etre 80 MHz ha 108 MHz (80 x 106 – 108 x 106 Hz).
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, kewerier un urzhiataer hiniennel a dalme etre 1 MHz hag 8 MHz. Hiziv an deiz (2021), un urzhiataer hezoug boutin a dalm da 2 GHz (2 x 1012 Hz), da lavarout ur c'helchiad diazez 0,5 ns.
Etre 400 THz (400 x 1012Hz) ha 484 THz (480 x 1012Hz eo talm ar gouloùruz zo ).
Lieskementoù ha ranngementoù en SI
Etrebroadel eo an anvioù ivez.
Lieskementoù
Kementad
Anv
Arouez
x 101
decahertz
daHz
x 102
hectohertz
hHz
x 103
kilohertz
kHz
x 106
megahertz
MHz
x 109
gigahertz
GHz
x 1012
terahertz
THz
x 1015
petahertz
PHz
x 1018
exahertz
EHz
x 1021
zettahertz
ZHz
x 1024
yottahertz
YHz
Ranngementoù
Kementad
Anv
Arouez
x 10−1
decihertz
dHz
x 10−2
centihertz
cHz
x 10−3
millihertz
mHz
x 10−6
microhertz
µHz
x 10−9
nanohertz
nHz
x 10−12
picohertz
pHz
x 10−15
femtohertz
fHz
x 10−18
attohertz
aHz
x 10−21
zeptohertz
zHz
x 10−24
yoctohertz
yHz
Notennoù
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Hertz, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses. ®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.