Ar c'handela (simbol: cd) eo unanenn SI ar c'hreñvder gouloù (galloudezh merzhet embannet gant un andon gouloù en un durc'hadur bennak).
Abaoe 16vet Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù e 1979 eo termenet ar c'handela evel-henn :
Ar c'handela eo kreñvder gouloù, en un durc'hadur bennak, an andonioù a embann ur skinadur monokromatek, 540 × 1012 hertz e frekañs, hag 1/683 watt dre steradian e greñvder skinus.
Diazezet eo ar c'handela war an unanenn gozh, ar c'houlaouenn-goar (galloudezh ar c'houlaouenn-goar ), a oa kreñvder gouloù ur "c'houlaouenn-goar stantart" (1,018 candela) anavezet he c'hompozadur. Candela eo an anv latin a sinifi goulaouenn-goar.
Ar frekañs dibabet a zo er spektr gwelus tost ouzh ar gwer, ha klotañ a ra gant un hirder gwagenn a war-dro 555 nanometr. Santidikoc'h eo lagad mab-den d'ar frekañs-se. D'ar frekañsoù all eo ret kaout muioc'h a greñvder skinus a-benn pourchas ar memes kreñvder gouloù, hervez respont frekañsel lagad mab-den. (Gwelet fonksion goulaouüster).
Ar goulaouennoù-koar ordinal a embann war-dro 1 cd. An ampoulennoù 100 W a embann war-dro 120 cd.
Daoust ma vez diazezet bremañ termenadur ar c'handela war ar watt a zo anezhañ un unanenn c'halloudezh deveret, e chom ar c'handela un unanenn ziazez eus ar sistem etrebroadel [1] (e saozneg).
A-raok e veze termenet ar c'handela e-giz ar skinadur korf du embannet gant 1/60 eus 1 cm2 platin d'e boent teuzidigezh. Dibabet eo bet an talvoud arbitrel (1/683) e doare ma klotfe rik an termenadur nevez gant an termenadur kozh.
Candela: The SI Unit of Luminous Intensity Candela : unanenn SI ar c'hreñvder gouloù (e saozneg)
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Candela, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.