Oadvezh ar Maen a zo ur prantad eus ar Ragistor ma krogas an Hominidae (ar genadoù Homo, Australopithecus, ha Paranthropus) da sevel benvegoù maen.
Rannet eo etre tri oadvezh all:
Implijet e veze ar prenn hag an eskern ivez met ne chom ket kalz roudoù anezhe e-skoaz ar miliadoù binviji maen. Ar maen, ar c'hailhastr peurgetket, a veze aozet da sevel binviji lemm hag armoù. An anv « Oadvezh ar maen » zo erru un tamm dispredet hiviziken hag e kaver gwell ober gant prantadoù resisoc'h evel : Henoadvezh ar Maen, Krennnoadvezh ar Maen pe Nevezoadvezh ar Maen.
Cheñch a ra bevennoù kronologek an oadvezh hervez ar vro zo kaoz anezhi ha diouzh an arouezioù-barn a implijer. Lavaret a reer peurliesañ avat e krogas ar prantad-se war-dro 2,5 milion a vloavezhioù zo pa gomañsas an Hominidae da sevel benvegoù maen. Daoust ma c'haller komz eus un oadvezh ar maen hollek a dalvezfe evit an denelezh a-bezh, strolladoù zo n'o deus biskoazh dizoloet teknikoù da labourat ar metal ha chom a rejont eta en Oadvezh ar maen keit ha ma ne'n em gavjont ket gant ur sevenadur a oa muioc'h diorroet e deknologiezh. A-wezhioù un nebeud bloavezhioù zo hepken.
Heuliet e oa ar prantad-se gant Oadvezh an arem, pa grogas ar benvegoù arem da vezañ boutin, etre 8000 ha 4500 vloaz zo. Soñjal a reer peurliesañ e erruas broioù ar Reter-Kreiz hag Azia ar Gevred e diwezh oadvezh ar maen war-dro 6000 vloaz a-raok J.-K., Europa, peurrest Azia hag Afrika e-tro 4000 vloaz kent J.-K. ha sevenadurioù Amerika war-dro 2500 a-raok J.-K.
Meneget zo un hevelep oadvezh en ur vartezeadenn prederouriezh e De natura rerum gant Lucretius.
Implijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, kailhastr ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe armoù, e-skoaz maen-bazalt ha maen-krag a veze implijet da sevel mein-malañ. Prenn, askorn, kregat, kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, gouelezennoù (evel ar c'hleiz) a veze implijet da sevel priaj. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.
Spesadoù zo estroc'h evit ar Primated zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar dourgon mor, a dorr kregat ourmel gant mein. Ar primated a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an Hominoidae hag an dud, met an dud hepken, ha dre vras an Hominina, a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an Hominina hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennak gant an dorn e doareoù disheñvel..
Dont a rae boued chaseourien-dastumerien Oadvezh ar maen eus ar plant hag al loened gouez dastumet en o endro. Beveziñ a raent kig hag organoù, en o zouez an avu, al lounezhi hag an empenn. Debret e veze legumaj ha greun pell a-raok dispac'h al labour-douar, evel ma'z eo anat diouzh ar c'havadennoù arkeobotanek er gwiskadoù mousterian eus Groc'h Kebara, en Israel. Prouennoù kavet nevez zo a ziskouez e veze fardet ha debret edaj gouez gant an dud ken abred ha 23 000 vloaz zo en Henoadvezh koshañ ar maen.
Tost da ziwezh skornadur Wisconsin, eus 15 000 da 9 000 vloaz zo, ez eas da get kalz loened bras evel ar mammouted en Azia, Europa, Norzhamerica hag Aostralia. Ar c'hentañ darvoud steuzierezheus an Holosen e oa. Marteze e ezdias an dud da gemm o zinell ha gant diorroadur al labour-douar, ar boued diazezet war plant gounezet a zeuas da vezañ ul lodenn ingal eus o zinell. Kinniget ez eus un niver a faktorioù da zisplegañ steuzidigezh ar spesadoù loened : ar re-chaseerezh moarvat, met ivez an digoadañ hag ur cheñchamant hin. An disoc'h kentañ a oa bruzhunadur an tachennoù ec'hon o doa ezhomm al loened bras a yeas da get tamm-ha-tamm e pep kornad.
War-dro 2 milion vloaz zo, Homo habilis en dije savet ar c'hentañ frammoù graet gant an dorn e reter Afrika, aneze ur c'helc'h maen eeun da zerc'hel barroù gwez en o flas. Dizoloet e oa ur framm mein kelc'hiek damheñvel, dezhañ war-dro 380 000 vloaz war a greder, e Terra Amata, e-kichen Nice (savet ez eus douetañs war-benn an doare d'e vloaziañ avat, sellet ouzh Terra Amata). Dizoloet ez eus un toullad annezioù eus Oadvezh ar maen er bed, en o mesk :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Oadvezh ar maen, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.