Oadvezh an arem a lavarer eus ur prantad er c'hentistor, pa ouie ar c'hovien varrekañ teuziñ ar c'houevr hag ar staen.
Dastum a raent kailh kouevr e gwazhennoù naturel hag e teuzent anezhe evit ober arem. Ral eo ar c'hailh kouevr pe staen, evel m'en diskouez ar fed ma ne oa tamm arem en Azia ar c'hornôg kent 3 000 kent J.-K. Oadvezh an arem zo unan eus lodennoù eus Reizhiad an tri oadvezh a dalvez evit ar c'hevredigezhioù ragistorel. Er reizhiad-se e teu war-lerc'h an Neolitik e lodennoù zo eus ar bed. E kalz broioù eus Afrika subsaharat e teu oadvezh an arem diouzhtu goude an Neolitik. E lodennoù all eus ar bed un oadvezh ar c'houevr a zeu da heul an Neolitik a-raok oavezh an arem.
Breutaat a reer diwar-benn al lec'h hag ar mare ma oa ijinet an arem ha marteze e oa ijinet e meur a lec'h war un dro en un doare distag. Ar c'hentañ traezoù savet en arem zo a orin eus ar broioù anvet bremañ Iran and Irak ha bloaziadet int eus ar pevare milved kent J.-K. Fardet e veze aremoù arsenikel en Anatolia ha war zaou du ar C'haokaz e deroù an trede milved kent J.-K. Hervez gouizieien'zo ez eo ken kozh ha kreiz ar VI milved lod eus ar traezoù graet en arem arsenikel eus ar sevenadur Maykop e norzh ar C'haokaz, ar pezh a rafe anezhe an aremoù koshañ anavezet, met lod all a soñj ez int eus an kreiz an IIIde milved kantved.
E Breizh e veze graet arem gant kouevr deuet a Ledenez Iberia ha gant staen enporzhiet eus Kernev-Veur.
Bezioù bras-bras a zo bet savet e penn kentañ Oadvezh an Arem, evit douarañ tierned moarvat. Tro 1500 e saver muioc'h anezhe, met bihanoc'h int.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Oadvezh an arem, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.