Arouez Kimiek

Berradurioù eus anvioù an elfennoù kimiek eo an arouezioù kimiek.

An holl elfennoù naturel o deus pep a arouez, anezhañ ul lizherenn pe ziv. Bras eo al lizherenn gentañ ha bihan ar re all, da skouer : "H" evit an elfenn hidrogen, "O" evit an oksigen, "Ti" evit an titaniom.

Renket eo an arouezioù kimiek en daolenn beriodek ha graet e vez ganto er c'hevatalennoù kimiek, da skouer : .

Dre ma vez deveret alies an arouezioù kimiek diouzh anvioù latin pe c'hresianek e c'hell arouezioù an elfennoù bezañ disheñvel-mat diouzh an anvioù brezhonek boas, da skouer : "Fe" evit houarn (latin ferum) hag "Hg" evit bevargant (gresianeg hydrargyrum).

Lod elfennoù zo aroueziet dre deir lizherenn : n'int ket bet dizoloet pe fardet gant mab-den c'hoazh ; anvet hag aroueziet dre ziv lizherenn e vint pa vo anezho da vat. Da skouer : e 2009 e voe dizoloet an elfenn "Uuq" (ununkwadiom), a voe anvet fleroviom hag arouziet dre "Fl" adal neuze.

E Sina e vez roet un arouezlun evel arouez da bep elfenn gimiek (gwelet). Ar pep brasañ anezho zo bet krouet a-ratozh, evel 鈦 tài evit an titaniom — distagadur saoznek an arouez "Ti" eo tài.

Evit gwelet roll klok an elfennoù kimiek hag o arouezioù, sellit ouzh :

Notennoù

Daveennoù

Tags:

Elfenn gimiekHidrogenOksigenTitaniom

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ManganezTiriad Antarktika Breizh-VeurGroeFelix SteinerAlamagnOfiserien-Veur Dugelezh Breizh3 MezhevenIIIe kantvedBluesKristin Chenoweth1831Ana del CastilloYukonRuzenn gostez ouel divouezhGeorgiaAstatKensonenn drek-logigoùLesley-Ann BrandtIsabel Sofía Picón3 C'hwevrerMediaWikiRouantelezh-UnanetKleopatraSaoznegEoul-maenVicenzaJapanJakez II (Bro-Saoz)RihannaBloque Nacionalista GalegoJekoBeg ar vronn28Azia ar MerventFernão de MagalhãesC'hoari ar misionerKiwi MantellAnatol ar BrazLes Ramoneurs de MenhirsOmar SyGeriadurouriezh ar brezhonegRapunzelHTMLJohn CollierManagementLegumajEdouarzh VIIAmzerMe zo ganet e-kreiz ar morPhilippe PascalIntelTroadBro-C'hallHetairVladimir PoutinBloazLaritza BacallaoS (lizherenn)ISO 8601BukkakeEil brezel ar VoerenGabonSinaCrunchyroll🡆 More