Pladenn Nebra

Pladenn Nebra, pe : pladenn neñvel Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz.

Kantenn Nebra
Kantenn Nebra
Pladenn Nebra
Klezier arem kavet war an hevelep tachenn.
Pladenn Nebra
Kinkladurioù arem kavet war an hevelep tachenn

Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet e vez da skouer ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h).

Taolennadur koshañ bolz an oabl e vefe pladenn Nebra.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). Eus -1600 kent JK e vije, da lavaret eo oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Dizoloadenn hag amzeriadur

Dizoloet eo bet ar bladenn, a-gevret gant traoù all, gant furcherien guzh. Adkavet eo bet war-lerc'h en ur marc'had etrebroadel a hendraoù.

Er penn kentañ e soñje da henoniourien a zo e oa bet graet gant ur falser bennak, ar pezh a voe dislavaret gant ar c'harbon-14. Dizoloet e voe ivez e teue an arem eus gwazhennoù Alpoù Aostria a servije e-pad oadvezh an arem.

Mod all e voe adkavet klezeier ha kelc'hioù-brec'h eus an oadvezh-se. A-drugarez dezho e voe posupl brasjediñ pe oad e oa.

Istor kantenn Nebra

Pevar frantad a c'heller merzout e savidigezh ar bladenn :

Pladenn Nebra  1. Er penn kentañ e oa al loargann (pe an heol (?); a-gleiz), al loargresk (a-zehou). A-us dezho e weler steredeg ar Pleiadezed.
Pladenn Nebra  2. War-lerc'h e voe ouzhpennet div wareg aour, a-gleiz hag a-zehou. 82° eo ment ar gwaregoù, ar pezh a ziskouezfe splann ar c'horn etre lec'hiadur ar c'huzh-heol da vare goursavioù-heol an hañv hag ar goañv e led al lec'h (51° N).
Pladenn Nebra  3. Ouzhpennet e voe al lestr-heol erfin (en diaz).
Pladenn Nebra  4. Hiziv an deiz : war an tu kleiz e vank gwareg an dremmwel.

Displegadenn skiantel

A-drugarez da zizoloadenn ar bladenn e c'hellomp anavezout spisoc'h gouiziegezh steredoniel anEuropeaned en oadvezh an arem.

Pladenn Nebra 
Goursav-heol an hañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (a-dreñv menez Brocken).
Pladenn Nebra 
Deroù an nevezamzer (hag an diskaramzer) : lec'hiadur an heol (41° a-zehou dezhañ emañ menez Brocken).
Pladenn Nebra 
Goursav-heol ar goañv : lec'hiadur ar c'huzh-heol (82° a-zehou dezhañ emañ Menez Brocken).

Pouezus e oa ar ouiziegezh-se evit an haderezh : ambroug a ra ar Pleiadezed al loar nevez a-us an dremmwel d'an 10 a viz Meurzh (an haderezh) ha d'ar 17 a viz Here (fin an eost (?)).

Hervez Rahlf Hansen, steredoniour e planetariom Hamburg, e servije ar bladenn ivez da jediñ padelezh ar bloaz.

Un dalvoudegezh relijiel he dije bet ar bladenn ivez (lestr-heol).

Gouiziekoc'h e oa steredoniourien Europa ar mare-se eget ar pezh a veze kredet betek-henn eta. Ret e oa gortoz ur skrid babilonian ar VIvet kantved evit kaout un diskouezadur ken splann.

Tags:

AremMetr

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Meurvor HabaskHong KongEdward9 a viz EbrelChristian TroadecPedro SánchezWapitiFilippo de' MediciPatagonia Arc'hantinauslimestraKarabiner 98kImpalaeriezh Sveden1629PornografiezhToullañ beg ar vronnKerborzhFelix BaumgartnerBangladeshBrezhonegAostraliaISO 8601Saint-Martin (Antilhez)Cynewulf WessexSeziz LeningradHans Baur1866KazakstanL16 a viz KerzuBro Gwiniegi NaonedOksigenTwitter1665YouTubeMoskva (stêr)Carles Puigdemont2024Achille DevériaMediaWikiSlovakiaWiki CommonsSiriegStringCerdic eus WessexGewehr 98TverDiwanGeorge R. R. MartinOfiserien-Veur Dugelezh BreizhC++Kervaria-SularKerveskontRobert SchumanDamh the Bard1989KesoueIsraelDilhad-dindanWikipediaISOTiTomLFEBrezelIstorNaonedJorjiaAnimeJekoDans le Lit, le BaiserMontroulez🡆 More