Ar c'hezeg zo loened bras pevarzroadek implijet a bell zo evit dougen tud pe traoù, pe evit stlejañ kargoù ponner en Europa hag e kornioù all eus ar bed. Ur marc'h a vez graet eus ar par, ur gazeg eus ar barez.
Equus caballus eo an anv skiantel a vez graet eus ar bronneg unkarnek-se, eus genad al loened-kezeg.
Doñvaet eo bet a-gozh (d'an nebeutañ abaoe 4 000 bloaz) gant an dud : implijet e vez er gounezerezh, en dougerezh, evit an diduamant, evit krogadoù e sport ar marc'hegerezh, hag evit bezañ debret. En istor, betek an Eil brezel-bed d'an nebeutañ, e servije ar c'hezeg da loened-brezel, hag implijet e vezont c'hoazh e broioù 'zo gant ar polis.
Yezhadur ha liester
Kezeg eo liester ordinal ar ger marc'h, met er c'hantvedoù tremen ez eus bet implijet liesterioù all evel merc'h, mirc'hi, mirc'hed, ha mirc'hien evit al loen par.
Marc'hoù eo al liester evit an traoù.
Kezekenned ha kezegenned evit ar parezed.
Roñse ha jav (chav) a vez implijet un tamm dre holl, met dreist-holl e Bro-Wened hag e Kreiz Breizh, ha gerioù hollek o ster int.
Gant aneval e vez graet ivez.
Diwar-benn ar marc'h
An eal pe ar bouch eo an ebeulig.
Blev ar marc'h a vez graet reun anezho ha moue (pe moueñ) eus ar blev war e gilpenn ha laez e c'houzoug.
Ebeuliañ pe ealiñ a ra ar gazeg (a-wechou treiñ, pa dro an ebeul pa vez o tont er-maez).
Marc'h-gouennañ pe marc'h sailher a reer eus ur marc'h kalloc'h (pe : anterin) pe ur marc'h-servij, a-wechoù un tarv-marc'h.
Pa'z a war-raok ur marc'h dre sevel an daou bav war ar memes kostez ez a d'ar paz inkane.
Marc'h-krampouezh, ur benveg ma veze lakaet ar c'hrampouezh da yenañ, en amzer ma vezent ledanoc'h evit hiziv ha ral al listri bras a-walc'h d'o lakaat.
Marc'h-tan, ur benveg kaset gant ur keflusker dre enleskiñ da bourmen warnañ a-c'haoliad ; ur marc'htaner eo an den a vez ouzh e sturiañ.
Troiennoù
Bezañ ar marc’h, marc’h Hamon, (o vale) etre daou zen: bezañ gwarizi etreze.
Bezañ pennek evel ur marc’h-koad.
Debriñ evel ur marc’h : evel ur pemoc'h, ur porc’hell, tri forc’hell.
Kaout c’hoant da gaout ar marc’h hag an arc’hant (hag arc’hant ar marc’h) : kaout c'hoant da gaout pep tra.
Koll ar marc’h hag ar c’habestr: koll pep tra.
Labourat evel ur marc’h : labourat kalet.
Lakaat ur marc’h er stern : sterniañ anezhañ ouzh ur c'harr.
Mont war varc’h, war marc’h Hamon, war gein ar marc’h (rous, ruz) ouzh ub: heñveldra.
Sevel war lost ar marc’h : a-drek un den, war ur marc'h.
Lavaroù ha krennlavaroù
A bep liv, marc’h mat / A bep bro, tud vat.
Ar marc'h a reud ouzh ar c'hentroù / A ra gaou bras ouzh e gostoù.
Ar marc’h a sach a vez hopet warnañ.
Ar marc’h a-raok a vez lavaret « Yao » dezhañ.
Arabat klask kaout ar marc’h hag an arc’hant.
Arabat mont primoc’h eget ar marc’h hon doug, amzer zo.
Biskoazh kemend-all ! Pevar lagad d’ar marc’h dall !, da verkañ ar souezh.
« Deomp adarre » en deus lazhet meur a varc’h a vez lavaret da respont da unan en deus lavaret « Deomp adarre », evit lakaat an dud da adkregiñ gant al labour.
Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed da gouezhañ en arc'h.
Meur a varc’h mat zo marvet o vont adarre.
Ne dalv ket ar boan sutal Pa ne fell ket d’ar marc’h staotal.
N’eo ket ar c’herc’h ar muiañ gonezet an hini a ra ar muiañ a vad d’ar marc’h.
N’eo ket ar marc’h a c’hounez e gerc’h / A zebr anezho bep gwech (pe : war-lerc’h).
N’eo ket diouzh ar vent e vez prenet ar marc’h.
N’eo ket gwellaat a ra ar marc’h pa vez ret e varc’hegezh re alies.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Marc'h, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses. ®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.