Moskoviom

Ar moskoviom zo un elfenn gimiek kevanaozet gant mab-den ; 115 eo he niver atomek ha Mc he arouez.

Skinoberiek-kenañ eo. War-dro 0,65 eilenn hepken eo hanter-vuhez an izotop stabilañ a anavezer, 290Mc.
E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 15, an drovezh 7 hag ar bloc'h p, hini an elfennoù ez eo ns2 np1–6 o aozadur elektronek.

Moskoviom
Moskoviom
Moskoviom
FleroviomMoskoviomLivermoriom

Bi
Mc
Taolenn beriodek, Moskoviom
Perzhioù hollek
Niver atomek 115
Rummad kimiek Metal paour
Strollad 15
Trovezh 7
Bloc'h p
Tolz atomek [289]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d10 7s2 7p3
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 18, 5
Moskoviom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 538 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek (stlenn ebet)
Skin kenamsav 162 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 22,0 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Moskoviom

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Istor

En Ensavadur Unvanet an Enklaskoù Nukleel (Joint Institute for Nuclear Research, JNJR ; ruseg : Объединённый институт ядерных исследований, ОИЯИ) e Dubna (Oblast Moskov) e voe kevanaozet e miz Eost ar bloaz 2003 dre genlabour ur skipailh rusian, renet gant ar c'helenner Youri Oganessian (ganet e 1933) hag unan stadunanat el Lawrence Livermore National Laboratory e Livermore (Kalifornia).
D'an 2 a viz C'hwevrer 2004 ez embannas an enklaskerien o devoa skinataet amerikiom-243 gant ionoù kalkiom-48 ha bet peder atomenn eus un elfenn nevez, dre an izotopoù Moskoviom  ha Moskoviom  ; goude ur 100 ms e tigevanjont en ur ezteurel rannoùigoù alfa ha treiñ da izotopoù nihoniom, Moskoviom  ha Moskoviom .
E 2009-10 e voe kavet an izotopoù Mc-289 hag Mc-290 dre zigevanidigezh an Tenness, 293Ts ha 294Ts ; diwezhatoc'h e voe kevanaozet an izotop 289Mc ivez, war-eeun ar wech-se.

E 2011 e voe ensellet al labourioù-se gant an International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) hag an International Union of Pure and Applied Physics (IUPAP), na gadarnjont ket ar gavadenn. Goude danevelloù all bet embannet gant SUA e 2015 e voe anzavet ar gavadenn gant an IUPAC, hag aotreet e voe an enklaskerien da ginnig un anv evit an elfenn nevez. E miz Mezheven 2016 e voe moskoviom an anv ofisiel, en enor da Oblast Moskov.

Perzhioù

Ne ouzer netra a-zivout an elfenn 115Mc er-maez eus he aozadur elektronek.

E taolenn drovezhiek an elfennoù emañ er strollad 15, hini ar pniktogenoù : 7N, 15P, 33As, 51Sb ha 83Bi.

  • Eus an henc'hresianeg πνίγειν pnigein "mougañ" e teu an anv pniktogen abalamour ma seblant perzhioù an nitrogen mougañ a-feur ma tiskenner er strollad 15 eus an drovezh 1 d'an hini 7, daoust da aozadur elektronek an elfennoù-se bezañ ns2 np3 bepred.

Izotopoù

Pevar izotop eus 115Mc zo bet kavet.

    A-zivout ar bann "Digevanañ"
  • α a dalvez ez eztaol an elfenn ur rannig alfa (kraoñell 2He) en ur zigevaniñ.
Atomenn Z N Tolz atomek 1/2 vuhez Digevanañ Disoc'h
287Mc 115 172 287,19070 37 ms α 283Nh
288Mc 173 288,19724 164 ms α 284Nh
289Mc 174 289,19363 330 ms α 285Nh
290Mc 175 290,19598 650 ms ? α 286Nh

Notennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Moskoviom IstorMoskoviom PerzhioùMoskoviom IzotopoùMoskoviom NotennoùMoskoviomEilennElfenn gimiekIzotopMab-denNiver atomekRoll an elfennoù hervez o arouezioùStrollad eus an daolenn beriodekTaolenn beriodek an elfennoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GroeKenvasturberezhAlamanegVijilKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietBannielBloazAsamJean LégerKambodjaKravatenn noterFernão de MagalhãesRihannaGewehr 98YukonIntelKlausen (Sutirol)NASAAna del CastilloBeg ar vronnMe zo ganet e-kreiz ar morBronnWashington, D.C.Brezel etre Ukraina ha RusiaƐPloubêr7 EostEostUnited States Army RangersFellasionPortugalegMell-droadAerouantDeiziadur berberekWikimammennIndoneziaKuomintangJapanOfiserien-Veur Dugelezh BreizhPistolennDenUnicodeKawanTasbihPornografiezhMarco PauloLesya UkrayinkaAstatISBNPenélope CruzCascading Style SheetsPrederouriezhKemper-GwezhennegBelarusSuafrikaKleopatraKembraegDegemerBloque Nacionalista GalegoUsenetMontebrunoSpijker (Norzh)Enez HéronArmeniaStadoù-Unanet AmerikaRann-eur🡆 More