Trovezh a reer e taolenn drovezhiek an elfennoù eus ul linennad elfennoù kimiek dezho an hevelep niver a wiskadoù elektronek, a c'heller gwelet evel amestezioù an elektronoù tro-dro da graoñell an atomenn-mañ-atomenn.
Iskevrennad eus | kevrennad |
---|---|
Rann eus | Taolenn beriodek an elfennoù |
Anv e kana | げんそのしゅうき |
Abaoe ar bloaz 2016 ez eus 118 elfenn kavet, kadarnaet hag anvet, dasparzhet en daolenn dre 7 trovezh ha 18 strollad.
Da skouer, setu amañ gwiskadoù elektronek elfenn gentañ hag elfenn diwezhañ an trovezhioù 3, 5 ha 7.
Trovezh 3 | Trovezh 5 | Trovezh 7 | |||
---|---|---|---|---|---|
(3 gwiskad) | (5 gwiskad) | (7 gwiskad) | |||
Natriom | Argon | Rubidiom | Ksenon | Frankiom | Oganesson |
A-feur ma lenner a gleiz da zehoù war un drovezh, eleze eus ar strollad 1 betek ar strollad 18 en daolenn, pep elfenn he deus 1 proton ouzhpenn d'an elfenn a zo en he raok ; da skouer, en drovezh 5, 54Xe (bann 18) he deus 54 froton, da lavarout eo 17 muioc'h eget 37Rb a zo er bann 1 gant 37 proton.
Seul vui ma pellaer eus ar bann 1 en un drovezh, seul belloc'h eus ar metaloù eo an elfenn ; neuze, holl elfennoù ur bann o deus perzhioù kimiek ha fizikel damheñvel, alese an anv [« strollad eus an daolenn drovezhel » a zo bet roet d'ar bannoù.
Neuze, div elfenn amezek en un drovezh zo tost dre o zolz atomek, evel 37Rb ha 38Sr, met disheñvel eo o ferzhioù : ur metal alkaliek (strollad 1) eo ar Rubidiom, tra ma'z eus ur metal prialkalek eus ar Strontiom strollad 2).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Trovezh (taolenn drovezhiek), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.