Aktiniom

Un elfenn gimiek eo an aktiniom ; Ac eo e arouez kimiek, 89 e niver atomek ha 227,028 e dolz atomek.

An aktinid kentañ eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Aktiniom
Aktiniom
Aktiniom
RadiomAktiniomToriom

La
Ac
Taolenn beriodek, Aktiniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 89
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [227]
Aozadur elektronek
[Rn] 6d1 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 9, 2
Aktiniom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +3
Oksidenn vazennek skañv)
Tredanleiegezh 1,10 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 519,11 kJ/mol
2 : 1 134 kJ/mol
3 : 1 682 kJ/mol
Skin atomek 195 pm
Skin kenamsav 186 pm
Skin Van der Vaals 283 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 10,070 g/cm3
Teuzverk 1 050 °C
Bervverk 3 300 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet)
Neuz an elfenn
?
(Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder)
Aktiniom

Istor

E 1899 e voe dizoloet an aktiniom e Pariz gant ar c'himiour gall André-Louis Debienne, dre e dennañ diouzh ar c'hailh uraniom anvet pitchblende, a zo uraniom oksidet U3O8, bet dilezet gant Marie Curie goude m'he devoa tennet ar radiom anezhañ. Heñvelderioù a gavas etre an elfenn nevez hag an titaniom 22Ti, a zo ur metal ardreuzat ; e 1900 avat e kavas dezhañ e oa damheñvel ouzh an toriom 90Th, a zo un aktinid all.
E 1902 e voe tennet an hevelep elfenn eus an hevelep kailh gant ar c'himiour alaman Friedrich Otto Giesel, a gavas heñvelderioù etre an elfenn nevez hag al lantanom 57La, a zo ul lantanid.
E 1904 e roas F. Giesel an anv emamium d'an elfenn a grede bezañ nevez, dre ma ne ouie mann ebet diwar-benn labour André Debienne. Goude ma voe bet keñveriet an div gavadenn e voe anzavet e oa Debienne an dizoloer kentañ, a zibabas an anv actinium diwar an henc'hresianeg ακτίς, ακτίνος aktis, aktinos, "bann", "skin", en abeg d'e skinoberiegezh. Eus anv an aktiniom e teu hini rummad an aktinididoù, 15 elfenn ennañ eus 89Ac betek 103Lr, al lawrensiom.

An izotop Ac-227 eo a voe tennet eus U3O8 ; kavet e vez en natur, pa 'z eo disoc'h digevanadur an uraniom-235. Louc'hoù hepken zo anezhañ avat, pa n'eus nemet war-dro 150 mg ag aktiniom en un donennad pitchblende.
Skinoberiek-kenañ eo an aktiniom, war-dro 150 gwezh muioc'h eget ar radiom.

Perzhioù

Ur metal blot liv an arc'hant eo an aktiniom. Skinoberiek-kenañ eo, lugerniñ a ra en deñvalijenn en ur deuler gouloù glaswenn dre m'eo ionaet an aer a zo tro-dro dezhañ.

Kimiek

Buan e tazgwered an aktiniom en aer, ur c'holoenn wenn ag oksidenn aktiniom a zeu warnañ evit harpañ ouzh an oksidadur da vont donoc'h.
Damheñvel ouzh re al lantanom eo e berzhioù kimiek.

Kenderc'hadur

Dre m'eo an aktiniom tost d'al lantanom ha da lantanidoù all a-fed perzhioù kimiek ez eo diaes o disrannañ p'o zenner eus kailh uraniom, setu e kaver aesoc'h kenderc'hañ aktiniom dre vombezenniñ radiom-226 gant neutronoù e kreizennoù derc'hanel : 226Ra + 1 neutron → 227Ra → 227Ac dre skinoù β skignet e-pad 42,2 munutenn. Gouest eo Ac-227 da dapout neutronoù a-benn reiñ 228Ac a-gementadoù bihan.
Goude-se e tisranner an aktiniom diouzh ar radiom hag an elfennoù all a zo bet kenderc'het (plom, bismut, poloniom ha toriom).

Stumm metalek an aktiniom a genderc'her dre goazhañ AcOF (fluorid aktiniom) gant burezh litiom er goullo e 1000-1300°C.

Izotopoù

Un izotop hepken eus an aktiniom a gaver en natur, 227Ac, gant un hanter-vuhez a 21,773 bloavezh.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet, 36 anezho, 225Ac o vezañ an hini stabilañ gant un hanter-vuhez a zek devezh.

Izotopoù stabilañ an aktiniom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
225Ac kevanaozet 10 devezh a → 221Fr
226Ac kevanaozet 29,37 eurvezh β-226Th
ε → 226Ra
α → 222Fr
227Ac 100 21,773 bloavezh β-227Th
α → 223Fr

Arver

Hini ebet, abalamour da rouested, priz ha skinoberiegezh an elfenn.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Aktiniom IstorAktiniom PerzhioùAktiniom KenderchadurAktiniom ArverAktiniom NotennoùAktiniom DaveennoùAktiniomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomekTaolenn beriodek an elfennoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Shōnen1999Aescwine EssexFanny HillAljebr18 GwengoloJakez II (Bro-Saoz)BangladeshColt AnacondaPin-upCatherine LatourReter SussexRoumaniaMadeiraAostriaTaoiseachFellasionKrampouezh1661Leo VaradkarDek Gourc'hemennKerbêrDamh the BardStringYuzev-portugalegGwern-valouinEmsavSiriegKerfodKatalanegBrexitZombie Strippers1952C'hwevrerAtarrabiaBloazKontelezh EssexEetionLadinoegFranklin Delano RooseveltLennegezh vrezhonek kolletKemperPaskTeknologiezhPieter de Hooch1675Carles PuigdemontParizBrazilSaratovPatagonia Arc'hantinaDronHans BaurAostraliaC'hoari ar misionerPaul Avril2024SpesadSevenadurRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùHoratio NelsonRouantelezh Bro-SaozKervaria-SularEkologiezh politikelhom42Beg ar vronnYezhoù romanekBronnEl Niño🡆 More