Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar berkeliom ; Bk eo e arouez kimiek, 97 e niver atomek ha 247,070 e dolz atomek.
Berkeliom | ||||
---|---|---|---|---|
Kuriom – Berkeliom – Kaliforniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 97 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [247] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 5f9 7s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 27, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +4, +3 (Oksidenn ueleizhidik) | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 598 kJ/mol 2 : 1 150 kJ/mol 3 : 2 080 kJ/mol | |||
Skin atomek | 244 pm | |||
Skin kenamsav | 168 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 14,780 g/cm3 | |||
Teuzverk | 986 °C | |||
Bervverk | (stlenn ebet)°C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
E miz Kerzu 1949 e voe kevanaozet izotop 243 an elfenn 97 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Stanley Thompson, Albert Ghiorso ha Glenn Theodore Seaborg dre skinata amerikiom-242 gant kraoñelloù heliom (rannoùigoù α) en ur c'hiklotron bihan 1,50 m e dreuzkiz :
241 | Am + | 4 | He —→ | 243 | Bk + 2 | 1 | n |
95 | 2 | 97 | 0 |
Pevar neutron a voe ouzhpennet d'an amerikiom-241 a-benn kenderc'hañ Bk-243, ha daou neutron diere.
Peogwir ne bad Bk-243 nemet 4,5 eurvezh e voe ret gortoz nav bloavezh (1958) kent ma voe kenderc'het un nebeud mikrogrammoù berkeliom hewel gant an daoulagad.
E 1962 e voe fardet an c'henaozad kentañ, dioksidenn berkeliom BkO2.
Evel ma oa bet an aktinid 95Am anvet e-keñver e amezeg 63Eu e rann al lantanidoù (anvioù kevandirioù), ha [[kuriom|Cm e-keñver al lantanid 64Gd (anvioù skiantourien), e voe an elfenn 97 anvet e-keñver al lantanid 65Tb (anvioù lec'hioù) : kêr Ytterby e Sveden evit an terbiom, kêr Verkeley evit ar berkelium.
Ur metal blot liv an arc'hant eo ar berkeliom. Etre re amezeien 96Cm ha 98Cf eo perzhioù ar berkeliom ; tost da re 65Tb ez int ivez.
Douester (g/cm3 | Teuzverk (°C) | Bervverk (°C) | Tredanharzhusted (µΩ•m, e 20 °C) | |
---|---|---|---|---|
96Cm | 13,300 | 1 345 | 3 110 | 1,25 |
Berkeliom | 14,790 | 986 | ? | ? |
98Cf | 15,100 | 900 | ? | ? |
Kewarellek eo ar berkeliom e gwrezverkoù etre -203,15 hag 20 °C, da lavaret eo e tro da warell pa vez en ur gwarellvaez diavaez.
Evel an holl aktinidoù e tileizh ar berkeliom e drenkennoù mesket gant dour, en ur reiñ hidrogen hag en ur gemer e stumm oksidet stabil Bk(III), Bk2O3.
Ne zazgwered ket buan gant an oksigen e 20 °C, marteze en abeg d'ur gwiskad BkO2 a zeufe da wareziñ ar metal diouzh un oksidadur donoc'h. Gant an hidrogen e tazgwered aes, gant an halogenoù ivez, ha c'hoazh gant metaloù teuz.
War-dro 20 izotop ha 6 izomer derc'hanel eus ar berkeliom zo anavezet, eus 235Bk betek 254Bk.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
245Bk | kevanaozet | 4,94 devezh | ε → 245Cm |
α → 231Am | |||
246Bk | kevanaozet | 1,8 devezh | α → 242Am |
ε → 246Cm | |||
247Bk | kevanaozet | 1 380 bloavezh | α → 243Am |
248Bk | kevanaozet | > 9 bloavezh | α → 244Am |
249Bk | 330 devezh | α → 245Am | |
β- → 249Cf |
Kaliforniom-249 a zeuio diwar digevanadur β- ar berkeliom-249 goude 330 devezh.
Evit ar mare ne ouzer ket arverañ ar berkeliom en diavaez eus an enklaskoù skiantel.
Bk-249 a implijer da genderc'hañ elfennoù pounneroc'h c'hoazh, 98Cf, 103Lw, 104Rf ha 107Bh pergen.
Ne c'haller ket arverañ Bk evel trelosk derc'hanel rak nebeut anezhañ a vez kenderc'het : 192 kg zo ret kaout evit ma krogfe an dazgwered.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Berkeliom, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.