Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an amerikiom ; Am eo e arouez kimiek, 95 e niver atomek ha 243,061 e dolz atomek.
Amerikiom | ||||
---|---|---|---|---|
Plutoniom – Amerikiom – Kuriom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 95 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [243] | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Rn] 5f7 7s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 25, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 7, +6, +5, +4, +3, +2 (Oksidenn ueleizhidik) | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 576,38 kJ/mol 2 : 1 130 kJ/mol 3 : 2 090 kJ/mol | |||
Skin atomek | 175 pm | |||
Skin kenamsav | 166 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 13,780 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 176 °C | |||
Bervverk | 2 880 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
Goude ar c'huriom 96Cm e voe dizoloet an amerikiom 95Am. Bez' ez eus bet anezhañ war an Douar e-pad milionoù a vloavezhioù koulskoude, pa veze kenderc'het e kreizennoù derc'hanel naturel en Oklo e Gabon. Ur milmilion a vloavezhioù zo e paouezjont da vont en-dro, ha dre ma 'z eo 7 370 bloavezh hanter-vuhez an izotop stabilañ, Am-243, n'eus mui nemet louc'hoù eus an amerikiom e krestenenn an Douar.
E 1944 e voe kevanaozet amerikiom-241 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata plutoniom gant neutronoù en ur greizenn derc'hanel. Priz Nobel ar Gimiezh 1951 a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an uraniom, hag evit bezañ klokaet taolenn drovezhiek an elfennoù dre ouzhpennañ an aktinidoù. Da Edwin Mattison McMillan e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an neptuniom e 1940. E Skol-veur Chicago e voe gwiriekaet kavadenn an amerikiom.
Dre m'emañ an elfenn 95 e renkennad an aktinidoù dres dindan al lantanid europiom 63Eu e voe anvet americium en enor d'ar c'hevandir amerikan.
Ur metal teir gwezh skinoberiekoc'h eget ar radiom eo an amerikiom. Liv an arc'hant zo gant ar metal glan. Blot a-walc'h eo, aes eo e zistummañ.
Kewarellek eo an amerikiom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez, en ur skalfad gwrezverkoù em astenn eus -269 °C (pa vez dourek an heliom) betek tommoc'h eget 20 °C.
Goustadik e koll e lufr pa vez lezet en aer, peogwir e tazgwered gant an oksigen. Par da re al lantanidoù eo perzhioù 95Am da-geñver an oksidadur hag an direadur.
Aes eo dileizhañ an amerikiom en trenkennoù.
Naontek izotop eus an amerikiom zo anavezet, eus 231Am betek 249Am, an hini stabilañ o vezañ Am-243 gant un hanter-vuhez a 7 370 bloavezh. Eus 0,64 µs betek 50,8 eurvezh eo skalfad hanter-vuhez an izotopoù all.
Evel an uraniom-235 ez eo an izomer derc'hanel amerikiom-242m gouest da c'houzañv ar skririad derc'hanel, ar pezh a c'hall bezañ arveret da erlerc'hiañ ouzh an uraniom evit kenderc'hañ tredan e kreizennoù derc'hanel bihan.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
241Am | louc'h | 432,2 vloavezh | α → 237Np |
242mAm | louc'h | 141 bloavezh | ID → 242Am |
α → 238Np | |||
243Am | louc'h | 7 370 bloavezh | α → 239Np |
Kilogrammoù Am-241 hag Am-243 zo bet dastumet abaoe ma 'z eus kreizennoù derc'hanel da genderc'hañ tredan (1951, e Stadoù-Unanet Amerika), hogen ken kemplezhek eo o hiniennekaat a-douez an dilerc'hioù skinoberiek ma ranker paeañ war-dro 1 200 € evit 1 gramm 241Am ha war-dro 130 000 € evit kement all ag Am-243. Aesoc'h ha marc'hadmatoc'h eo kevanaozañ amerikiom dre zazgweredoù derc'hanel diouzh an ezhomm.
Ret eo kenderc'hañ Pu-239 — dre an argerzh bet implijet gant E. M. McMillan pa zizoloas 239Np e 1940 — kent e skinata d'e dro evit reiñ Am-241 :
238 | U + | 1 | n —→ | 239 | U | β- ————→ 23 mn | 239 | Np | β- ————→ 2,355 devezh | 239 | Pu + | 1 | n x 2 —→ | 241 | Pu | β- ————→ 14,35 bloavezh | 241 | Am |
92 | 0 | 92 | 93 | 94 | 0 | 94 | 95 |
Hir eo an argerzh avat, tost da 15 bloavezh, hag an hanter hepken eus ar plutoniom a dro da amerikiom. Goude 70 bloavezh e c'hounezer ar pep muiañ eus Am-241.
Tu zo da lakaat Am-241 en un dazgwrereder derc'hanel adarre evit ma pakfe neutronoù all a-benn treiñ da Am-242 (79 %) hag Am-242m (10 %). Abalamour ma 'z eo 16 eurvezh hepken hanter-vuhez 242Am ez eo gwell kenderc'hañ Am-243 war-eeun diwar Pu-239 :
239 | Pu + | 1 | n x 4 —→ | 243 | Pu | β- ————→ 4,956 eurvezh | 243 | Am |
94 | 0 | 94 | 95 |
Lantanidoù hag aktinidoù oksidet zo en trelosk a zo bet arveret en dazgweredoù derchanel, a anver trelosk MOX (Mixed OXides, "oksidennoù mesket"). Ret eo tennañ ar plutoniom hag an uraniom eus ar MOX kent didoueziañ al lantanidoù oksidet hag an aktinidoù oksidet ; goude-se e tivesker an amerikiom hag ar c'huriom a-douez an aktinidoù oksidet.
Dre goazhañ kenaozadoù an amerikiom e teuer a-benn da c'hounez ar metal glan ; fluoridenn amerikiom ha dioksidenn amerikiom a implijer :
Dinoerioù-moged eo an arver pennañ a vez graet gant amerikiom ; an elfenn gevanaozet nemeti eo a gaver er vuhez pemdez.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Amerikiom, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.