Chicago

Chicago (distaget: ) a zo ur gêr eus Stadoù-Unanet Amerika, en Illinois.

Chicago
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An trede brasañ kêr eus ar vro eo gant 2 707 120 a annezidi e 2011, hag 8 711 000 a dud gant ar bannlevioù. Emañ lec'hiet e norzh ar Stadoù-Unanet, er reter d'ar stêr Mississippi.

Chicago
Skeudenn eus Chicago, tennet gant ul loarell

Geografiezh

Chicago 
Ar Willis Tower

Chicago eo an trede kêr vrasañ er Stadoù-Unanet, goude New York ha Los Angeles, hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chicago a zo e-touesk 20 tour uhelañ er bed : ar John Hancock Center (344 metrad uhelder), an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Willis Tower (442 vetrad uhelder). Chicago en em led war 47 km war mervent ribl ar stêr eus al lenn Michigan.
"Windy city" (kêr an avelioù) eo lesanv kêr Chicago abalamour ma vez avelioù kreñv enni a-hed ar bloavezh.

Ekonomiezh

Chicago 
Kreiz-kêr Chicago diouzh noz

Chicago eo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel greantel pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver hadoù ha chatal.

Rannet eo Chicago e tri c’harter bras : an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornôg (lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ). Bez' emañ ivez ar c’hreiz-kêr, "the loop" (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost an holl aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel amerikan kentañ e 1885 en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañ Louis Sullivan, William Baron Jenney, Daniel H. Burnham, Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ distremenet gant tourioù Petronas (452 metrad uhelder) e Kuala Lumpur.

Sevenadur

Chicago 
Ar Field Museum

Mirdioù bras a zo e Chicago, an Art Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus ar mirdioù amerikan pouezusañ en arzoù-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e 1891, a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Kêr-benn ar blues eo Chicago: eus stadoù ar su e oa deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.

Istor

E 1673, an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit staliañ kêr. E 1848, kleuzadenn kanol an Illinois ha donedigezh an hentoù-houarn a aotreas brasadur ar gêriadenn, setu perak e teuas kalz a dud da chom enni.
E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezañ an hini anevezetañ.
Kalz labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù a zo.

Gevellerezh

Gevellet eo Chicago gant eizh kêr warn-ugent. Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêrioù pennañ o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.

Kêr Bro abaoe Kêr Bro abaoe Kêr Bro abaoe
Accra Chicago  Ghana 1989 Amman Chicago  Jordania 2004 Aten Chicago  Gres 1997
Beograd Chicago  Serbia 2005 Birmingham Chicago  Bro-Saoz 1993 Bogotá Chicago  Bolivia 2009
Busan Chicago  Republik Korea 2007 Casablanca Chicago  Maroko 1982 Delhi Chicago  India 2001
Durban Chicago  Suafrika 1997 Gaillimh Chicago  Iwerzhon 1997 Göteborg Chicago  Sveden 1987
Hamburg Chicago  Alamagn 1994 Kyiv Chicago  Ukraina 1991 Lahore Chicago  Pakistan 2007
Luzern Chicago  Suis 1998 Kêr-Vec'hiko Chicago  Mec'hiko 1973 Milano Chicago  Italia 1973
Moskov Chicago  Rusia 1997 Osaka Chicago  Japan 1973 Pariz Chicago  Frañs 1996
Petah Tikva Chicago  Israel 1994 Praha Chicago  Tchekia 1990 Shanghai Chicago  Sina 1985
Shenyang Chicago  Sina 1985 Toronto Chicago  Kanada 1991 Vilnius Chicago  Lituania 1993
Varsovia Chicago  Polonia 1960

Chicago 


Braswel eus Chicago

Daveoù


Liammoù diavaez


Chicago 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Chicago GeografiezhChicago EkonomiezhChicago SevenadurChicago IstorChicago GevellerezhChicago DaveoùChicago Liammoù diavaezChicago2011IllinoisLizherenneg fonetik etrebroadelMississippi (stêr)Stadoù-Unanet Amerika

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Mell-droadC'hoari ar misionerKembreGake no ue no PonyoPeter FendiTchekiaLoegriaWattBevoniezhLennegezh vrezhonek kolletMongoleg1173BrezelKoedlogonEnezennÉmile SouvestreDaveennoù lec'hiañTiOmanMarc'heien an Daol GrennSuafrikaIsraelSonerezhGwalc'hmai mab GwyarBlogBeugnyUpsilonAvankBronnOablStad2012Douar (planedenn)ColoradoGwenanAozadur ar Broadoù UnanetLot, roue LothianKoatrevenOksigenEukariotWikimediaBettie PageCarles PuigdemontTwrch TrwythBuhezRomántica MilongueraCassiopeia (steredeg)yogaMoukIzelvroioùC'hoarioù arc'hantKlemañs VIIIMícheál Ó CoileáinJakez KarterISO 8601Timbroù madoberusLizherenneg etrebroadel AFNAYann Iañ (dug Normandi)BekedCeiBreizhJames Harden-Hickey🡆 More