C'hoari an echedoù zo ur c'hoari strategiezh a zrevez ur brezel etre div rouantelezh, unan sklaer hag unan deñval (gwenn ha du peurliesañ, hogen forzh pe livioù diskemmet a-walc'h evit diforc'hañ etre an daou gostez), gant pep a gastell, roue, rouanez, marc'heion, farouelled ha soudarded.
Daou zen hepken a c'hoari, unan evit pep rouantelezh. Reiñ lamm d'ar roue enebour eo ratozh ar c'hoari.
Echedoù | |
---|---|
Pezhioù echedoù doare Staunton Bukit war penn ur pezh evit lenn e anv | |
Krouidigezh | c. VIvet kantved |
Doare | C'hoari stroll C'hoari strategiezh |
Tud | 2 |
Ar ger sanskritek चतुरङ्गक्रीडा tchatouranga "pevar ezel eus ul lu" (olifanted, kezeg, kirri ha soudarded war droad) eo orin ar ger.
Eus ar sanskriteg e teuas ar ger persek chatrang, alese an arabeg شطرنج chat-ranj hag ar spagnoleg ajedrez dre an Arabed.
Eus ar perseg as chah "ar roue" ha dre an Arabed ivez e teuas ar ger gallek eschac, a droas da eschecs (1080), alese ar saozneg chess hag ar brezhoneg "echedoù".
Den ne oar piv a ijinas ar c'hoari echedoù. Meur a vojenn zo, en o zouez hini ar mael henc'hresian Palamedes en devije ijinet ar c'hoari evit diduiñ e soudarded a-kerzh Brezel Troia ha hini ar braman Indian Sissa ibn Dair en devije ijinet ar tchatouranga evit plijadur ar roue.
Kavet ez eus bet izelvosoù henegiptat a zo bet graet en trede milved kent J.-K. hag a ziskouez daou c'hoarier a bep tu d'un tablez ma'z eus pezhioù. Pezhioù ha tresadennoù zo bet kavet e Mezopotamia, e Pakistan, e Sina, e Roma, en Aten hag en India.
Dre ziouer a brouennoù ez eo savet an istorourion a-du gant o c'henpar H. J. R. Murray (1868-1955) evit lavaret ez eo deveret c'hoari an echedoù eus ar tchatouranga a oa deuet war wel en India war-dro ar bloaz 570. C'hoariet e veze gant pevar den war un tablez 8 x 8 = 64 c'hombod dezhañ, pep den evit ur rouantelezh, dre vannañ un diñs a ziskoueze pe bezh a ranked dilec'hiañ ; ret e oa d'an den en em soñjal ha diuzañ ur c'hombod a-douez ar re ma c'helle ar pezh mont. Pa veze lazhet ur roue e veze kollet ar brezel gantañ, ha kenderc'hel a rae ar c'hoari gant an dud all betek ma ne chomje nemet unan, Gant ar roue bev diwezhañ ez ae ar maout.
Abred e voe kaset an diñs da get — hag ar chañs ivez war an dro. D'ur c'hoari poellata e troas ar tchatouranga neuze. Goude-se e voe c'hoariet a-zaou (2 + 2), ne voe mui nemet div rouantelezh. Pelloc'h e voe lakaet pep rouantezh tal-ouzh-tal, hag e voe lakaet ar pezhioù a-linennad dirak daou zen hepken. Evel-se e vez c'hoariet hiziv an deiz.
Dre dri hent dre vras e veajas ar tchatouranga eus India dre ar bed : da Sina, hag alese da Gorea ha Japan dre hentoù hengounel ar c'henwerzh ; er VIvet kantved e voe degaset da Iran, goude aloubadeg an Arabed ez eas da Vro-C'hall a-drugarez d'ur c'hoari a voe profet da Garl Veur gant ar c'halif Haroun al-Rachid (766-809) ; dre islamekadur aodoù ar Mor Kreizdouar e tizhas Spagn hag alese holl vroioù kristen Europa ; war-dro an XIIIvet kantved ez eas eus India da Rusia dre ar Vongoled, an Datared hag an Impalaeriezh roman ar Reter, hag eus Rusia e tizhas Skandinavia, Alamagn ha Bro-Skos.
E-kerzh ar beajoù-se e voe ganet c'hoarioù deveret diouzh an echedoù : tablezoù 9 x 9 = 81 c'hombod, pezhioù disheñvel, hag all, hep na vefe kemmet ratozh ar c'hoari : diskar ar roue enebour.
En XIXvet kantved ez erruas c'hoari an echedoù en Amerika
An Arabed a skrivas dornlevrioù chat-ranj a voe troet e yezhoù all ; goude-se e voe savet dornskridoù europat, unan eus ar re gentañ anezho o vout ar Bonus socius (c. 1286).
Adalek neuze e voe kemmet lod fiñvoù (re ar rouanez hag ar farouell) hag e voe ouzhpennet reolennoù evel kerzh ar soudarded e deroù ur c'hrogad, ar pakañ en ur dremen, ar savidigezh hag ar rok. En XVIIIvet kantved e voe ar c'hoari evel m'emañ hiziv an deiz.
Goude ar Reconquista e voe aozet e Spagn ar c'hentañ tournamant e 1575 gant ar roue Felipe II. Italia a voe kalon bed c'hoari an echedoù goude-se betek dibenn ar Renad Kozh e Bro-C'hall, a voe o ren betek kreiz an XIXvet kantved. Er bloaz 1851 e voe aozet e London, Rouantelezh-Unanet, ar c'hentañ tournamant arnevez. Kreizennoù a zeuas war wel en Alamagn, e Kreizeuropa, e Rusia hag e Stadoù-Unanet Amerika.
D'ar 20 a viz Gouere 1924 e voe krouet ar Fédération Internationale des Échecs (FIDE) e Pariz gant ar C'hallaoued Pierre Vincent ha Henri Delaire, ar Rouman Jon Gudju ha kannaded eus broioù all. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe anzavet er bed a-bezh. D'ar mare-se e oa Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel o ren war bed c'hoari an echedoù.
E 2020 e vode ar FIDE 190 Stad dindan renerez Arkadi Dvorkovitch, a oa besprezidant Rusia kent bout dilennet er FIDE e 2018.
Abred en istor ar stlenneg e voe klasket sevel urzhiataerioù a vefe gouest da c'hoari an echedoù. Adalek 1979 e voe lakaet war ar marc'had ar c'hentañ c'hoari elektronek, Chess Challenger 7, e voe gwerzhet trement 600 000 skouerenn anezhañ er bed a-bezh. Degadoù a ardivinkoù a zeuas d'e heul.
D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ar Mestr etrebroadel Garry Kasparov ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM.
War un tablez karrezek rannet e 64 c'hombod (8 x 8) sklaer ha teñval a bep eil e vez c'hoariet. Tablezoù a bep ment zo, eus ar re vunut evit c'hoari en ur veajiñ betek ar re zivent a weler e lod liorzhioù-kêr, pezhioù tremen ur metr uhelder dezho. E forzh pe danvez : koad, maen, metal, mezell hag all e vez fardet tablezoù ha pezhioù.
Lies ivez eo stumm ar pezhioù (ret eo c'hellfer o anavout evelato), war dodenn Star Wars da skouer, hogen ar stumm ofisiel eo an hini a voe ijinet gant ar c'hazetenner breizhveuriat Nathaniel Cooke e 1842, hag a anvas Staunton en enor d'ar Mestr etrebroadel Howard Staunton (1810-1874).
C'hwezhek pezh zo da bep rouantelezh : 1 roue, 1 rouanez, 2 farouell, 2 varc'heg, 2 dour hag 8 soudard. Setu amañ neuz ar pezhioù hag o arouezioù el levrioù :
|
|
|
Gant ar FIDE e vez termenet reolennoù ar c'hoari. E 2018 ez embannas e zornlevr ofisiel diwezhañ.
Staliadur kent ar fiñv kentañ |
An daou zen en em stailh a bep tu d'an tablez, gant pep a gombod gwenn er c'horn dehoù. Un doare resis zo da staliañ pep rouantelezh war an tablez dirak pep den :
Merkit e vez ar rouanez war ur c'hombod a-liv ganti a-raok ma fiñvfe pezh pe bezh.
Pevar renk goullo zo etre an div rouantelezh neuze.
Roue
| Damez
| Farouell
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Marc'heg
| Tour
| Soudard
|
Ne c'hall mont nemet da unan eus ar c'hombodoù a zo stok ouzh e hini war bep tu.
Gouest eo an damez da fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar bann, ar renk pe ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war he hent.
Ar farouell a c'hall fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent.
Ne c'hall ar marc'heg mont nemet d'ur c'hombod a zo an tostañ dezhañ hep bout war an hevelep bann, renk pe veskell m'emañ. Lammat dreist pezhioù all a ra neuze, ha gwenn pe zu e vefent. Merkit e fiñv neuze eus ur c'hombod sklaer da unan teñval, pe d'ur c'hombod teñval da unan sklaer.
Fiñval a ra betek forzh pe gombod a zo war ar bann pe ar renk m'emañ. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent.
Ne c'hall mont nemet d'ar c'hombod a zo dirazañ war an hevelep bann, gant ma ne vo pezh ebet war ar c'hombod-se.
Pa fiñv ur soudard evit ar wezh kentañ er c'hrogad ez eo aotreet da vont daou gombod war-raok.
Ur soudard a c'hall pakañ forzh pe bezh enebour a zo war unan eus ar c'hombodoù a zo a-veskell stok outañ (gant un « X » war an dresenn emañ merket ar c'hombodoù ma c'hall ur soudard pakañ ur pezh). Ne c'hall ket kilañ.
Pa seller ouzh ar staliadur kent ar fiñv kentañ neuze e verker ez eus pezhioù a c'hall fiñval (an 8 soudard hag an daou varc'heg), tra m'emañ stanket ar pezhioù all gant ar soudarded. Dre ma c'hall ur soudard mont ur c'hombod pe zaou war-raok er fiñv kentañ ha ma c'hall pep marc'heg mont d'e du kleiz pe d'e du dehoù e c'hall pep rouantelezh dibab a-douez 20 fiñv evit he fiñvadenn gentañ. Lod zo mat, ha lod zo fall-tre evel ma vo gwelet gant Lamm ar beulke.
An daou rok |
En un degouezh hepken e c'hall ur roue fiñval a-hed muioc'h eget ur c'hombod en un taol : rok a reer eus an degouezh-se, diwar roque, anv gallek kozh an tour ; rokañ a reer neuze. Ur wezh hepken ez eo aotreet ar rok e-kerzh ur c'hrogad.
Ur fiñvadenn hepken eo ar rok, daoust ma fiñv daou bezh war an dro, ar roue hag unan eus e dourioù.
Evel-mañ e vez roket : ar roue a fiñv eus e gombod orin d'an eil kombod war-du an tour, ha war an dro ez a an tour betek ar c'hombod diwezhañ a zo bet treuzet gant ar roue.
Rok bihan a reer eus ar fiñvadeg pa vez graet diouzh tu an tour nesañ, rok bras pa vez graet diouzh an tour pellañ (hini an damez).
Ar roue a rank bout dilec'hiet a-raok an tour, mod all ez eo lakaet fiñv an tour d'ar pezh eo : fiñv an tour, n'eo ket ar rok ; ha neuze e koller ar gwir da rokañ, peogwir n'emañ mui an tour war e gombod orin.
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
E bec'h e vez ar roue pa vez en arvar da vout paket gant ur pezh enebour (pe zaou, gwelit ar skeudenn a-zehoù), zoken pa ne c'hall ket ar pezh-se e bakañ hep lakaat e roue dezhañ e bec'h. N'eo ket ret lavaret « bec'h d'ar roue » p'e zager, evit gouzaviñ an enebour, met alies e vez graet dre gourtezi.
Arabat eo lakaat ur pezh da fiñval mar chom e roue e bec'h goude ar fiñv, pe mar laka e roue e bec'h dre e fiñv. Hag, evel-just, arabat eo d'ur roue en em lakaat e bec'h.
|
|
|
|
Hollret eo divec'hiañ ur roue. Pa ne c'hall ket ober e-unan (kombod dieub ebet tro-dro dezhañ, meur a bezh ouzh e dagañ), pe pa ne c'hall pezh all ebet ober, e tap ul lamm ha faezhet eo e rouantelezh.
Tri doare zo da zivec'hiañ ur roue : pakañ ar pezh tager, fiñval d'ur c'hombod dieub, pe sparlañ ar bec'h.
Ar roue e-unan a c'hall pakañ ar pezh tager, mar n'en em laka ket e bec'h en ur ober ; da skouer, en dresenn 1 amañ a-us, ne c'hellfe ket ar roue pakañ ar soudard mar bije an damez war ar c'hombod e1.
Ur pezh all a c'hall divec'hiañ ar roue : en dresenn 5 amañ dindan e c'hall ar marc'heg du pakañ ar farouell gwenn a zo o tagañ ar roue gwenn.
|
|
Kement-se a c'haller ober pa vez ur c'hombod dieub tost d'ar roue, pe pa c'hall pakañ ur pezh war unan eus ar c'hombodoù-se — unan eus an daou fiñv-se, hep en em lakaat e bec'h evel-just. En dresenn 6 e c'hall ar roue diflipañ dre unan eus ar c'hombodoù a zo merket gant ur groaz ; ne c'hall ket mont d'ar bann f abalamour d'an tour gwenn.
Pa ne c'hall ket ar roue fiñval e c'heller klask lakaat ur pezh etre eñ hag ar pezh tager.
En dresenn 7 e c'hall ar marc'heg mont d'ar c'hombod g7 (ront gwenn) evit en em lakaat etre ar farouell tager hag ar roue : sparlet eo beskell ar farouell neuze (ha tachet ar marc'heg evit ar mare).
Nemet ez eo arabat d'ar pezh-se fiñval mar degas un eil bec'h, evel en dresenn 8 : taget eo ar roue du gant an damez ; lamet e vefe ar bec'h mard afe ar marc'heg d'ar c'hombod d5 (ront gwenn), hogen berzet eo dezhañ ober peogwir e lakafe e roue e bec'h abalamour d'ar farouell gwenn ; tachet emañ ar marc'heg neuze. Dilec'hiañ ar roue eo an diskoulm nemetañ.
|
|
|
|
Meur a zoare zo da c'houzout pegoulz ez echu ur c'hrogad ha piv a c'hounez.
Lod degouezhioù a gas da dennañ d'ar sord pe rouantelezh he deus gounezet.
Lamm d'ar roue du
| Pat
| Lamm dic'hallus
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An tour gwenn (c5) a laka ar roue du e bec'h. Ne c'hall ket an tour du (c7) pakañ an tour du, rak tachet emañ gant ar faourell gwenn (b8); ne c'hall ket ar roue tec'hel da d5 pe f5 (bann an tour gwenn tager), na da d4 abalamour d'ar roue gwenn, na da d6 abalamour d'ar marc'heg (e8), na da e6 (e soudard), na da f6 (e soudard, pe ar marc'heg ma vefe f6 dieub), na da f4 m'emañ e rouanez, na da e4 abalamour d'ar soudard gwenn ; pezh all ebet ne c'hall e zivec'hañ : e varc'heg e3 ne c'hall ket mont da d5 rak tachet emañ gant an tour gwenn e1, hag ar pezhioù all ne c'hallont ober netra. | Tro ar re Zu. N'emañ ket o roue e bec'h, hogen ne c'hallont ober fiñv ebet : tachet emañ o zour (g5) gant ar farouell hag o soudard e4 gant an damez ; stanket eo ar soudarded du all ; ne c'hall ket ar roue fiñval hep en em lakaat e bec'h, abalamour d'ar soudard gwenn ha d'ar roue gwenn. Pat emañ ar c'hrogad neuze, ha tennet e vo an disoc'h d'ar sord. | Emañ ar roue gwenn lakaet e bec'h gant ar marc'heg, met gallout a ra diflipañ d'ar c'hombod a2 ha tagañ ar marc'heg. Hennezh avat a c'hall mont da c3 — ha bec'h d'ar roue adarre ! Eus a2 neuze e c'hall ar roue gwenn dibab etre distreiñ da a1 (didalvez e vefe) pe mont da a3. Ar roue du a fiñvo da c3, neuze e ranko ar roue gwenn fiñval da a4, hag all. Biken ne zeuio ar re zu a-benn da reiñ lamm d'ar re wenn. Den ebet ne c'hall gounez. N'eo ket dav gortoz reolenn an 50 fiñv, koulz tennañ d'ar sord diouzhtu. |
En tournamantoù e vez ret da bep c'hoarier(ez) notañ dibun ar c'hrogad, e ken degouezh ma vefe nac'het an disoc'h pe goulennet ma vefe tennet d'ar sort (reolenn ar 50 fiñv, da skouer).
Meur a zoare da notañ ur c'hrogad zo bet a-hed istor ar c'hoari echedoù, betek ma voe termenet unan ofisiel gant ar FIDE, a zo displeget amañ berr-ha-berr.
E deroù ar c'hrogad neuze, emañ ar roue sklaer war ar c'hombod e1 hag an damez teñval war ar c'hombod d8.
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
Arouezioù dibar zo evit merkañ ar pezh a c'hoarvez er c'hrogad.
N'eus erbedadenn ebet digant ar FIDE a-fet priziadur, hogen boas e vezer da briziañ lod fiñvoù dre arouezioù.
| Ur stad dibar zo diskouezet en dresenn 9 : an div rouantelezh a c'hall gounez, met ur fiñv lañs zo gant an hini zu. An 20vet tro eo. Ar rouantelezh wenn zo o paouez lakaat he damez en e5, gant ar soñj c'hoari 21. Dg7# (ne c'hallo ket ar roue du tec'hel da h8, a zo war beskell an damez, na pakañ an damez en abeg d'ar marc'h gwenn ; koll e vo neuze). N'he deus ket gwelet avat an trap a zo bet stegnet gant ar re Zu : unan eus an daou varc'heg du a c'hall pakañ ar farouell gwenn (e2) ha reiñ lamm d'ar roue, a zo gennet etre e daou dour hep gallout tec'hel da d2 abalamour d'ar farouell du (a5). Evel-just e vo paket ar marc'heg du gant an damez wenn, met an eil marc'h a bako an damez hag a roio lamm d'ar roue. Amañ ez eus un degouezh ma ranker diforc'hañ etre an daou varc'heg en notadur, rak koulz an eil pe egile a c'hall pakañ ar faourell gwenn. Setu penaos e vefe notet, hervez ar marc'heg (renk d pe renk g) a c'hoari da gentañ : 20. De5 Mdxe2+ 21. Dxe2 Mxe2# pe 20. De5 Mgxe2+ 21. Dxe2 – Mxe2# N'eus ket ezhomm da resisaat bann ar marc'heg a ro lamm, peogwir n'eus nemet unan du war an tablez goude eil fiñv an damez wenn. |
Lamm an neveziad Ur c'hrogad berr, ma vez roet lamm d'ar rouantelezh enebour e peder zro hepken. 1. e4 e5 | Lamm ar beulke Berroc'h c'hoazh : 2 dro hepken, ar pezh a ziskouez ez eo arabat ober forzh petra e deroù ur c'hrogad (nag er c'hreiz nag en diwezh, evel-just). 1. f3? e5 |
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
Etre an ao. Potter ("Gwenn") hag an ao. Matthews ("Du") e voe c'hoariet ar c'hrogad-mañ e London e 1888.
Gwell e oa da Zu pakañ pezhioù eget diorren e armead... Enep tra eo ret ober.
Milimilionoù a grogadoù hag a fiñvoù zo bet, lod dispar ha kaer, lod fall pe falloc'h, ha dister an darn vuiañ anezho. Abred-tre ez eus bet tud a gave gwelloc'h ar gened eget an nerzh, ha mennet e oant da ober un arz eus c'hoari an echedoù, alese ar saviadoù o deus ijinet, a anver kudennoù hiziv. Peadra da lakaat an neuron da labourat, ha da saouriñ kened dibar "c'hoari ar roue ha roue ar c'hoarioù".
Un nebeud zo kinniget amañ. E traoñ pep tablez emañ stignet e gudenn. Ar re Wenn a c'hoari da gentañ bepred. Dindan an tresennoù emañ kuzhet an diskoulmoù (nepred ne drucher er c'hoari echedoù !).
Abu an-Na'am, c. 840
| J. Mendheim, c. 1832
| Sam Loyd, 1859
| SamLoyd (1876)
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|
|
|
|
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Echedoù, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.