Ur menez zo ur stumm douarel a sav e dolzenn uheloc'h eget al leur en un takad bennak.
Bez' ez eus menezioù war 24% eus gorread an Douar : 52% eus hini Azia, 36% eus hini Norzhamerika, 22% eus hini Suamerika ha 17% eus hini eus Europa. Menezidi eo 10% eus n dud, da lavaret eo e vevont er menezioù.
Iskevrennad eus | elevation, natural geographic object |
---|---|
Rann eus | Aradennad venezioù |
Studiet gant | geomorphology |
Model item | Menez Everest, K2, Table Mountain, Matterhorn, Olimpos |
Arouezenn Unicode | ⛰, 🏔, ⛰️ |
Roll elfennoù | list of mountains |
Category for the view from the item | Category:Views from mountains |
Category for the view of the item | Category:Views of mountains |
Ar stêrioù pennañ a eien er menezioù peurvuiañ, ken e teu alese an hanter eus an dour a vez implijet gant an dud.
Jedet e vez uhelder ar menezioù dre vuzuliañ an diforc'h etre live ar mor (0 metr dre genemgev) ha live o leinoù.
Menez Everest eo an hini uhelañ war an Douar, 8 848,86 metr dezhañ ; en aradennad-venezioù ledanañ er bed emañ.
Ral a wech e vez ur menez en e unan war un dachenn. Ouzhpenn d'e uheler neuze e vez muzuliet e zigenvezh hag e valiregezh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Menez, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.