Boued Keuz

Ar c'heuz (gerioù all : formaj ha fourmaj) a zo ur boued fardet diwar al laezh pe diwar an dienn.

Boued Keuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Meur a seurt keuz zo, hervez al laezh, ha dreist-holl hervez al loened bronnek a vager a-ratozh evit o laezh : saout, givri, deñved, kezeg, kañvaled, dremedaled, yaked, lamaed hag all.

Boued Keuz
Keuzioù a bep seurt

Gerdarzh

Tostaat a reer ar ger keuz eus ar wrizienn indezeuropek kwat a dalv kement ha goiñ (latin : caseus, kembraeg : caws, kerneveureg : keus, kes). Ar ger fo(u)rmaj a zeu eus al latin formaticum (= moul) dre ar galleg kozh formage.

Fardañ keuzioù

Peurliesañ e vez fardet ar c'heuzioù gant al laezh kaouledet, met meur a zoare-ober a zo.

  • Tommet e vez al laezh kaouledet ha lakaet da c'hoiñ pe ne vez ket. Ma vez lakaet da dommañ e ya ar c'heuz da galetaat.
  • Dizourañ al laezh kaouledet a c'heller ober pe chom hep ober.
  • Tanavaat al laezh kaouledet a c'heller ober.
  • Gwaskañ al laezh kaouledet a c'heller ober.
  • Lakaat al laezh kaouledet en ur moull) a c'heller ober.

Hervez an doare-ober e c'heller fardañ :

  • keuzioù blod o zoaz (keuzioù fresk) ;
  • keuzioù kalet o zoaz ;
  • keuzioù gwasket blod o zoaz (reblochon) ;
  • keuzioù gwasket kalet o zoaz (comté) ;
  • keuzioù louedet o c'hreun ;
  • keuzioù brizh o zoaz (roquefort).

Keuz Breizh

Gwelout ar pennad Keuzioù Breizh.
Un nebeud skouerioù :

Tags:

BouedBronnegedDeñvedDiennDremedalGivriKañvalKezegLaezhLamaSaoutYak

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bandenn GazaPoloniaHungariaGetaria (Lapurdi)Aleksei NavalnyÑMarie-Antoinette AostriaWiki FoundationJean Léger15 EbrelC++1773ÆLevr skeudennetPellgehenterezhioù1616Janed ArkHarvey Weinstein13 EostKembraegMuzelloù brasDans le Lit, le BaiserKaboulSionouriezhNike SamothrakeDron515Geriadur Hemon-HuonDegemerBengaluruAn OriantBigorn SpagnImpalaeriezh romanOfiserien-Veur Dugelezh BreizhCarne (film, 1968)Sitting BullLlandysulGwenroc'hKomenad kehentiñLu Impalaeriezh JapanTunizia22 DuMisilAzeriNoazhdedPan (loarenn)Arc'hantPrusiaBrazilErotegezhTaouarc'hSkol-veur OxfordTaol-stad c'hwitet e MoskovMoskovIodBuhezskridYezh daspegelLoenDouar (planedenn)Piano19 GwengoloGopr hollvedelEugenio Montale1929Commission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portativesMoudenn🡆 More