København (, e daneg) pe Kopenhagen (hervez an alamaneg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Danmark.
Dont a ra anv danek ar gêr eus distummadur ur stumm koshoc’h Købmandshavn a dalveze "porzh ar varc’hadourien", dre ma oa ur porzh-mor lec’hiet brav e digor ar Mor Baltel, war aod reter enez Sjælland. Dont a ra an anv brezhonek eus ar stumm alamanek Kopenhagen, zo tremenet e meur a yezh eus kornôg Europa. E Kopenhagen emañ sez parlamant Danmark ha palez ar roueed. War-dro 1,8 milion a dud zo o chom e kêr ha tro-dro.
Kopenhagen København | |
---|---|
An ti-kêr | |
Lec'hiadur Kopenhagen e Danmark 55° 43' N - 12° 34' R | |
Riez | Danmark |
Rannvro | Hovedstaden |
Kod pellgomz | |
Maer Overborgmester | Frank Jensen (sokialour) 2009- |
Gorread • Takad kêrel a-bezh | 88 km² 455.61 km² |
Uhelder | 1 m |
Poblañs hep kontoù doubl • Takad kêrel a-bezh | 528 208 (2010) 1 181 239 |
Stankter | 6 002/km² |
Savet e voe Kopenhagen war-dro ar bloavezh 1000, gant Sweyn Iañ hag e vab Knut ar Bras. Ur gêriadenn vras a besketaerien e voe betek kreiz an XIIvet kantved, pa zeuas da vezañ perc’hennet gant an eskob Absalon ha pa voe kreñvaet gantañ e 1167. Dre ma oa mat ar porzh e kreskas Kopenhagen evit dont da vezañ ur greizenn genwerzh a bouez. Taget e voe meur a wech gant Kevre an Hansa, dre ma oa c’hoantaet pinvidigezh ar porzh bras gant tud hanternoz Alamagn. E 1658-1659 e voe lakaet seziz war kêr gant Svediz Karl X. E 1801 e voe un emgann er porzh etre morlu Breizh-Veur, renet gant an Amiral Parker, ha morlu Danmark. E 1807 adarre e voe listri Breizh-Veur eno, o vombardañ Kopenhagen evit ma ne gouezhfe ket morlu Danmark etre daouarn Napoleon Iañ. Neuze e voe distrujet ul lodenn vat eus kêr ha kantadoù a dud a voe lazhet. E-pad an Eil brezel bed e voe aloubet Kopenhagen hag ar peurrest eus Danmark gant soudarded alaman, etre miz Ebrel 1940 ha miz Mae 1945.
Abaoe ar bloavezh 2000 eo liammet kêrioù Kopenhagen ha Malmö, e Sveden, gant ur pont-riboul (Pont Øresund), ma c’hell tremen trenioù ha kirri.
E miz Kerzu 2009 e vo aozet un emvod etrevroadel war tommadur an hin gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kopenhagen, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.