Meurvor Arktika: Meurvor

Meurvor Arktika (pe Meurvor skornek Arktika) en em led war 14 000 km².

Emañ etre ar Pol Norzh ha Kelc'h Arktika. Goloet eo an darnvuiañ anezhañ gant ar vorskorneg, dezhi ur gorread o kreskiñ-digreskiñ hervez ar c'houlzioù-amzer. N'eus harz ebet etre Meurvor Arktika hag ar Meurvor Atlantel na gant ar morioù a-hed Norvegia, Rusia hag Alaska : Mor Lincoln, Mor Barents, Mor Kara, Mor al Lapteved, Mor Retersibiria ha Mor an Dchouchked) hag ivez Mor Beaufort a-hed Tiriadoù ar Gwalarn e Kanada.

Meurvor skornek Arktika
Meurvor skornek Arktika

Emañ un nebeud enezegoù a kreiz ar meurvor : Novaya Zemlya (Rusia), inizi Svalbard (Norvegia), Douar Franz-Josef, Inizi Sibiria-Nevez hag an Enezeg kanadian.

A-hed an aodoù n'eus ket kalz a dud o chom nemet e Norvegia hag e Gwalarn Rusia (Ledenez Kola gant Arc'hangelsk). E Siberia n'eus nemet geunioù ken ez eo kazi digenvez an aodoù.

Pa oa ar Brezel yen e oa an takad dindan an urzh vilourel pa oa meur a ziaz-lu kostez an URSS koulz ha kostez Norvegia. Listri-spluj soviedel ha stadunanat a rae o ged-tro er meurvor a-bezh. E 1958 e reas un taol-kaer al lestr-spluj atomel stadunanat Nautilus pa dreizhas ar meurvor en ur splujañ dindan ar vorskorneg tev a zo dindan ar Pol Norzh.

E Gouere 2007 e kasas gouarnamant Rusia ul lestr-spluj evit plantañ banniel Rusia e foñs ar meurvor, 4 000 m donder eno. Evit pouezañ war al lodenniñ pinvidigezhioù kuzhet an islonk da zont eo bet graet an dra-se p'eo ar vorskorneg o tigreskiñ dre efed tommadur hinad ar bed. Pep bro staliet war aodoù ar meurvor a reklemm e lodenn. Ar Stadoù-Unanet o deus embannet e tlefe Tremen ar Gwalarn bezañ un tremen etrebroadel, met n'emañ ket a-du Kanada ha gouarnamant ar riez-se en deus embannet e stalio un diaz-lu nevez dindan un nebeud bloazioù evit e gontrolliñ just goude splujadenn ar Rusianed.

Sell ivez

Notennoù

Tags:

AlaskaKelc'h ArktikaKilometr karrezKoulz-amzerMeurvor AtlantelMor BarentsMor BeaufortMor KaraMor RetersibiriaMor al LaptevedMorskornegNorvegiaPol NorzhRusiaTiriadoù ar Gwalarn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GoogleTrede ReichBanniel KanadaEnez LouetPiramidenn CarstenszKonfusianegezhStockholmTresadennoù-bevKarantezMagneziomRoveretoBrezelioù ar Relijion (Bro-C'hall)Pen-y-bont ar OgwrEmil MassonKampagn GuadalcanalGeorgiaElligArkeologiezhMozilla FirefoxDiana SpencerFrancesco V ModenaLithocarpusUrBarrennig-stagañGeorge WashingtonKozakedRusiaJ.R.R. TolkienNupediaDúnedainCharles MansonLez-veur SUAKatelin IIRepublik Pobl SinaHans SchollPolitikerKazakstanKleizLuigi BuonaparteAnimeBruno MarsZavier Langleiz2 ToneKlaoda ar PradHinElvis PresleyDegemerHoratio NelsonCristiano RonaldoAndrés BelloMor Oc'hotskTizianGwallerezhEil brezel punekGouennelouriezhBreizh Fobal KlubMeurvor AtlantelBlack metalDañvadKataloniaMuzelloù bihanBeg ar vronnPi IañPedro Álvares CabralMarine LavigneRoll Rouaned ha Duged BreizhSanta Fe (New Mexico)🡆 More