Charles Milles Manson, ganet Charles Milles Maddox, d'an 12 a viz Du 1934 hag aet da Anaon d'an 19 a viz Du 2017, a oa un torfedour ha gourou stadunanat.
Rann eus | Manson Family |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Charles Milles Manson |
Anv ganedigezh | Charles Milles Maddox |
Anv-bihan | Charles |
Anv-familh | Manson |
Deiziad ganedigezh | 12 Du 1934 |
Lec'h ganedigezh | Cincinnati |
Deiziad ar marv | 19 Du 2017 |
Lec'h ar marv | Bakersfield |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | colorectal cancer, cardiac arrest |
Date of burial or cremation | 17 Meu 2018 |
Pried | Rosalie Willis, Leona Stevens |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Place of detention | California State Prison, Corcoran |
Kondaonet evit | muntr |
Micher | torfedour, cult leader, lazher a steudad, muziker |
Bet war ar studi e | National Training School for Boys, Gibault School for Boys, Arroyo High School, Pasadena City College |
Lec'h annez | Spahn Ranch |
Relijion | dizoueegezh |
Kleñved | antisocial personality disorder, schizophrenia |
Benveg sonerezh | gitar |
Pladennrolladur | Charles Manson discography |
Lec'hienn ofisiel | https://www.charlesmanson.com |
E penn ar sektenn Manson Family e oa-eñ, ur gumuniezh ganet e Kalifornia e fin ar bloavezhioù 1960. Heulierien Manson o devoa sevenet un heuliad nav muntr e pevar lec'h disheñvel e miz Gouhere hag Eost 1969. E 1971 e oa lakaet Manson da gablus evit muntr eeun ha kavailh evit muntrañ seizh a dud. En o zouez e oa Sharon Tate hag a oa dougerez. An holl muntroù a oa bet sevenet gant izili eus ar sektenn war urzhioù ar gourou.
Pa oa ar sektenn Manson Family o tont war-wel, Manson a oa un ez prizoniad bet toullbac'het e-pad an hanter eus e vuhez evit torfedoù lies. A-roak ar muntroù e oa kaner ha skrivagner kanaouennoù e-kostez Los Angeles. Kejet en devoa gant Dennis Wilson, tabouliner ha krouer ar strollad ar Beach Boys. Manson a grede er pezh an anve "Helter Skelter", un anv awenet gant kanaouenn ar Beatles hag implijet gantañ evit ober anv eus ur brezel gouennel da zont. Savet e oa ar soñj ennañ e vefe ar muntroù un doare da zegas buanoc'h ar brezel-se. Dre ma oa brudetoc'h-brudetañ e oa bet krouet tro-dro dezhañ un aergelc'h lous, hudur ha feuls a zesache tud bamet gantañ tro-dro dezhañ. Goude ma voe rebechet ar muntroù da Vanson, ha ma voe kondaonet goude-se, enrolladennoù eus e ganouennoù a voe lakaet e gwerzh. Sonerien lies o deus bet adc'hoariet ul lod anezho abaoe.
Manson a oa bet kondaonet da gentañ d'ar boan a varv, a-benn ar fin e voe kemmet ar varn evit toull-bac'h difin pa voe roet lamm d'ar barnedigezhioù d'ar boan a varv a-raok ar bloavezh 1972 gant lez-varn uhel Stadoù-Unanet Amerika. Toullbac'het e oa bet Manson da gentañ e toull-bac'h Stad San Quentin hag adalek 1989 betek e varv e toull-bac'h Stad Corcoran.
Manson a voe ganet e 1934. Ar vamm a oa ur vaouez yaouank oadet a 16 vloaz ha dizimez, Kathleen Manson-Bower-Cavender, ganet Maddox (1918–1973). Ar vugel a oa ganet en hospital e Cincinnati, Ohio. Manson a oa bet anvet da gentañ "no name Maddox". Goude nebeut sizhunioù e oa graet Charles Milles Maddox anezhañ.
Tad gwirion Charles Manson a vefe bet ar c'horonal Walker Henderson Scott Sr (1910–1954). Ar vamm Kathleen a bet o tougen klemm evit ma vefe anzavet ar vugel gant an tad met echuet e oa an afer gant ur varnadenn asantet kenetre e 1937. Seblantout a ra ne vefe ket bet gwelet biken e dad gant Manson.
Lies eo ar paperioù ofisiel a vez kavet e doser Manson e 1953 goude ma voe bet seizh miz en National Training School for Boys e Washington, D.C.. Lakaat a reont war-wel e vefe ar "C'horonal Scott" un den du. An div frazenn gentañ bet skrivet evit diskrivañ orin ar familh a embann "Father: unknown. He is alleged to have been a colored cook by the name of Scott, who got promiscuous with Charles's mother at the time of her pregnancy." Pa voe goulennataet Manson gant ar prokulor Vincent Bugliosi e 1971 war an doser e voe nac'het kreñv gant Manson e vije bet hendadoù du e-kostez e dad. Ouzhpenn-se hervez listennoù niveradegoù 1920 ha 1930 evit "Colonel Scott" e vez embannet e oa un den gwenn.
E skrid-buhez Manson (drezhañ e-unan) ar C'horonal Scott a vez diskrivet evel "a young drugstore cowboy ... a transient laborer working on a nearby dam project". Scott a oa bet o labourat bep an amzer e milinoù ar vro, brud fall a oa warnañ o embann e oa ur c'hwiblaer. Lakaet en doa Maddox da grediñ e oa eñ ur c'horonal el lu stadunanat, padal an anv "Koronal" na oa nemet ul lesanv. Pa voe laret dezhañ gant Maddox e oa hi dougerezh, e laras dezhi e oa bet galvet gant al lu ha rediet mont kuit. Goude meur a miz e voe komprenet ganti ne oa ket ar c'hoant gantañ da zistreiñ d'ober war he zro hag hini ar vugel da viken.
Manson a zo bet un awen e tachennoù lies ar sevenadur evel ar sinema, ar sonerezh pe an tresañ.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Charles Manson, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.