Meur a lizherenneg a zo bet implijet evit skrivañ ar jorjieg abaoe m'eur krog d'e skrivañ (gwelet pelloc'h).
Hiziv an deiz e vez implijet an doare skrivañ anvet Mc'hedrouli (მხედრული, "skritur milourel").
Lizherennegoù jorjiek I - Asomtavrouli II - Nousc'ha-c'houtsouri III - Mc'hedrouli |
Implijet e vez al lizherenneg jorjiek a-vremañ (mc'hedrouli) da skrivañ ar jorjieg dreist-holl, met ivez un nebeud yezhoù kaokazek all.
Teir lizherenn ha tregont a zo el lizherenneg a vez implijet hiziv an deiz evit skrivañ ar jorjieg a-vremañ. Lizherennoù all a zo bet implijet gwechall ivez (diskwelet e mouk en daolenn a-is):
Lizherennoù Mc'hedrouli | |||||||||||||
ა | ბ | გ | დ | ე | ვ | ზ | ჱ | თ | ი | კ | ლ | მ | ნ |
ჲ | ო | პ | ჟ | რ | ს | ტ | ჳ | უ | ფ | ქ | ღ | ყ | შ |
ჩ | ც | ძ | წ | ჭ | ხ | ჴ | ჯ | ჰ | ჵ | ჶ | ჷ | ჸ |
Ne ra diforc'h ebet etre al lizherennoù bras hag ar re vihan. Klasket zo bet, koulskoude, implijout un doare skritur koshoc'h anvet asomtavrouli da dalvezout da lizherennoù bras:
Lizherennoù bras asomtavrouli | |||||||||||||
Ⴀ | Ⴁ | Ⴂ | Ⴃ | Ⴄ | Ⴅ | Ⴆ | Ⴡ | Ⴇ | Ⴈ | Ⴉ | Ⴊ | Ⴋ | Ⴌ |
Ⴢ | Ⴍ | Ⴎ | Ⴏ | Ⴐ | Ⴑ | Ⴒ | Ⴣ | Ⴓ | Ⴔ | Ⴕ | Ⴖ | Ⴗ | Ⴘ |
Ⴙ | Ⴚ | Ⴛ | Ⴜ | Ⴝ | Ⴞ | Ⴤ | Ⴟ | Ⴠ | Ⴥ |
Ijinet e oa bet doare-skrivañ koshañ anvet Asomtavrouli ("lizherennoù bras", gwelet a-us) pe Mrgvlovani "skritur ront" e 412 a-raok Jezuz gant beleion jorjieg Matra (perseg Mithra), bet cheñchet un tammig gant ar roue Parnavaz I ag Iberia e 284 aJ.
Deuet e oa war wel un doare-skrivañ all en IXvet kantved anvet Nousc'huri ("lizherennoù bihan") pe kutc'hovani ("karezennek"). Implijet e veze an asomtavrouli hag an nousc'houri, anvet a-stroll c'houtsouri (ხუცური, pe "skritur an iliz"), evit sevel skridoù relijiel ma talveze al lizherennoù asomtavrouli da lizherennoù bras.
Deuet eo war wel al lizherenneg a vez implijet hiziv anvet Mc'hedruli (მხედრული, "skritur milourel") evit ar wech kentañ en XIvet kantved. Implijet e veze betek ar XVIIvet kantved evit sevel skridoù na dennent ket d'an iliz, met war-lerc'h e veze implijet al lizherennoù-se evit an holl skridoù, relijiel pe get.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lizherennegoù jorjiek, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.