Reniom

Un elfenn gimiek eo ar reniom ; Re eo e arouez kimiek, 75 e niver atomek ha 186,207 e dolz atomek.

Reniom
Reniom
WolframReniomOsmiom
Tc
Re
Bh
Taolenn beriodek, Reniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 75
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 7
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 186,207
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d5 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 13, 2
Reniom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 7
Oksidenn drenkek skañv
Tredanleiegezh 1,9 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 755,819 kJ/mol
2 : 1 260 kJ/mol
3 : 2 510 kJ/mol
Skin atomek 216 pm
Skin kenamsav 141 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 21,023 g/cm3
Teuzverk 3 185 °C
Bervverk 5 590 °C
Tredanharzusted 193 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Reniom
1 cm3 eo ec'honad an diñs reniom
Reniom

Istor

Div elfenn a vanke e strollad 7 taolenn beriodek an elfennoù, dindan 25Mn. Pa oa o klask stankañ an toull kentañ e kavas ar Japanad Masataka Ogawa un elfenn dianav en un tamm kailh o tont eus Selan (Sri Lanka bremañ), ha krediñ a reas dezhañ e oa an elfenn 43. E 1937 hepken e voe anavezet evel 43Tc, hag e 2004 e voe prouet ez eo ar reniom a oa bet dizoloet gant Masataka Ogawa.
E 1925 e voe kavet an elfenn 75 da vat gant Walter Noddack, Ida Tacke hag Otto Berg e Berlin, ha Rhenium eo an anv a voe roet dezhi en enor d'ar sêr Roen. E 1928 e teujont a-benn da dennañ 1 gramm reniom eus 660 000 gramm kailh molibdenit.
Ar reniom eo an diwezhañ elfenn naturel, stabil ha nann-skinoberiek a zo bet dizoloet.

Perzhioù

Unan eus an elfennoù dibaotañ war an douar eo ar reniom. Ur metal liv an arc'hant eo, uhel-kenañ e deuzverk (3 185 °C) — an trede elfenn er c'heñver-se goude ar wolfram 74W (3 422 °C) hag ar c'harbon 6C (3 825 °C). An elfenn gentañ eo a-fed bevverk (5 590 °C), ar wolfram o virviñ da 5 555 °C hag ar c'harbon o sec'hdarzhañ, da lavaret eo o vont a galed da c'haz hep tremen dre ar stad dourek.
Kalet-kenañ eo ar reniom, er pevare renk goude ar platin 78Pt, an iridiom 77Ir hag an osmiom 76Os. Pa vez disgweret avat e teu da vezañ orjalennus-kenañ, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe.

Kimiek

Damheñvel ouzh re ar wolfram ha re ar molibden eo perzhioù kimiek ar reniom.

Izotopoù

Reniom-185 (185Re) eo an izotop stabilañ, padal n'eo nemet 37,4% eus ar reniom a gaver en natur. An izotop all, 187Re eo an 62,6% a chom ; distabil eo, hogen hir-tre eo e hanter-vuhez, a zo war-dro 1010 a vloavezhioù.

Kenderc'hadur

Diwar kailhoù kouevr e tenner reniom ; etre 0,0001 ha 0,2% a reniom a gaver ivez e kailhoù molibden.

Kementadoù a reniom bet kenderc'het e 2011 (brasjedet)
Orin Kementad (t) Pourvezioù (t)
Chile 26 1 300
Stadoù-Unanet Amerika 6,3 390
Perou 5 45
Polonia 4,7 (stlenn ebet)
Kazakhstan 3 190
Broioù all 1,5 91
Kanada 1,2 32
Armenia 0,6 95
Rusia 0,5 310
Hollad 48,8 t > 2453 t

Arver

  • War-dro 20% eus ar reniom a ya da fardañ dazgweredoù evit greanterezh an eoul-maen (kenderc'hañ dour-tan hep plom), 70% evit kreñvaat deistkenaozadoù fardet gant nikel, a vez arveret e kefluskerioù a rank labourat da wrezverkoù uhel (> 1 000 °C).

War meur a zachenn ez implijer an 10% a chom :

    kimiezh : kleuzeurioù (endalc'hoù arveret da dommañ danvezioù) ;
    elektronik : ledreelloù ;
    fizik : korzennoù ha palioù elektronek, skalfadlunerioù, gwrezdaouadoù, korzennoù ec'haezhel, sontoù-gwrezverk, jaojoù ionder ;
    tredanerezh : kenstokoù, gwarelloù-tredan, gwiskadoù metalek ;

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Reniom IstorReniom PerzhioùReniom KenderchadurReniom ArverReniom NotennoùReniom DaveennoùReniomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Mickey MouseLot, roue LothianAn Daol GrennKarl V an Impalaeriezh SantelGwalc'hmai mab GwyarBeg ar vronnAvankQ868MilanoKroatiaLennegezh vrezhonek kolletTro Breizh war varc'h-houarnYezhoù alemanekWessexKronikennoù Plac'h nevez BreizhVillanova MarchesanaLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegCotentinGeorgiaGreanterezhTan-gwallPin-upVerbGopr hollvedelAostraliaGwenanは (lizherenn)Morlu ar Stadoù-UnanetMerc'her (deiz)KoadaskornMell-droad2022OkitanegҚ (lizherenn)PrederouriezhArdenneDaveennoù lec'hiañKouign-amannMeudOS XMuhammad ibn Mūsā al-KhwārizmīMaouezKouevrBeked2024 e BreizhLouis CapartLevr Du CaerfyrddinNamibiaStad emveliek1943BreizhIstorFrañsMoukPeter FendiBukkakeTwrch TrwythKan broadelEur hañvKintinIndiaCharles Lapicque🡆 More