Molibden

Un elfenn gimiek eo ar molibden ; Mo eo e arouez kimiek, 42 e niver atomek ha 95,96 e dolz atomek.

Ur metal ardreuzat eo.

Molibden
Molibden
NiobiomMolibdenTeknetiom
Cr
Mo
W
taolenn beriodek, Molibden

Niver atomek 42
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 6
Trovezh 5
Aozadur elektronek [Kr] 4d5 5s1
Niver oksidadur +6
Tredanleiegezh 2,16
Skin atomek 136,3
Tolz atomek 95,96

Molibden

Molibden
1 cm3 eo ec'honad an diñs molibden
Molibden

Ur metal blot liv an arc'hant eo ar molibden, a gaver er molibdenit (MoS2) hag er wulfenit (MoO4Pb).
Sina a voe ar c'henderc'her pennañ e 2011, gant 94 000 tonennad a volibden ; d'he heul e voe Stadoù-Unanet Amerika (64 000 t), Chile (38 000 t), Perou (18 000 t) ha Mec'hiko (12 000 t). War-lerc'h e teuas Kanada (8 300 t), Armenia (4 200 t), Rusia (3 800 t), Iran (3 700 t), Ouzbekistan (550 t), Kazakhstan (360 t) ha Kirgizstan (250 t). War-dro 250 000 tonennad a volibden a voe kenderc'het e 2011 eta, ur c'hresk a 8 000 t e-keñver ar bloavezh 2010. Trawalc'h a volibden a chom evit bastañ da ezhommoù an dazont a c'haller rakjediñ.

Istor

E-pad pell e voe ar molibdenit droukvesket gant ar grafit (an daou a c'hall servijout da zuañ ur gorread ha da lardigenniñ) ha gant kailh plom (PbS, anvet galen), evel m'en diskouez e anv Μόλυβδος molubdos, a dalvez "plom" en henc'hresianeg.
Kavet ez eus bet ur c'hleze japanat bet goveliet e 1330 diwar ur c'hendeuzad molibden ha dir, hogen kollet e voe an dro-vicher.
E 1754 e voe echuet gant an droukkemer pa voe prouet ne oa plom ebet er molibdenit gant ar c'himiour svedat Bengt Andersson Qvist.
E 1778 e voe kadarnaet gant ur c'himiour svedat all, Carl Wilhelm Scheele e anv, n'eo ar molibdenit na grafit na galen ; un elfenn nevez e oa er c'hailh-se neuze, a anvas molybdenum hag a voe hiniennekaet gant ar c'himiour svedat Peter Jacob Hjelm e 1781 a-drugarez da garbon ha da eoul lin.

Perzhioù

Kimiek

Adal 600°C e vez oksidet ar molibden, a ro trioksid molibden MoO3 neuze, hag e 2 615 °C e teuz.
Setu amañ perzhioù pennañ ar molibden :

  • div wezh nebeutoc'h eget dir e koeñv pa vez lakaet e gwrezverkoù uhel ;
  • mat eo da dreuzkas an tredan hag ar wrez ;
  • solutoc'h eget an dir eo ;
  • kalet e chom er wrez < 2 615 °C ;
  • kalet a-walc'h hag orjalennus a-walc'h e chom da 25 °C ;
  • uhel eo e zouester (10,2 g/cm3).

Izotopoù

Bez' ez anavezer 35 izotop, eus 83Mo betek 117Mo. Seizh anezho a gaver en natur : 92Mo, 94Mo, 95Mo, 96Mo, 97Mo, 98Mo ha 100Mo, an hini diwezhañ-mañ o vezañ distabil — da izotopoù an niobiom, ar ruteniom pe an teknetiom e tro izotopoù distabil ar molibden.
98Mo eo an izotop paotañ (24,14 % eus ar molibden).

Arver

E 1906 ez embannas ar fizikour amerikan William David Coolidge un doare da lakaat ar molibden da vezañ orjalennus, da lavaret eo e c'halljer e astenn hep na dorrje, ar pezh a voe arveret er fornioù uhelwreverk hag el lampoù dre gannder.
E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe implijet kalz molibden da fardañ hobregonoù evit an tankoù, hag evit erlec'hiañ ar wolfram en dir — an arver diwezhañ-mañ a voe graet ivez e-pad an Eil brezel-bed.

Kendeuzadoù

War-dro 87 % eus ar molibden a voe kenderc'het e 2011 zo aet da fardañ kendeuzadoù — evit an dir peurliesañ, ar peurrest o vont d'ar gimiezh c'hreantel,.
En abeg d'e berzhioù e gwrezverkoù uhel e vez arveret er fardañ hobregonoù, kirri-nij, en tredanerezh, er c'hefluskerioù hag el lampoù.
Abalamour ma'z eo marc'hadmatoc'h e vez ar molibden lakaet da erlec'hiañ ar wolfram c'hoazh hiziv an deiz.
Evel danvez-strujañ ez implijer poultr molibden (war ar c'haol-fleur da skouer).

Erlec'hiadoù

Peogwir e kaver molibden a-builh n'eus ket bet klasket erlec'hiadoù dezhañ, hogen rakwelet ez eus un nebeud elfennoù all a c'hallje kemer e lec'h er greanterezh : krom, vanadiom, niobiom ha bor er c'henaozadoù dir ; wolfram e dir an ostilhoù ; grafit, wolfram ha tantalom er fornioù tredan uhelwrezverk ; krom, kadmiom ha kenaozadoù karbon da fardañ liv melen-ruz.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Molibden IstorMolibden PerzhioùMolibden ArverMolibden NotennoùMolibden DaveennoùMolibdenArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

HidrokarbonJohn CollierAdverbE (lizherenn)Claire28LitiomFilipinez149329 GouereKazhSpered SantelGwispidLegumajKaonMata HariNikki FritzLaserItriomHTMLLannuonYukonDandadanThe Elder Scrolls OnlinePrederouriezhToullañ goloenn an elligIsabel SarliLugRihannaJapanWattYezhoù keltiekKensonenn drek-logigoùKronikennoù Plac'h nevez BreizhJorjiaKiwi MantellAostraliaJuan Antonio VillacañasIntelTogoBloque Nacionalista Galego3 C'hwevrerMickey MouseNaturPortugalegGabonKant DevezhZeus1945LiessindetonMarcellinus (pab)Aozadur ar Broadoù UnanetRouantelezh-Unanet1901KarnoedBill ClintonWashington, D.C.Tiriad Antarktika Breizh-Veur2004TasbihHell Let Loose1922SingapourLiger-AtlantelGwarezva Arabia ar SuBloazKrasnogorsk (Oblast Moskov)SinemaBourc'hAna del Castillo🡆 More